Iliz ar C'hemennadur
Iliz ar C'hemennadur zo ur santual e Nazared savet gant ar frañsiskaned etre 1960 ha 1969 e plas an hini vihan savet e 1730. Houmañ he doa kemeret plas iliz vras ar Groazidi, bet distrujet gand ar sultan Baibars e 1263.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar furchadennoù o deus lakaet war-wel mougev ar c'hemennadur. En amzer Jezuz, Nazaret a oa ur geriadennig eus ar menez, gant un ugent ti bennak, pep ti o kaout mougevioù dindanañ, a servije evel grignolioù (kalatrez), gant skalieroù da ziskenn enno[1].
Dindan iliz vizantat ar 5vet kantvet ez eus bet kavet maen gant un indu gwenn engravet "graffiti" warnañ, da skouer "XE MAPYA" (Ave Maria, Me ho salud Mari)[2].
Skrivañ a ra Job an Irien :
« O veza m'eo bet distrujet ti ar Werhez Vari araog ar 5ed kantved, ne jom ganeom nemed lodenn guz kêr Nazared : mougev ar c'hemennadur, pisin "mên font" iliz sant Jozef ha feunteun ar gêriadenn e iliz sant Gabriel. Bez' emaom dirag mister Mab Doue en em c'hreet den en eur geriadennig a netra »[3]
.
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Bazilikenn ar C'hemennadur
-
Diouzh noz
-
Plaen ar santual
-
Talbenn e stumm un A, evel Ave Maria
-
Marelligoù er c'hloastr
-
Mougev ar C'hemennadur e-barzh an iliz danzouar
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 18.
- ↑ Archaeology Museum of Nazareth : Graffiti
- ↑ Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, 1998, p. 18.