Fernando Iañ León
Fernando Iañ León, lesanvet el Magno pe el Grande (war-dro 1016 – León, 27 a viz Kerzu 1065), a voe kont Kastilha adal 1029 ha roue León adal 1037 betek e varv.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Sancho Garcés III Pamplona, lesanvet el Mayor, roue Pamplona, ha d'e bried Muniadona, pe Munia Mayor, c'hoar da García Sánchez Kastilha.
En 1029 e voe lazhet Kont Kastilha, García Sanchez, a oa breur d'e vamm. Kont Kastilha e voe adal 1029, hogen ne c'houarnas nemet adal marv e dad e 1035.[1]
Roue León e teuas da vezañ goude dimeziñ da Sancha León (1013-1067), c'hoar d'ar roue Bermudo III.
Hi a gemeras an armoù enep he breur. Brezel a voe. En emgann Tamarón (30 a viz Eost pe 1añ a viz Gwengolo 1037) e-kichen Burgos, e voe trec'h Fernando Iañ war arme León, ha lazhet e voe e vreur-kaer, ar roue Bermudo III León, hag eñ divugel.
Seziz a lakaas neuze war gêr León. Goude kemeret kêr gantañ e wiskas Fernando kurunenn rouaned León, d'an 22 a viz Mezheven, dre wirioù e bried Sancha León, c'hoar d'ar roue lazhet.
Bec'h en doe neuze gant uhelidi Galiza ha León na felle ket dezho plegañ d'ur roue estren. Goude-se en em savas e vreur García IV, roue Navarra, diwar-benn douaroù kemeret digant Leon ha Kastilha gant o zad, en Araba hag a-hed harzoù reter Kastilha.
E miz Eost 1054 e faezhas arme Navarra en Atapuerca e-tal Burgos, hag e lazhas e vreur en emgann. Gant se e c'hallas kemer ar Rioja. Trec'h e voe ivez war ar Vuzulmaned, kemer a reas Coimbra en 1064.
Dimeziñ ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa da Sancha León, merc'h da Alfonso V, roue León, ha bugale o doe:
- Urraca de Zamora (c. 1033–1101), itron Zamora.
- Sancho (1038–1072), roue Kastilha evel Sancho Iañ, ha roue León evel Sancho II (1065–1072).
- Elvira, (m. 1101), itron Toro.
- Alfonso (1040–1109), roue León (1065–1072), Kastilha ha Galiza (1072–1109), evel Alfonso VI.
- García (1042–1090), roue Galiza (1066–1071 ha 1072–1073), evel García II.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (es) Gonzalo Martinez Diez, Sancho III el Mayor, Marcial Pons Ediciones de Historia, 2007, ISBN 978-84-96467-47-7.