Blanche d'Antigny
Neuz
Marie-Ernestine Antigny, lesanvet Blanche d'Antigny, ganet e Martizay d'an 9 a viz Mae 1840 hag aet da Anaon e Pariz d'ar 27 a viz Even 1874, a oa un aktourez c'hall. En enep da Sarah Bernhardt e veze lavaret diwar he fenn ne oa ket un aktourez a zoare. Brudet e voe evel kourtizanez e-pad an Eil Impalaeriezh. Awenet he deus tudenn Nana e romant Émile Zola.