Levr Ruz Hergest
Neuz
Levr Ruz Hergest, pe Llyfr Coch Hergest hervez ar c'hembraeg, zo un dornskrid krenngembraek, skrivet war-dro 1350 hervez lod, etre 1382-1410 gouez da lod all, hag unan eus div vammenn ar Mabinogi. Komz-plaen koulz ha barzhoniezh zo ennañ.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra anv an dornskrid eus liv ar c'hein anezhañ, e lêr ruz, hag eus Plas Hergest, e Herefordshire a oa e Marz Kembre gwechall gozh. Miret eo en Oxford, el Levraoueg vodleian, evit ar Jesus College (Oxford) (MS 111). Profet e oa bet gant Thomas Wilkins en 1701. Unan eus an dornskriverien e vije bet Hywel Fychan fab Hywel Goch eus Buellt. Gouzout a reer en doa labouret evit Hopcyn ap Tomas ab Einion (war-dro 1330 - goude 1403) eus Ynysforgan, Abertawe, ha marteze eo evit hennezh e oa an dornskrid.
Danvez an dornskrid
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ystorya Dared
- Historia Regum Brittaniae (Brut Jafrez Menoe)
- Brut y Tywysogion
- Ystorya de Carolo Magno hag istorioù all diwar-benn Karl Veur
- Delw y Byd
- Chwedlau Saith Ddoethion Rhufain
- Breuddwyd Rhonabwy
- Un dibab eus an Drioedd
- Pedair Cainc y Mabinogi
- Ystorya Bown o Hamtwn
- Skridoù Meddygon Myddfai, a vije bet skrivet gant Rhiwallon Feddyg, gourdad ul lignez mezeion a zo padet 500 vloaz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Red book of Hergest. In Meic Stephens (Ed.) (1998), The new companion to the literature of Wales. Cardiff : University of Wales Press, (ISBN 0-7083-1383-3).
- Parry, Thomas (1955), A history of Welsh literature. Troet e saozneg gant H. Idris Bell. Oxford : Clarendon Press.