Mont d’an endalc’had

Greunenn (unanenn)

Eus Wikipedia
Ur voestad kartouchennoù .22 Long Rifle produet gant ar merk RWS. Pouez ar boledoù zo skrivet warni e greun (40 gr) hag e gramoù (2,6 g).

Ar c'hreunenn a zo un unanenn gozh evit muzuliañ ur mas pe un hirder.

Er reizhad avoirdupois implijet er Rouantelezh-Unanet hag e Stadoù-Unanet Amerika e talv ur c'hreunenn kement hag 1/437,5 oñs, da lavaret eo war-dro 64,79 miligram er reizhad unanennoù etrebroadel. Implijet e vez ar greunennoù e bed an armoù-tan evit termeniñ ar mas poultr a lakaer en un douilhez, pe mas ur boled, hag e bed ar gwaregañ.