Emgann Chemin des Dames
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emgann Chemin des Dames | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Bro-C'hall | Impalaeriezh alaman | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Robert Nivelle | Erich Ludendorff | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
61 rann 7 rann marc'h 850 000 soudard | 41 rann 16 650 pep unan 682 650 soudard | ||||||
Kolloù | |||||||
187 000 (marvet pe gloazet) | 163 000 (marvet pe gloazet) |
Emgann Chemin des Dames a zo un emgann ag ar Brezel-bed kentañ etre al Lu gall hag al Lu alaman ma klaskas ar C'hallaoued terriñ an talbenn alaman d'ar 16 a viz Ebrel 1917.
An dachenn emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dachenn emgann a oa ur skudell mein-raz. An Alamanted a oa eno abaoe miz Gwengolo 1914, amzer o devoa bet da brientiñ ha da doullañ an dachenn (Mougev an aerouant) pe da adimplij ar mengleuzioù. Ouzhpenn da-se o devoa bet toullet ribouloù etre al linennoù kentañ war an talbenn hag an adreñv, evit difenn kement-se e oa bet ouzhpennet toulloù mindrailherezioù e-leizh.
Abaoe staliadur an Alamanted ha bountadennoù-meur ar bloavezh 1915 e oa deuet da vezañ un dachenn sioul. An Alamanted a oa staliet war linenn ar c'hriboù, ar C'hallaoued war an diribin.