Mont d’an endalc’had

Felipe V

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Fulup, Dug Anjev, a deuas da vezañ Felipe V, Roue Spagn.
Felipe V de Borbón, Dug Anjev

Fulup V, pe Felipe V e spagnoleg (Versailhez 1683 – Madrid 1746), a oa ur priñs gall, Philippe de France e anv gallek, mab-bihan d'ar roue gall Loeiz XIV. Dug Anjev e oa a-raok dont da vezañ roue Spagn hag an Indez da varv Carlos II.

Mab e oa da Louis de France, lesanvet « le Grand Dauphin » (an Daofin Meur) ha d'e bried Maria Anna Victoria Bavaria (1660-1690), merc'h da Ferdinand, Dilenner Bavaria; o eil mab e oa. Mab-bihan e oa d'ar roue Loeiz XIV ha d'e bried Maria Tereza Spagn, infantez Spagn. Dug Anjev e oa. Lakaet e voe war gador-roue Spagn goude Brezel Hêrezh Spagn‎, war-lerc'h Carlos II, an diwezhañ roue Habsburg. Kentañ roue Bourbon e voe, ha ren a reas ouzhpenn 45 bloaz.

Div wech e timezas:

Pevar bugel o doe Felipe ha María Luisa de Saboya, ha daou anezhe a renas e Spagn:

  1. Luis Iañ Spagn (1707-1724), roue Spagn e 1724, eus Genver da Eost.
  2. Felipe Spagn (1709 – 1709), marvet en e sizhun gentañ.
  3. Felipe Pedro Spagn (1712 – 1719), marvet da 7 vloaz.
  4. Fernando VI Spagn (1713 – 1759), roue Spagn.

Seizh bugel o doe Felipe hag Elisabetta Farnese, hag o mab henañ a renas e Spagn :

  1. Carlos Spagn (1716-1788), Roue Spagn hag an Div Sikilia.
  2. Francisco Spagn (1717).
  3. Mariana Victoria Spagn (1718 – 1781), Rouanez Portugal, dimezet da José Iañ Portugal.
  4. Felipe, pe Filippo Iañ Parma (1720-1765), dug Parma.
  5. Maria Tereza Spagn (1726-1746), dimezet da Louis Ferdinand Bro-C'hall, Daofin Bro-C'hall, mab da Loeiz XV).
  6. Luis Antonio Spagn (1727–1785), arc'heskob Toledo ha kardinal, etre 1735 ha 1754. Divelegiñ a reas.
  7. María Antonia Spagn (1729-1785), dimezet da Vittorio Amadeo III , Roue Sardigna.

Poltredoù e vugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]