Cumbric
Cumbric ("kumbrieg") a vez lavaret e saozneg eus ar yezh predenek komzet en Hanternoz Kozh Enez Vreizh etre ar Vvet hag an XIIIvet kantved. Marvet eo gant lanv an alouberien c’herman, Angled ha Saozon.
Skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N’anavezer nemet tri ger anezhi kavet e-barzh ur skrid latin, Leges inter Brettos et Scottos: « galnys », « mercheta » ha « kelkyn », a vije « galanas », « merch » ha « cylch » e kembraeg a vremañ, ha « merc'heta » ha « kelc'h(enn) », e brezhoneg evit an daou ziwezhañ. Anvioù-tud zo ivez e Buhez sant Kentigern. El lec’hanvadurezh eo ez eo chomet ar brasañ roud anezhi.
Komzet e veze e rouantelezhioù brezhon an hanternoz kozh, da lavarout eo Rheged, Gododdin ha Strat Clut, e broioù a zo bet lonket gant Bro-Skos pe Bro-Saoz.
Lavaret e vez eo er yezh-se e voe savet oberennoù ar varzhed Taliesin hag Aneurin er VIvet kantved. Ne vije ket gwall zisheñvel diouzh an hengembraek nag ouzh an henvrezhoneg. Predeneg a vez lavaret a-wechoù eus ar genyezh pe ar skourr yezhoù-se.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Hervé Abalain, Le Pays de Galles, identité, modernité, Éditions Armeline, Crozon, 2000, (ISBN 2-910878-07-4).
- (fr) Myles Dillon, Nora Kershaw Chadwick, Christian-Joseph Guyonvarc'h et Françoise Le Roux, Les Royaumes celtiques, Éditions Armeline, Kraozon, 2001, (ISBN 2-910878-13-9).
- (fr) Christian Y. M. Kerboul, Les Royaumes brittoniques au Très Haut Moyen Âge, Coop Breizh, Speied, 1997, (ISBN 2-84346-030-1).
- (br) Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek (Histoire des langues celtiques), 2 levrenn, Hor Yezh, Lesneven, 1962.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia
Pennadoù kar:
Yezhoù keltiek · Yezhoù gouezelek · Brezhoned · Enez Vreizh · Rouantelezhioù brezhon · Hanternoz Kozh
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |