Mont d’an endalc’had

Giorgio Napolitano

Eus Wikipedia
Giorgio Napolitano
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhItalia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denGiorgio Napolitano Kemmañ
Anv-bihanGiorgio Kemmañ
Anv-familhNapolitano Kemmañ
Deiziad ganedigezh29 Mez 1925 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNapoli Kemmañ
Deiziad ar marv22 Gwe 2023 Kemmañ
Lec'h ar marvRoma Kemmañ
Deiziad douarañ pe deviñ26 Gwe 2023 Kemmañ
Lec'h douaridigezhProtestant Cemetery, Rome Kemmañ
PriedClio Bittoni Kemmañ
BugelGiulio Napolitano Kemmañ
Yezh vammitalianeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Micherpolitiker, kazetenner Kemmañ
Tachenn labourPolitikerezh, kazetennerezh Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Naples Federico II, L.Clas.Umberto I-Napoli- Kemmañ
Lec'h labourStrossburi, Brusel, Roma Kemmañ
Strollad politikelDemocrats of the Left, Italian Communist Party, Democratic Party of the Left, independent politician Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet2006 Italian presidential election, 2013 Italian presidential election Kemmañ
Relijionirreligion Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Ezel eusAccademia della Crusca Kemmañ
Roll elfennoùQ88821414 Kemmañ

Giorgio Napolitano (Napoli, 29 a viz Mezheven 1925Roma, 22 a viz Gwengolo 2023 a oa ur politiker italian.

Dilennet e voe da gannad e 1953 evit ar wech kentañ, en anv Strollad Komunour Italia da neuze, hag addilennet e voe meur a wech.

Etre 1969 ha 1975, e pledas gant ar sevenadur dreist-holl, en e strollad. En amzer-se e savas, asambles gant Eric Hobsbawm, al levr Intervista sul PCI (embannet e 1975) hag a reas berzh bras er vro hag a voe troet e meur a yezh.

Eus 1989 betek 1992 e oa kannad e Parlamant Europa, ha goude-se e voe dilennet e penn Kambr an Deputeed en Italia. E 1996 e oa ministr an Diabarzh e gouarnamant Romano Prodi. Dont a reas da vezañ kannad en-dro, er strollad Partito Democratico della Sinistra da gentañ ha Democratici di Sinistra goude, anezho strolladoù nevez savet diwar ar strollad komunour kozh. D'an 23 a viz Gwengolo 2005 e voe anvet da senedour.

Dilennet e voe da Brezidant ar Republik d'an 10 a viz Mae 2006, ha stagañ a reas gant e bost nevez d'ar 15 a viz Mae. E 2013, ha pa ne zeued ket a-benn da zilenn ur prezidant nevez, ha war c'houlenn meur a strollad, ar Partito Democratico, Il Popolo della Libertà ha Scelta Civica, ez eas war ar renk en-dro hag addilennet e voe da brezidant. Lezet en doa e blas gant Sergio Mattarella e miz C'hwevrer 2015.

Kentañ Ministred anvet gant Giorgio Napolitano

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]