Mont d’an endalc’had

Lemovices

Eus Wikipedia
Kartenn eus Galia hag he fobloù

Al Lemovices a oa unan eus pobloù Galia, diazezet er pezh zo bremañ Bro-Lemojez. Durotincon pe Durotincum e oa o c’hêr-benn, war a seblant, en eil kantved kent J.K. (Sent Gençan hiziv). Ur wech bet aloubet ar vro gant ar Romaned e oa Augustoritum o c’hêr-benn, hag a zo deuet da vezañ Lemojez.

En-dro dezho e oa ar pobloù-mañ : Arverni er reter, Bituriges en hanternoz, Pictones er gwalarn, Santones er c’hornôg ha Petrocorii er c'hreisteiz.

Meneg anezho a ra Julius Caesar e-touez ar pobloù a oa savet a-du gant emsavadeg Verkingetorix[1] er bloavezh 52 kent JK. Kas a rejont 10000 den da zifenn Alesia.

Pinvidik e oa douaroù o bro : mengleuzioù aour a oa enno ha korvoet e vezent. Kenwerzhourien akuit e oant ivez.

Dont a rafe an anv Lemovices eus ar gerioù lemo « evlec'h, oulm » ha vices « trec’hourien », ha talvezout a rafe neuze kement ha « trec’hourien gant an evlec’h », abalamour ma oa graet o goafioù gant koad evlec’h[2].

Diwar an anv Lemovices e teu anv Lemojez, anv ur gêr (Lemotges/Limoges) hag ur vro (Lemosin/Limousin).

  1. Julius Caesar, Commentarii de Bello Gallico, levrenn VI, 44
  2. Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Éditions Errance, Paris, 2003, p. 199, ha Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Éditions Errance, Paris, 1997, p. 35.