Mont d’an endalc’had

Kab Glas

Eus Wikipedia
Evit ar beg-douar war an douar bras, gwelet Gourenez ar C'hab Glas

''República de Cabo Verde''
Republik Kab Glas
Banniel Kab Glas Skoed-ardamez Kab Glas
Banniel Skoed-ardamez
Kan broadel: Cântico da Liberdade
Lec'hiadur Kab Glas
Lec'hiadur Kab Glas
Kêr-benn
(ha kêr vrasañ)
Praia


14°55′N 23°31′E

Yezh(où) ofisiel Portugaleg
Gouarnamant Republik
 - Prezidant José Maria Neves
 - Ministr Kentañ Ulisses Correia e Silva
Gorread
 - Hollad 4,033 km² (172)
 - Dour (%) dister
Poblañs
 - istimadur 2020 550.000 ()
 - Stankter 136/km² (79)
PDK (PGP) 2008 (istimadur)
 - Hollad $1.750 milliard[1] ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]])
 - Keidenn $3,475 ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]])
FDD  (207) 0.736 (kreiz) (102)
Moneiz Escudo Kab Glas (CVE)
Gwerzhid-eur (UTC-1)
-1
Kod kenrouedad .cv
Kod pellgomz +45
238

Kab Glas, pe Republik ar C'hab Glas (portugaleg: Cabo Verde ha República de Cabo Verde[2]) zo un enezeg hag ur stad er Meurvor Atlantel en inizi er-maez da aod Gourenez ar C'hab Glas, e Bro-Senegal, en Afrika. Didud e oa an inizi betek 1456, pa zeuas da vezañ un drevadenn eus Portugal. Ur stad dizalc'h a voe savet e 1975.

Dont a ra anv ar vro eus Gourenez ar C'hab Glas, a-dal dezhi, war douar-bras Afrika, nemet honnezh a zo e Republik Senegal.

Erruet e oa an drevadennerien bortugalek kentañ e Santiago e 1462. Diazezañ a reas Ribeira Grande (Cidade Velha, hiziv), ar gêr europeat kentañ en ur vro drovanel[3]. Int eo a anvas an inizi Cabo Verde, anv ar c'hab nesañ war aod Senegal[4]. Pinvidik-mor e oa an enezeg e-pad ar XVIvet kantved abalamour da genwerzh ar sklaved[3]. Argaset e veze, gwechoù 'zo, gant morlaeron ha preizhet e oa bet gant Sir Francis Drake e 1585[3]. Goude un argad gall ez eas ar gêr war digresk hag erlerc'hiet e voe gant Praia a yeas da gêr-benn e 1770[3].

Rannoù melestradurel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannet eo ar C'hab Glas etre 22 gumun (concelhos).

  1. Cape Verde. International Monetary Fund. Kavet : 2008-10-09.
  2. «República de Cabo Verde», an anv ofisiel, a zo, ger-ha-ger, Republik Kab Glas e brezhoneg. Ma vije Republik ar C'hab Glas e portugaleg e vije « República do Cabo Verde ».
  3. 3,0 3,1 3,2 ha3,3 Cape Verde background note. U.S. Department of State (July 2008).
  4. Lobban, p. 4.