Mont d’an endalc’had

Julius Evola

Eus Wikipedia
Julius Evola e-pad ar bloavezhioù 1940

Giulio Cesare Andrea Evola, pe Julius Evola, ganet d'an 19 a viz Mae 1898 ha marvet d'an 11 a viz Even 1974, a oa ur prederour ag an tu dehoù pellañ, ur barzh, ul livour, hag un ezoterour italian. Difenn a rae an talvoudegezhioù brientinel, gourevel, hengounel hag harozel. Goude an Eil brezel-bed hag e ereoù gant an Trede Reich e oa anavezet evel penn an tu-dehoù milourel en Italia.

Evola a voe ganet e Roma. Evel ofiser artilherezh e stourmas er brezel-bed kentañ, ha kemer a reas perzh el luskad Dada en ur livañ pa oa yaouank. O soñjal en em lazhañ e oa betek bout lennet un destenn voudaat. Er bloavezhioù ugent e voe dedennet gant an okult, skrivañ a reas war an ezoteregezh hag ar gevrinelezh, o tiorren e zoktrin levezonet gant Novalis anvet "dercʼhelouriezh hud".

Evola a soñje e oa mab-den o vevañ er C'hali Yuga, un oadvezh teñval leun a c'hoantoù danvezel. Da stourmiñ a-enep an oadvezh-se e vrudas menozhioù enepkevatalour, enepfrankizour, enepdemokratel, hag eneppoblel. Evola a stourmas a-enep mennozhioù ar gristeniezh hag an iliz katolik. Selloù enepyuzev ha gouennelour a oa gantañ.

Evola a zifenne al Leggi razziali, ha deuet eo da vout gwelet evel ur "prederour ag ar ouenn". Hervezañ e-unan e labouras ivez evit ar Sicherheitsdienst, pe SD, ur skourr ag an SS en NSDAP. Tec'hout a reas davet Alamagn e 1943 pa gouezhas ar renad faskour italian, a-raok distroiñ da Roma pa oa gouarnamant Salò o ren, da sevel ur strollad a zehoù-radikal. Pa oa Julius o chom e Vienna, e 1945, e voe seizet gant un obuz rusian ha koll a reas an implij eus e zivhar.

Goude ar brezel e veze gwelet evel dercʼhelour an tu-dehoù radikal italian. Hiriv e levezon c'hoazh al luskadoù nevez-faskour.[1]

  1. Goodrick-Clarke, Nicholas (2003). Black Sun: Aryan Cults, Esoteric Nazism, and the Politics of Identity. New York University Press. 52–71 p. ISBN 978-0-8147-3155-0. 

Patrom:DEFAYLTOSRT:Evola, Julius