Kalevala
Kalevala (da lavarout eo "Bro gKaleva" e finneg) a zo ur meurgan finnek, dastumet an danvez anezhañ e-touez ar bobl e Finland ha Karelia en XIXvet kantved gant Elias Lönnrot. Lakaet eo da veurgan broadel Finland, hag ar pezh pennañ eus lennegezh ar vro. Ur perzh bras en deus bet en emskiant vroadel an dud, ken e tegasas an dizalc'hiezh diouzh Rusia e 1917. E 1835 e oa bet embannet an doare kentañ. Un eil doare, an hini a gaver bremañ, a oa bet embannet e 1849 gant 22 795 gwerzenn, rannet e 50 kan. Danvez an oberenn a zo diazezet war mitologiezh ha folklor pobl ar Finned.
Keñveriet eo bet gant Barzaz Breiz[1], abalamour d'al levezon o deus bet an daou levr war ar vrogarouriezh e Breizh hag e Finland. Hogen bras a-walc'h eo an disheñvelderioù: n'eus nemet finneg e levr Kalevala, ha diazezet eo war henvojennoù.
Un dastumad eo ar C'halevala : danevelloù, kontadennoù, mojennoù, istorioù harozel ha meurganoù, an darn vuiañ anezho dizalc'h an eil re diouzh ar re all.
Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Väinämöinen, tudenn bennañ ar meurgan, a zo ur strobineller hag ur c'haner gouest da seniñ kantele (ur benveg hengounel gant kordennoù krouet gantañ). Ilmatar e vamm eo doueez an aer ha mamm an dour. Lemminkäinen, un haroz all, a zo ur brezelour. Ar gov Ilmarinen an hini eo a c'hovel ar Sampo - un wikefre souezhus ha burzhudus, ur seurt milin puilhder - evit Louhi, penn-renerez ar vro enebour Pohjola (Bro an Hanternoz). Louhi he deus prometet e rofe he merc'h d'an hini a vo gouest d'ober ar Sampo. An emgann evit ar Sampo a zistro a-hed ar C’halevala gwech ha gwech all.
C'hwec'h kan eus ar C'halevala Nevez a gont ivez istor reuzus ur bugel kreñv-spontus, Kullervo. Ne oant ket e-barzh ar c’hentañ Kalevala embannet e 1835.
- Marjatta, tudenn nevez e diwezh ar C'halevala, a denn d’ar Werc'hez Vari.
Ouzhpenn troioù-kaer an harozed, e kaver e-barzh ar C'halevala pennadouigoù diwar-benn reolennoù-kenvevañ ar priedoù, labour an houarn, breserezh ar bier...
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rann kentañ Väinämöinen (kan 1-10)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kan 1
Ar c'haner a grog o tisplegañ penaos en deus desket danvez e veurgan. Goulenn a ra digant an dud tro-dro dezhañ
daoust ha digoret vo arc'h ar pozioù,
dibrennet boest ar marvailhoù,
dibunet penn ar bolotenn
ha diskoulmet ar c'hosad neud
Aukaisen sanaisen arkun, virsilippahan viritän,
kerittelen pään kerältä, suorin solmun sommelolta
Da c'houde e teu mojenn ganedigezh ar bed. Ilmatar, plac'h an aer, a zeu da vezañ dougerez digant avel ar reter. Mamm an dour (ar mor ?) a vo graet anezhi. An oabl, an douar, an heol, al loar, ar stered hag ar c'houmoul a zo krouet diwar vioù dozveet gant un houadez war he fenn-glin. Goude-se e krog Ilmatar da stummañ ar bed, an traezhennoù, ar reier, an aberioù ha kement tra brav a zo er bed. A-hed kanvedoù e chom dougerez, betek ganedigezh he mab Väinämöinen.
