Mont d’an endalc’had

Liger

Eus Wikipedia
Liger

Al Liger en Orleañs
Statud stêr
Hirder 1012 km
Uhelder an eienenn 1408 m
Kas keitat 850 m³/s
Gorread an diazad 117 000 km²
Bro(ioù) douret Banniel Okitania Okitania, Bro-C'hall Bro-C'hall
ha Breizh
Diazad stêrioù
?
En em daol e Meurvor Atlantel
(e Sant-Nazer)
Ledander er genoù ?
Andon Menez Gerbier de Jonc
Adstêrioù ?

Red al Liger

Al Liger (pe al Loer; Loire e galleg, Léger ha Leir en okitaneg, Lêre en Arpitaneg) eo stêr hirañ Bro-C'hall (ouzhpenn 1000 km hed). Goleiñ a ra e ziazad doureier 117.000 km², muioc'h eget 20% eus Frañs. Da roll ar Glad bedel e voe lakaet red kreiz traoñienn al Liger gant an UNESCO e 2002. Dont a ra tre al Liger e Breizh e Runonn (Liger-Atlantel) a-raok en em deurel er meurvor Atlantel e Sant-Nazer.

Eus al latin Liger e teu anv al Liger e brezhoneg hag e galleg, met galianek eo orin ar ger. Eus ar galianeg liga "fank" e teu. Ar ger-mañ eo en-doa roet "lie" (lec'hidenn) e galleg ha lees e saozneg.

Graet e vez Loer, Loar[1] pe c'hoazh Rivier Naoned ha Rivier an Naoned[2] deus ar stêr-se e brezhoneg ivez.

Hervez klaskourien zo e rede al Liger war-du an norzh gwechall hag e-barzh ar Saena en em daole goude bezañ bet o tiruilhal e traoñienn ar stêr Loing. Un darvoud douaroniel en defe e zistroet war-du ar c'hornôg.

E biz ar menezioù Cevenas en Okitania emañ andon al Liger, er menez Gerbier de Joc, e kumun Sainte-Eulalie, e departamant an Ardèche, 1 408 m a-us da live ar mor. Redek a ra war-du an hanternoz a-dreuz Roanne ha Nevers betek Orleañs ha neuze war-du ar c'hornôg betek Breizh, m'en em daol er Meurvor Atlantel etre Sant-Nazer ha Sant-Brewenn. Echuiñ a ra an aber a-live gant Pont Sant-Nazer[3]. An darn vuiañ eus e zoureier a zo re stêrioù ar riblenn gleiz o treuziñ an Tolzennad Kreiz, ur sistem menezioù bras m'eo dizintrus o douaroù ken e tiruilh buan dourioù ar glaveier ken ez eus bet liñvadegoù spontus e 1856, 1866 ha 1910. Chaoserioù uhel ha ledan, graet e douar hag hentoù bras warno, a red war he div riblenn eus Orleañs betek Saumur evit diwall an draoñienn eus ar gwalleurioù-se. War ar riblenn zehoù el lodenn diwezhañ ez eus adstêrioù o treuziñ Tolzennad Arvorig m'eo dizintrus-kenañ e zouaroù ivez.

N'eus ket nemeur a stankelloù war al Liger hag e zoureier bras a c'hell bezañ abeg da liñvadegoù c'hoazh.

Un hent bras war an dour ha war zouar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al Liger e Sant-Nazer
Al Liger e Bleaz

Un hent bageerezh pouezus e oa al Liger gwechall met n'eo mui bageüs nemet en e c'henoù betek Naoned. Ar bigi (gabaroù, futro)a yae war al Liger a oa plaen ar strad anezho, warno ur wern vras pleg-dibleg da dremen dindan ar pontoù. Red direizh ar stêr a lakae ar bageerezh diaes hag alies e veze ret sachañ ar bigi.
Koulskoude e veze ar stêr ur moiaen aes a-walc'h evit treuziñ kreiz Bro-C'hall ha kas ha degas marc'hadourezh war-zu pe eus porzhioù ar Mor Atlantel. Dre hentoù war zouar pe war an dour e tremene gwin, ed, holen ha kement marc'hadourezh da gas en ur doare aes a-walc'h pa veze falloc'h an hentoù all. Un hent evit an alouberien e oa ivez ha setu perak e klaske duged Breizh kontrolliñ anezhañ dre gêr mogeriet Naoned o c'hêr-benn ha dre ar c'hastelloù tro-war-dro (Ankiniz, Champtoceaux, Klison).

Betek 1991 ez ae eoullistri betek Bouchemaine, e-kichen Añje, met paouezet eo an tremen-se.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. "Loer" war al lec'hienn devri.bzh
  2. "rivier; II. Appellatifs; B. (4) Rivier-Naoned" war al lec'hienn devri.bzh
  3. (fr) Géocatalogue