Cynddylan
Neuz
Cynddylan, pe Cynddylan ap Cyndrwyn ("Cynddylan mab Cyndrwyn" ) a oa ur priñs eus ar VIIvet kantved e Pengwern. Hervez istorourien zo e c'hallje bezañ bet roue Dogfeiling ivez, honnezh a oa un tamm rouantelezh e Gwynedd en-dro da Rhuthun, en hanternoz da hini Powys, e Kembre[1].
Kaoz eus e varv zo en ur varzhoneg kembraek eus an IXvet kantved, anvet Marwnad Cynddylan, hag ivez e Canu Heledd, Heledd o vezañ anv e c'hoar.