Eskopti Kemper ha Leon
Eskopti Kemper ha Leon (Dioecesis Corisopitensis-Leonensis e latin) eo anv an eskopti a zo bet savet e 1801 hag a glot gant tachenn departamant Penn-ar-Bed. Emañ e sez e Kemper. En eskopti-se e kaver an holl barrezioù a oa en Eskopti Leon, ul lodenn vat eus ar re a oa en Eskopti Kernev, un darn eus ar re a oa en Eskopti Treger, un dornadig eus ar re a oa en Eskopti Gwened, hag un nebeudig eus parrezioù Eskopti Dol.
Savet e voe bet palez eskibien Kerne stok ouzh iliz-veur Kemper hag eskibien Kemper ha Leon a voe staliet er palez-se e 1790. Diwar lezenn an disparti etre ar Stad hag an Iliz katolik e voe rediet Aotrou 'n Eskob François-Virgile Dubillard mont da chom e kouent Sant-Jozeb, straed Bertrand de Rosmadec, war harz Kemper e 1907.
Abaoe ar c’henta a viz Gwengolo 2017 ez eus en eskopti ugent parrez nevez (betek hen e oa 323 parrez ha 18 deanded)[1].
Unan eus eskopti Proviñs ekleziastikel Roazhon eo.
Roll eskibien an eskopti
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennad pennañ : Eskibien Kerne
Pennad pennañ : Eskibien Leon
A-raok ar c'honkordad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar c'honkordad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1802-1804: Claude André;
- 1805-1823: Pierre-Vincent Dombidau de Crouseilhes;
- 1824-1840: Jean-Marie Dominique de Poulpiquet de Brescanvel
- 1840-1855: Joseph-Marie Graveran (marvet war e sez e 1855)
- 1855-1871: René-Nicolas Sergent
- 1872-1887: Anselme Nouvel de la Flèche
- 1887-1892: Jacques-Théodore Lamarche
- 1893-1898: Henri-Victor Valleau
- 1900-1908: François-Virgile Dubillard (marvet 1914).
Abaoe lezenn disparti an Ilizoù diouzh ar Stad e 1905
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1908-1946: Adolphe Duparc (marvet war e sez e 1946)
- 1947-1968: André Fauvel (marvet e 1983) (eileskob eus 1957 da 1977: Visant Fave)
- 1968-1989: Francis Barbu (marvet e 1991)
- 1989-2007: Clément Guillon (marvet en 2010)
- 2007-2015: Jean-Marie Le Vert
- 2015-…: Laurent Dognin
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ugent parrez nevez evid an eskopti a-bez war lec'hienn ofisiel an eskopti