- Kan 2
Väinämöinen a c'halv Sampsa Pellervoinen da hadañ gwez ar c'hoadoù. An dervenn a gresk ken uhel ma kuzh an heol hag al loar gant he brankoù hag he delioù, ha ma harz red ar c'houmoul. Diouzh ar mor e teu un den gwisket gant arem, ur vouc'hal arem gantañ en e zorn. Diskar a ra an dervenn ramzel ha lakaat a ra an heol hag al loar da barañ adarre. Graet ur varradeg gantañ, e had heiz Väinämöinen. E-kreiz an digoadenn e lez un wezenn-vezv en he sav evit al laboused. Väinämöinen a gan evit ar goukoug : « Kan, koukoug, da vintin, da noz ha da greisteiz ivez. Kan 'ta evit ma vo dous an amzer din, degemerus va c'hoadoù, bleunius va aodoù ha stank an edeier em farkeier. »
Kuku illoin, kuku aamuin, kerran keskipäivälläki
ihanoiksi ilmojani, mieluiksi mestsiäni
rahaisiksi rantojani, viljaisiksi vieriäni
- Kan 3
Anvet eo an haroz Vaka Vanha Väinämöinen (Väinämöinen kozh ha kreñv) ha brudet eo evit e furnez hag e ganaouennoù. Joukahainen, leun a warizi outañ, a ginnig dezhañ un emgann dre gan ha dre furnez. Mont a ra ar maout gant Väinämöinen. Prometiñ a ra Joukahainen reiñ e c'hoar Aino da bried da Väinämöinen. N'eo ket plijet Aino gant ar c'heloù-se met he mamm a sav a-du, ken brudet eo Väinämöinen.
- Kan 4
Nac'h a ra Aino dimeziñ gant Väinämöinen. Redek a ra kuit betek an aod ha beuziñ a ra er mor. Ur c'had a gas ar c'heloù d'he mamm. Diwar he daeroù e teu stêrioù, inizi bihan, gwez. Teir c'houkoug a gan marvnad Aino.
- Kan 5
Väinämöinen a glask Aino war ar mor. Tapout a ra ur pesk. Aino eo ar pesk, hag e ra goap dioutañ. Mont a ra en-dro d'ar mor. Digalonekaet eo Väinämöinen. Ilmatar a lavar dezhañ mont betek Pohjola evit ma kavo ur wreg.
- Kan 6
War e varc'h burzhudus e kemer Väinämöinen hent Pohjola. Joukahainen, fuloret, a fell dezhañ veñjiñ e c'hoar. C'hoant en deus lazhañ Väinämöinen. Bannañ a ra ur bir ouzh marc'h hemañ. Kouezañ a ra Väinämöinen er mor ha setu eñ kaset gant an tonnoù. Hirisset eo mamm Joukahainen gant ar pezh en deus graet he mab.
- Kan 7
Un erer a zegas Väinämöinen betek Pohjola. Hiraezh d’e vro a laka anezhañ da ouelañ. Touiñ a ra Louhi dezhañ en do boued da zebriñ, unan eus he merc'hed da bried hag an aotre da zistreiñ d'e vro... En eskemm e ranko reiñ ur Sampo dezhi. Prometiñ a ra Väinämöinen e c’houlenno digant ar gov Ilmarinen krouiñ ar Sampo. Neuze e lavar Louhi e vo roet he merc'h d'an hini a zeuio a-benn da c'hoveliañ ar Sampo. Aotreañ a ra Väinämöinen da zistreiñ d'e vro.
- Kan 8
War an hent e kej Väinämöinen gant ur plac'h koant eus Pohjola. Goulenn a ra diganti dimeziñ gantañ. Amprouennoù a ro ar plac'h dezhañ e-giz sevel ur vag diwar dammoù koad eus he c'hegel dorret. En em lakaat a ra Väinämöinen da labourat met gloazet eo gant e vouc'hal. Diwadañ a ra kalz. A-benn ar fin e kav un den kozh prest da skoazellañ anezhañ.
- Kan 9
Kanañ a ra Väinämöinen breoù hud orin an houarn d'an den kozh. Dre o c'hanañ e teu a-benn da bareañ e c’hloazadenn.
- Kan 10
Distro er gêr, e ped Väinämöinen Ilmarinen da vont da Bohjola da c’hoveliañ ar Sampo ha da zimeziñ gant merc'h Louhi. Nac'hañ a ra Ilmarinen ar c'hinnig. Kaset eo memestra da Bohjola dre strobinelloù Väinämöinen. Louhi a zegemer anezhañ mat hag a-benn ar fin e c’hovel-eñ ar Sampo ; ennañ teir milin, unan da valañ greun, an eil holen hag an teirvet arc'hant. Louhi a guzh ar Sampo e-kreiz ur run garrezek difennet gant nav fotailh. Ober a ra Ilmarinen al lez da verc'h Louhi met nac'het eo ganti hag ez a en-dro d'e vro.
