Kelc'h bras
Neuz
E geometriezh e vez graet kelc'h bras eus ar c'helc'hioù treset war-c'horre ur sferenn, hag a zo dezho ar memes diametr hag hi. Gallout a reer termenañ ar c'helc'hioù bras en un doare kendalvoudek evel kelc'hioù treset war-c'horre ar sferenn hag a zo dezho ar memes kreizenn hag hi ; pe c'hoazh, evel an etreskejadur etre ur sferenn hag ur plaen a dremen dre greizenn ar sferenn-se ; pe evel kelc'hioù treset war ar sferenn dezho an hirder brasañ.
Mar patromer ar voul-douar gant ur sferenn e vo ur c'helc'h bras eus ar c'heheder. En un doare hollek ez eo rannet ar sferennoù e div hanter-sferenn gevatal gant kement kelc'h bras a ve treset warno.