Iliz Sant Pêr (Gwiglann)
Neuz
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Iliz Sant-Pêr Gwiglann he deus un tour uhel-tre hag ivez rannoù all dedennus :
- ar porched Su (1615) gant e biñsin dour benniget ;
- ar penn-chantele war patrom familh Beaumanoir ;
- sternioù aoter sant Sebastian hag ar Rozera ;
- ar gador-brezeg, yaouank a-walc’h met kaer-meurbet.
War unan eus an teir c’hloc’h e lenner kement-mañ :
«l'an 1767, Mathurin Hiacinthe AUTHEUIL, Promoteur General du Leon, Recteur de Guiclan, Hervé L'HERROU, parein, Marie POULIQUEN mareine, Louis et Jean Jacob m'ont fait»
« er bloaz 1767, Mathurin Hiacinthe AUTHEUIL, Vikel-vras Bro-Leon, Person Gwiglann, Herve L’HERROU, paeron, Mari Pouliquen, maeronez, Loeiz ha Yann Jacob o deus ma fardet »