Fortunatus (levr)
Fortunatus zo ur gontadenn diwar-benn buhez un haroz ha roue mojennel eus ar Grennamzer hag a voe brudet e droioù en Europa ar XVvet kantved hag ar XVIvet kantved. Ar c'hentañ levr diwar e benn a voe embannet en Augsburg, en Impalaeriezh santel roman german, e 1509.
Mammennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez Michael Haldane, troer al levr e saozneg, e oa embannet Fortunatus en Augsburg e 1509 ha moullet gant Johann Otmar. Gwerzhet e veze e kêr e ti an apotiker Johannes Heybler. Roud a gaver ennañ eus meur a skrid all :
- an Itinerarius gant Johannes von Montevilla (John de Mandeville), 1355 ; troet en alamaneg e 1480, moullet en Augsburg (1481 ha 1482) ;
- istor Wlad III Drakul, aotrou Wallachia (Vlad an Impalaer), embannet e Nürnberg (1488), Bamberg (1491) hag Augsburg (1494) ;
- Gesta Romanorum, embannet en Augsburg e 1473 ;
- Purgator Sant Padrig moullet en Augsburg en 1489.
Ar romant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Fortunatus zo ur paotr yaouank genidik eus Famagusta e Kiprenez hag en em gav un deiz gant an doueez Fortuna en ur c'hoad e Breizh. Ha hi da reiñ ur yalc'h dezhañ hag a vez adleuniet kenkent ha ma vez tennet un dra bennak anezhi.
Neuze e veaj dre meur a vro, hag e Kaero e vev e ti ar sultan, a ziskouez dezhañ e deñzorioù. En o zouez ez eus ur c'hozh tog hag a c'hall kas an den dindanañ da gement lec'h a gar. Dont a ra a-benn da laerezh an tog ha distreiñ gantañ da Giprenez.
Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kentañ embannadur ar skrid alamanek a voe graet e 1509 en Augsburg, ha hennezh e vije ar stumm orin, adembannet gant Karl Simrock en Deutsche Volksbücher (3 levrenn, Frankfurt am Main, 1846).
- E 1530 e voe embannet Fortunatus von seinem Seckel und Wunschhütlein[1].
- Doareoù all zo bet e galleg, italianeg, izelvroeg ha saozneg.
- Andrew Lang The Grey Fairy Book, "Fortunatus and his Purse".
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Friedrich Wilhelm Valentin Schmidt, Fortunatus und seine Söhne, eine Zauber-Tragödie, von Thomas Decker, mit einem Anhang (Berlin, 1819)
- Johann Joseph von Görres, Die deutschen Volksbücher (1807)