Mont d’an endalc’had

Doueed an Olimpos

Eus Wikipedia
Doueed an Olimpos
group of mythical characters, dodecad, group of deities
Anv er yezh a orinΔώδεκα θεοί του Ολύμπου Kemmañ
Lec'h annezOlympus Kemmañ
Lidambroug an doueed, laour-vaen Prometheüs, war-dro 240Mirdi al Louvre.
Afrodite Knide
Apollon Anzio

Hervez mojennoù Hellaz kozh e vije bet daouzek doue olimpat (pe Daouzek Doue an Olimpos) o chom en ur vro veneziek ha dreist-diraez. Hervez lod e oa ar vro-se hini ar Menez Olimpos, menez uhelañ Bro-C'hres.
Hervez ar c'hontadennoù hag ar barzhonegoù e seblante an doueed veur bevañ evel ur familh, ha chabouz etrezo alies. Ha koulskoude o doa galloudoù bras-tre, galloud da ren nerzhioù bras an Douar hag an Neñv, galloud da cheñch an traoù hag an darvoudoù, galloud an hud ivez.

Roll an doueed olimpat

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an hengoun ne oa nemet daouzek doue olimpat, c'hwec'h doue, ha c'hwec'h doueez. Meur a gemm zo bet el listenn-se hag en niver avat, hervez ar marevezhioù.

Afrodite

Doueez ar garantez, ar c'hoant-paotr hag ar c'hoant-plac'h ha hini ar gened e oa. Gouez da Hesiodos e oa ganet diwar sper Ouranos taolet er mor : alies e vez diskouezet o sevel e-maez eus an dour. Kiprenez eo hec'h annez. Alies e vez he mab Eros ganti. Dimezet eo da Hefaistos, met re e kar ar garantez evit bout feal, ha karet he deus Ares, Adonis, ha meur a hini all.

Apollon
Ares
Artemis
Athena
Demeter
Dionysos
Hades
Hefaistos
Hera
Hermes
Hestia
Poseidon

Breur eo da Zeus ha da Hades. Doue ar mor hag ar c'horventennoù eo. Gantañ eo bet krouet ar c'hezeg, ha desket en deus d'an dud mont war varc'h. Bec'h zo bet etre Atena hag eñ da c'houzout piv anezho a vije doue-mestr war gêr Aten. Aet ar maout gant an doueez peogwir he devoa kinniget d'an dud ur barr olivez, arouez ar peoc'h. E arouez-eñ eo an tridant.

Zeus

Zeus, mab da gKronos ha da Rea eo mestr an doueed, an tan-taran hag an aigis eo binvioù e c'halloud, aozet evitañ gant ar Gikloped. Ur merc'hetaer touet eo, hag ur ribitailh bugale en deus e pep tu. An erer eo e arouez.






 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Kronos
 
 
 
Rhea
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Maia
 
 
 
 
 
 
 
Zeus
 
 
 
 
 
HeraPoseidonDemeterHades[1]Hestia
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Hermes
 
Leto
 
 
 
Athena
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
(Kalc'h) Ouranos
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Apollon
 
Artemis
 
Ares
 
Hefaistos
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
Afrodite

Buhez doueed Olympos

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Divarvel e oa an doueed olimpat. Met hervez tud Hellaz kozh ne oa ket ur perzh peurbadel peogwir e oa ret dezho evañ ul likor ispisial, difennet d'ar vevien all, an ambrozi. Un doare all a veze : bezañ soubet e dour ar stêr Styks, stêr an Ifern, met ne voe ket ken efedus-se gant Akilles.
Evañ a raent ivez an nektar, lipousañ evaj a c'hellje bezañ. A-hend-all, pa ne ouient ket petra ober, e tiskennent war an douar da sevel o fri, da sikour den pe zen, d'ober troioù kamm da re all, ha da verc'heta pe da baotreta. Evel-se eo e voe ganet tud hanter zoueed, evel Herakles.

  1. N'emañ ket Hades en Olympos da vat, peogwir e tremenas ar braz eus e vuhez en Ifernioù.
An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes