Levr Yoel
Levr Yoel (Joel e troidigezh Gwilh ar C'hoad, 1897) a gaver er Bibl Hebraek e lodenn ar Brofeded e-touez an Daouzek profed "bihan". Ul levr berr eo (pp 207-211 troidigezh An Tour-Tan).
Setu penaos e kinnig Job Lec'hvien ha Pêr ar Gall al levr :
"Div lodenn a c'heller ober e levr Yoel : Da gentañ e tanevell ar profed ar reuz bras graet gant ar c'harveged a vefe marteze gwalennañ enebourien oc'h aloubiñ ar vro, evel ma veze graet dorifored eus enebourien all en hon amzer ; hag e c'halv Yoel e genvroiz d'ar binijenn, da fregañ o c'halonoù ha nann o dilhad ha da zistreiñ davet an Aotroù, rak — ha setu an eil lodenn — emañ Doue en e drugar o vont da argas an hanternoziad a wallgas ar vro ; adsevel a ray anezhi ha skuilhañ e Spered war bep den. Dont a ra Devezh an Aotroù, a welo kastiz an enebourien ha bleuñvidigezh Yehouda : an Aotroù en devo an trec'h. Ar pevare pennad, o tanevellañ ar varnadeg-veur e traoñienn Yehoshafat, en deus un doare apokalipsek skeudennus-tre anavezet-mat dre an "Dies Irae" ergentaou en oferennoù an Anaon."[1]
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 3, p206