Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Kanol Naoned-Brest

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ar ganol eus Brest da Naoned, e brezhoneg gwir. (Implijer dizanv)

Mat e vefe displegañ abalamour da betra n'eo ket mat Kanol Naoned-Brest (a gaver da skouer war gartenn Breizh Ofis ar Brezhoneg) pa vez cheñchet an titl evel-se. Ha n'heller ket lavaret "Hent Kemper-Brest" eta? ret eo ober bepred gant Hent eus Kemper da Vrest? Ha perak ez eus bet graet gant Kanol Il ha Renk ha neket gant ar Ganol a ya eus an Il d'ar Renk pe Kanol eus an Il d'ar Renk? Ha divadezet e vo ivez an droienn Brezel 39-45 evit ober gant ar brezel eus 1939 da 1945?--Trec'hlid mitonet 18 Gou 2010 da 08:14 (UTC)[respont]
Mat e vije paouez da lakaat dibaboù an Ofis da zibaboù santeloc'h eget re ar geriadurioù ha yezhadurioù, ha kaout soñj emaomp en un holloueziadur. Pep hini a c'hall lavarout evel ma kar, el lec'h ma kar, gant neb a gar. Met en un holloueziadur eo mat klask bezañ difazi: Pelec'h emañ ar fazi e-barzh Kanol eus Naoned da Vrest? Ne welan ket. E-barzh Kanol Naoned -Brest ne welan ket brezhoneg mat. Evit ar pennadoù all meneget n'eo ket amañ emañ al lec'h da gaozeaml anezho, met:
  • Kanol an Il hag ar Renk eo ar stumm reishañ hervezon, ha Kanol Il ha Renk ne glot ket gant yezhadur ar brezhoneg. Bremañ, lakaat un anv e brezhoneg yac'h n'eo ket divadeziñ.
  • Brezel 39-45 zo sur-mat brezhoneg yac'h da dud zo, me 'gav gwelloc'h hag holloueziadureloc'h Eil brezel-bed evel amañ. Gortozomp alioù all. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 10:27 (UTC)[respont]
Ne'z peus ket respontet da c'houlenn ebet, na prouet netra. N'eo ket un doare da lakaat un holloueziadur da vont war-raok.--Trec'hlid mitonet 18 Gou 2010 da 19:06 (UTC)[respont]
Adlakaat a ran an doare kentañ eus an titl a ziskouez bezañ reizh ken ne'z eo. Gwelomp ar pezh a lavar an arbennigourien. Herve Bihan, kelenner skol-veur, en e dezenn doktorelezh diwar-benn steranvadurezh Breizh (arbennikoc'h n'eus ket) a ra pajenn 492 gant Kanol Naoned-Brest ("Alies, tro-dro da Gerne uhel hon eus kevet kanol gourel da envel Kanol Naoned-Brest"). Kavet e vez ivez "Kanol Naoned-Brest" en ur geriadur dave evel hini an Here (p.676a). Hag evel m'en deus respontet ar cheñcher titl war boent ebet eus ma goulennoù na displeget petra oa fazius en titl ec'h adlakaan an titl evel ma oa da gentañ.--Trec'hlid mitonet 18 Gou 2010 da 19:57 (UTC)[respont]

Reolennoù ar brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]
D'am soñj em boa respontet da bep poent.
Ar ganol eus Brest da Naoned zo reizh hervez ar yezhadur, ken reizh hag an hent eus Perroz da Lannuon, keta? Neuze eo holloueziadurel: lavaret e vez, ha reizh eo. Ma n'eo ket, ne gavi ket diaes da brouiñ. Gortozomp da zisplegadenn eta.
Kanol Naoned-Brest ? Evel Iliz Lambaol-Gwitalmeze? Anavezet eo Lambaol-Gwitalmeze, Naoned-Brest n'eo ket. Met ma'z eo ken reizh an anv Kanol Naoned-Brest ha ma lavarez ne gavi ket diaes da brouiñ ivez.
Kanol Il-ha-Renk n'eo ket bet "klevet alies tro-dro da Gerne-Uhel" gant den ebet, neuze n'eo nemet un ijinadenn dizanv savet en ur burev bennak.
N'eo ket trawalc'h gwelout ger nag anv moulet, e skrid pe gartenn, skridoù an Ofis pe re all, evit ma vijent reizh en desped da reolennoù ar yezhadur.
Brezhoneg mat a c'haller gortoz gwelout en un holloueziadur.
Ma vez ret ober ul listenn eus an traoù iskis a'r seurt-se, ha klask ar fazioù pe dislavaroù en embannadurioù zo, e vo fentus. Ha kriz.
Div skouer nemetken:
  • E Geriadur an Here, kement-mañ: Silañ ar yod dre lost he hiviz: na sellet tamm ouzh ouzh an dispignoù. Ar c'hontrol eo.
  • E paperioù an Ofis: an droienn da live, implijet stank, poent zo bet, evel amañ: memes tra e chomer kalz ivez d’al live sikour ar c’hevredigezhioù. Bianchi-Bihan 18 Gou 2010 da 20:25 (UTC)[respont]

Urzh ar gerioù

[kemmañ ar vammenn]

E brezhoneg, evel e galleg, e lakaer peurliesañ ar ger hirañ er fin evit ma vo kempouez : pebr hag holen, propr ha kempenn, yac'h ha dibistig... --86.214.3.215 21 Gou 2010 da 07:49 (UTC)[respont]

... kriz ha kalet, mat hag echu, ... Met un enepskouerig bennak a c'hallfed kaout marteze: joaus ha gae, ... Bianchi-Bihan 21 Gou 2010 da 08:40 (UTC)[respont]