Eil rann Väinämöinen (kan 16-18)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kan 16
Sevel ur vag a fell da Väinämöinen. Sampsa Pellervoinen a zibab ur wezenn derv dezhañ. Ne zeu ket a-benn Väinämöinen da sevel ar vag dre ma vank breoù hud dezhañ. Ret neuze dezhañ mont betek Tuonela, bro ar marv, evit kavout anezho. Ur wech erru e Tuonela, e vir ar marv outañ da vont kuit. Troet en un naer gant e strobinell e teu a-benn d’en em silañ a-dreuz rouedoù pesketañ betek stêr Tuonela.
- Kan 17
Klask a ra Väinämöinen ar breoù hud c'hoazh. Lâret a reer dezhañ mont e-barzh kof Antero Vipunen, ur ramz fur, marv abaoe pell ha astennet dindañ ur mell bern gwez. Ur wech e-barzh e sav Väinämöinen ur c'hovel ha en em laka da labourat kement ma tihun Vipunen. Ar ramz a gan dezhañ e holl gevrinoù hud hag e c’hell Väinämöinen mont er-maez dre beg Vipunen. Dont a ra a-benn da sevel e vag.
- Kan 18
Merdeiñ a ra Väinämöinen betek Pohjola evit ober al lez da verc'h Louhi, an hini a oa bet prometet dija da Ilmarinen dre m'en doa graet ar Sampo. A-bell e wel c'hoar Ilmarinen Väinämöinen o veajiñ war ar mor hag ez a da gas ar c'heloù d'he breur. Ilmarinen a ya war roudoù Väinämöinen. Erru an daou e Pohjola e ra Väinämöinen e c’houlenn-dimeziñ. Met ar plac’h a zibab Ilmarinen.
Trede rann Väinämöinen (kan 39-44)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kan 39
Dont a ra ur soñj e penn Väinämöinen : laerañ ar Sampo digant tud Pohjola. Kavout a ra Ur c’hleze e govell Ilmarinen hag ur vag. Ar vag-se a glemm d’he flanedenn dre ma n'eo ket bet o verdeiñ abaoe pell. Väinämöinen a gas ar vag betek an aod. Dre e ganaouennoù galloudus e leugn anezhi gant tud. Ilmarinen a roeñv, Väinämöinen ouzh ar stur e hast buan ar vag. Ouzhpenn e pedont Lemminkäinen a oa o sellet eus an aod.
- Kan 40
A-drugarez da garmoù-hud Lemminkäinen, ez a ar vag didrubuilh dre froudoù dañjerus. A-benn neubeut e stag ar vag ouzh ur mell garreg. N'eo ket ur garreg met ur mell pesk begeg. Väinämöinen a dap anezhañ, he boazh hag he zebr neuze. Implij a ra Väinämöinen javeg ar begeg evit sevel ar c'hantele kentañ, great e gordennoù diwar reun marc'h spazhet Hiisi (ur droukspered). Väinämöinen hepken a zo gouest da seniñ ar c'hantele.
- Kan 41Väinämöinen a son ar c'hantele. Laouen ken-ken eo an holl voudoù bev. Al loened, al laboused ha speredoù an natur a dosta da selaou outañ. Gouelañ a reont holl, ha Väinämöinen ivez. Redek a ra e zaeroù d’ar mor. An houadez a ya da gerc'hat anezho. Treiñ a reont da berlezennoù.
Levrlennadur brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- “Kalevala, Kan XXXVII”, troid. gant Jakez Konan, Al Liamm, niv.229, 1985, p.112.
- J.L. Perret (troid. Olier ar Mogn), “Kalevala Lönnrot”, Al Liamm, niv.229, 1985, p.100.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kalevala et Barzaz-Breiz : performances écrites et folklore international, Gaela Keryell, Cahiers de Littérature Orale, 2004 N° 56, pp. 149-174