François Fillon
François Fillon, zo bet ganet d'ar 4 a viz Meurzh 1954, er Mañs (pennlec'h departamant ar Sarthe), Kentañ ministr Bro-C'hall eo bet etre miz mae 2007 ha miz mae 2012, dindan ar prezidant Nicolas Sarkozy. Ezel eo eus an UMP, ha prezidant ar gevredigezh France.9 (kleub preder). Alies e vez lavaret eus François Fillon ez eo ur "gaollist sokial".
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab eo da Annie Soulet, un istorourez a orin euskarat, ha da Michel Fillon, eus Poatev, noter e Vande. Tri breur en deus. Kreskiñ a reas e kêr Cérans-Foulletourte er Sarthe e-lec'h ma oa e skol ar gumun. Goude e studias er skolaj prevez Saint-Michel-des-Perrais e Parigné-le-Pôlin, ha goude el lise Notre-Dame de Sainte-Croix er Mañs. Ar vachelouriezh prederouriezh en doa bet e 1972. Studiañ a reas e Skol-Veur ar Maine e-lec'h ma oa unan eus studierien Christian Philip. Tapet en doa ur vestroniezh war ar Reizh publik e 1976. Bloaz war-lec'h en doa tapet an DEA war ar reizh publik er skol-Veur René Descartes, e Pariz, hag un DEA Skiantoù politik eus ar Fondation nationale des sciences politiques.
Dimeziñ a reas d'an 28 a viz Even 1980 gant Penelope Clarke, a orin kembreat, eus Llanover, e-tal Y Fenni, e Gwent. Pemp bugel o deus : Marie, Charles, Antoine, Édouard hag Arnaud.
Ar politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soñjal a reas e-pad ur mare bezañ kazetenner ha mont a reas d'ober stajoù en AFP e-pad tri bloaz. Choaz a reas bezañ politiker goude bezañ bet tutet gant kannad ar Sarthe, Joël Le Theule evel eiler kannad en 1976. Pa zeuas hemañ da vezañ maodiern, François Fillon a vo eilrener e vinistrerezh. Goude marv Joël Le Theule e oa bet dilennet kannad ha goude se kuzulier departamant e 1981. Dont a rae da vezañ evel-se ar c'hannad yaouankañ eus ar Vodadenn Vroadel. E-pad pell eo bet tost da Philippe Séguin.
Prezidant rannvro Broioù al Liger eo er bloavezhioù 1990. A-enep adunvaniñ Breizh, labour a ra gant prezidant rannvro Breizh Josselin de Rohan evit ma yafe war-raok ar "Grand Ouest", ur rannvro bolitikel brasoc'h eget Breizh e kornog Frañs.
Eus 1993 betek 1995 ez eo maodiern an deskadurezh uhelañ hag eus an imbourc'h er Gouarnamant Balladur. Goude trec'h Jacques Chirac en 2002 e teu da vezañ maodiern an aferioù sokial en daou gentañ Gouarnamant Raffarin (2002-2004) ha trede den a-bouez ar gouarnamant. Kas a ra da benn adreizhadenn bennañ ar gouarnamant-se : hini al leveoù, anvet lezenn pe adreizhadenn Fillon, a gasas betek penn daoust da ziplijadur ar C'hallaoued. Kas a reas ivez un adreizhadenn eus ar 35 eurvezh da benn.
Anvet Maodiern an Deskadurezh Vroadel e miz Meurzh 2004 e voulc'has un adreizhadenn a lakaas da sevel luskadoù enebiezh bras-kenañ e-touez al liseidi en nevezamzer 2005 : kalz liseoù zo gronnet pe dalc'het gant al liseidi. Dilezel a reas neuze lodenn an adreizhadenn a selle ouzh ar vachelouriezh ha lakaat a reas mouezhiañ ar peurrest eus al lezenn.
Goude trec'h an « nann » d'ar referendom diwar-benn skrid-emglev Bonreizhel Europat ha dilez Jean-Pierre Raffarin a heul disoc'h ar vouezhiadeg, n'eo ket bet dalc'het er Gouarnamant Villepin. Fuloret an tamm outañ, e tisklêrias kerkent hag an deiz war-lerc'h en ur pennad eus Le Monde d'an 3 a viz Even 2005 « Ne chomo eñvor ebet eus Chirac, war-bouez ma adreizhadennoù[1] ». Embann a reas e oa a-du gant dilennadenn Nicolas Sarkozy evel prezidant e 2007. Disklêriañ a reas neuze : Graet o deus ac'hanon ar rener eus koulzad Sarkozy[2]
Kemer a reas perzh en un doare oberiant-kenañ e koulzad danvez prezidant an UMP, evel kuzulier politikel.
Anvet e oa Maodiern Kentañ gant Nicolas Sarkozy d'ar 17 Mae 2007,[3], Prezidant ar Republik C'hall dilennet d'ar 6 a viz Mae 2007 ha deut da vezañ prezidant d'ar 16 a viz Mae 2007.
Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall 2017
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet trec'het gant François Fillon en dilennadegoù meur an UMP e voe kannad nemetañ ar strollad da geñver an dillendegoù prezidant 2017. Gwalldapet gant aferioù implijoù faos evit e familh e koll goustadik harp e voterien.
Buhez prevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dik gant ar redadegoù kirri-tan, François Fillon a gemeras perzh e 2003 er 24 heures du Mans Classic asambles gant Henri Pescarolo gant ur Ferrari 250 GTO. Plijout a ra kalz dezhañ an darvmakiezh hag an alpaerezh[4].
Karr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2009 e oa bet savet klemm gant ur Roazhonez a-enep blenier ur c'harr en doa klasket he diskar p'edo war he marc'h-tan war an hent tro-kêr. Da François Fillon e oa ar c'harr, Édouard, ur mab dezhañ, an hini e oa ar blenier hag en devoa graet ur sin-biz hudur dezhi. Nac'het en deus Édouard dic'haouiñ ar vaouez[5].
Biñsaskell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2014 ez eus bet rebechet outañ e veajoù dre viñsaskell[6].
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Les retraites, meurzh 2007, ed. Michalon
- La France en majuscules, gant Olivier Dassault, geñver 2007, ed. Plon
- La France peut supporter la vérité, 2006, ed. Albin Michel
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ « de Chirac on ne se souviendra de rien, sauf de mes réformes »,
- ↑ Le Monde, d'ar 17 a viz Mae 2007.
- ↑ Communiqué eus prezidantiezh ar Republik C'hall diwar-benn anvidigezh ar c'hentañ maodiern.
- ↑ https://web.archive.org/web/20070930023747/http://www.tv5.org/TV5Site/info/doc_popup.php?idrub=1&xml=..%2Fdoc%2Ffillon-portrait-une-pol.xml
- ↑ Mab Fillon n'houl ket paeañ, e Libérennes
- ↑ http://lelab.europe1.fr/Document-Lab-les-allers-retours-a-6500-euros-de-Francois-Fillon-aux-frais-de-l-UMP-15412