Mont d’an endalc’had

Johann Wolfgang von Goethe

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Goethe)
Johann Wolfgang von Goethe
Johann Wolfgang von Goethe
Ganedigezh 28 a viz Eost 1749
e Frankfurt
Marv 22 a viz Meurzh 1832
e Weimar
Yezh skrivañ alamaneg
Luskad lennegel romantelezh, Sturm und Drang, klaselezh Weimar
Oberennoù pennañ
  • Faust
  • Die Leiden des jungen Werthers
  • Die Wahlverwandtschaften

Sinadur


Johann Wolfgang von Goethe (28 a viz Eost 1749 e Frankfurt - 22 a viz Meurzh 1832 e Weimar) a oa ur skrivagner alaman. E oberenn bennañ Faust a vez gwelet evel unan eus pennoberennoù lennegezh ar bed. Ouzhpenn e labour evel skrivagner ez eo brudet ivez dre ma oa dedennet gant meur a dra : an tresañ, an optik hag ar vevoniezh.

Wartburg mit Mönch und Nonne, Un dresadenn eus kastell Wartburg, savet gant Goethe d'ar 14 a viz Kerzu 1807

Etre 1765 ha 1768 ez eas da studiañ ar gwir e skol-veur Leipzig. Goude-se e kendalc'has gant studioù e skol-veur Strasbourg (1770-1771). E 1772 e voe breutaer e lez-varn an impalaerezh e Wetzlar. Er memes koulz en doe un istor karantez gant Charlotte Buff, ar pezh a roas mennozhioù dezhañ pa skrivas Die Leiden des jungen Werthers. E 1773 e tistroas da Frankfurt, hag e skrivas Götz von Berlichingen. E 1774 e lakaas embann Die Leiden des jungen Werthers. E miz Du 1776 en em stalias e Weimar. An dugez Anna Amalia a c'houlennas gantañ ober war-dro he mab. Ouzhpenn bezañ kuzulier e voe Goethe ur seurt ministr eno. Eno ivez e teskas an douarouriezh hag ar vaenoniezh. Adalek 1782 e reas war-dro arc'hant ar stad. D'an 3 a viz Gwengolo 1786 ez eas kuit dre guzh eus Carlsbad (Karlovy Vary hiziv an deiz, er Republik Tchek) war-du Italia. Eno e chomas betek 1788. Er bloavezh-se e tistroas da Weimar, hag e voe lakaet da vinistr. E 1794 e kejas gant Schiller. En em anavezout a raent abaoe 1788. Diwar o mignoniezh e tiwanas al luskad anvet klaselezh Weimar. Rener c'hoariva Weimar e voe etre 1791 ha 1817.

Goethe ha Schiller, delwenn e Weimar

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù Goethe