Elfenn gimiek
Graet e vez elfenn gimiek (pe simploc'h c'hoazh elfenn) eus teskad an atomoù a zo dezho un niver roet a brotonoù en o nukleüs. An niver-se a vez graet anezhañ niver atomek an elfenn. Evel se eo 6 niver atomek ar c'harbon, hag atomoù karbon eo an holl atomoù a zo 6 proton dezho. Evel se ivez ez eus 92 proton d'an holl atomoù uraniom. Evit gwir eo an niver a brotonoù, pe hini an elektronoù kentoc'h, a ro o ferzhioù kimiek d'an atomoù.
Taolenn beriodek an elfennoù eo an doare boasañ hag aesañ da ginnig an elfennoù kimiek a bep seurt. Graet e vez izotopoù eus an atomoù a zo dezho ar memes niver a brotonoù met un niver disheñvel a neutronoù. Nukleonoù, partikulennoù an nukleüs, a vez graet en un doare hollek eus ar protonoù hag an neutronoù. Graet e vez niver mas eus an niver hollek a nukleonoù a zo en nukleüs. Pa vez pledet gant un izotop e vez anvet anv an elfenn-niver mas. Da skouer eo ar c'harbon-14 izotop ar c'harbon, dezhañ an niver mas 14. Gant ar pep brasañ eus an elfennoù ez eus un izotop kalz stankoc'h eget ar re all en natur. Evel se e vez kavet 98,9% eus ar c'harbon dindan stumm an izotop 12, 1,1% dindan stumm an izotop 13, ha n'eus nemet roudoù eus ar c'harbon-14.
Dre veur a zoare e c'hell elfenoù kimiek (an atomoù) kombinañ. Dindan ur stumm pur e c'hellont bezañ atomoù en o unan, molekulennoù dezho meur a atom eus ar memes elfenn, soludoù kristalek pe amorfek. Dindan stumm kompozadoù molekulel e vez strollet an atomoù e-barzh molekulennoù gant un niver hag un aozadur resis eus atomoù eus meur a elfenn. Gallout a ra ivez an atomoù bezañ kediet dindan stumm kompozadoù kimiek n'int ket aozet ken resis, e-giz kendeuzadoù metalek.
Cheñch a ra anvioù an elfennoù kimiek hervez ar yezhoù, ha kalz anezho a zo bet roet a-raok ma vefent bet lakaet da elfenn gant ar skiant (en enep da gompozadoù a ya meur a elfenn d'ober anezho). Peurvuiañ e tennont o anvioù diouzh tachennoù liesseurt, da skouer : ar vitologiezh (tantalom, merkur, uraniom, neptuniom); al livioù (krom, rubidiom, ruteniom); an douaroniezh (poloniom, germaniom, frañsiom, europiom); anv o dizoloer pe anv ur skiantour brudet. Anvet e vet an elefennoù nevez, anezho elfennoù pounner, distabil hag artifisiel atav, gant Unaniezh etrevroadel kimiezh pur hag implijet diwar anv o dizoloer peurvuiañ, gant ar lostger -ium (-iom).
Met ur simbol hepken o deus an holl elfennoù, anezhañ ul lizhenn
vras, hag a-wezhioù ul lizherenn vihan. Ar c'harbon da skouer a vez notet C, hag ar sodiom (natriom) Na.
An niver mas a c'hell bezañ notet en nec'h hag a-gleiz d'ar simbol, da skouer 14C evit ar c'harbon-14.
An niver atomek ivez a c'hell bezañ notet en traoñ hag a-gleiz d'ar simbol, met ne ro ket muioc'h a ditouroù eget ar simbol.
Da skouer e c'heller skrivañ 6C evit ar c'harbon, met didalvez eo p'emañ ar simbol C o tiskouez c'hoazh eo 6 an niver atomek.
An niver en traoñ hag a-zehoù a ziskouez kementad an elfenn e-barzh ur volekulenn.
Da skouer H2O a zo evit ur volekulenn dour, enni daou atom hidrogen (simbol H, hag an niver 2 a ziskouez pet ez eus anezho), hag un atom oksigen (simbol O, ne vez ket notet an 1 a zo empleg).
En nec'h hag a-zehoù e vez notet ar garg elektrek douget gant an ionoù, anezhañ un atom pe ur c'hompozad molekulel en deus gounezet pe kollet un nebeud elektron. Da skouer a zo evit an ion sulfat, ennañ un atom sulfur (S), 4 atom oksigen (O4), pep tra gant daou elektron ouzhpenn (2-), gant ur sin nemet peogwir eo negativel karg an elektron. An ion oksoniom (pe hidroniom), dezhañ ur garg pozitivel, a vez notet H3O+, amañ c'hoazh eo empleg an 1 dirak ar sin mui.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roll an elfennoù kimiek
- Roll an elfennoù hervez o simboloù
- Roll an elfennoù hervez o anvioù
- Roll an elfennoù hervez o niverennoù
- Taolenn beriodek an elfennoù
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |