Lugan
Ul lugan zo ur youc'h brezel, ha n'eo ket ur c'han. Graet e vez ar ger-se ivez, ha dreist pep tra, eus ar frazennoù a vez savet, pe goveliet, da lakaat e penn an dud, dezho da gompren ur wirionez ofisiel bennak, da grediñ enni, pe da zerc'hel soñj anezhi.
Implijet e vez al luganoù er politikerezh, er relijion hag er c'henwerzh, da gendrec'hiñ an dud. Ul lugan mat eta a zo ur seurt diskan berr, aes da gompren, da gounaat, ha da adlavarout. Tennañ a ra a-wechoù d'ur c'hrennlavar, pa c'hoari gant ar c'hlotennoù.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra ar ger lugan war un dro eus ar ger saoznek "slogan", a deu eus ar ger gouezelek (eus Skos) sluagh-ghairm (distaget ['slʊə-x'erəm]), hag eus ar ger gouezelek-se, diwar veskañ kan ha garm.
Luganoù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Luganoù breizhat ha brezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er XXvetkantved :
- Ar brezhoneg hag ar feiz a zo breur ha c'hoar e Breizh, lugan an aozadur katolik ha breizhek Bleun Brug.
- Bretagne colonie. Lugan UDB er bloavezhioù 1960-70.
- Fañch Broudig ganeomp. Dre fent, er manifestadegoù evit ar brezhoneg.
- Gwelloc'h ar vuhez gant ar sosialisted. Lugan ar PS gall e brezhoneg e 1980-81.
- Un arched da bep archer. Lugan a c'hall bezañ komprenet pe evel ur galv d'ar muntr, pe evel ur soñjezon diwar-benn gwir pep hini da gaout pevar flanken.
- Pep tra e brezhoneg.
Er XXIvet kantved :
- Ni ho savo Breizh, lugan Strollad Breizh diwar ur varzhoneg gant Xavier Grall.
- Naoned e Breizh.
- Hep brezhoneg, Breizh ebet !
Luganoù gall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Algérie-française - lugan gall war-dro 1960.
- CRS, SS. E 1968.
- Halte à la répression, Pas de Chirac en prison. Lugan dre fent.
- Liberté, Égalité, Fraternité . Skrivet war savadurioù ofisiel gall, skolioù dreist-holl.
- Travail, Famille, Patrie. Lugan ar Stad c'hall en amzer Pétain.
- Je suis Charlie, e manifestadegoù e miz Genver 2015.
Luganoù politikel e dilennadegoù SUA
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaes e vez kavout politikerezh enne a-wechoù.
- A Chicken in Every Pot. A car in every garage. — Lugan Herbert Hoover e 1928.
- I like Ike - Lugan evit Dwight D. Eisenhower (lesanvet Ike) e 1952.
- Keep Cool and Keep Coolidge — Lugan Calvin Coolidge e 1924.
- Yes we can - Lugan Barack Obama e 2008.
Luganoù politikel all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Better dead than red — lugan enepkomunour, a veze lakaet aes war an tu gin en Alamagn ar brezel yen : Better red than dead
- Ein Volk, ein Reich, ein Führer ("Ur bobl, ur vro, ur rener" — Lugan nazi. A zo bet adimplijet da zeskrivañ stad yezhoù Bro-C'hall Ein Volk, ein Reich, eine Sprache ("ur bobl, ur vro, ur yezh")
- Arbeit macht frei. Lugan ouzh talbenn ar c'hampoù-bac'h nazi.
- ¡El pueblo unido jamás será vencido!. Unan eus luganoù brudetañ ar bed spagnolek, deuet da vezañ ur ganaouenn brudet-mat gant ar strollad Quilapayún. E brezhoneg : Ar bobl unanet, biken ne vo trec'het.
- No pasarán ("ne dremenint ket"). Ul lugan spagnolek all, brudet da vare Brezel diabarzh Spagn.
- ETA Herria zurekin. ("ETA, ar bobl zo ganit"). Lugan en Euskadi war-dro 1980.
- Hasta la victoria siempre. Unan eus luganoù Che Guevara.
- Los Borbones a los tiburones (ar Vouboned d'ar rinkined). Lugan eneproueelour spagnol.
- Tredan hag ar Soviedoù. Lugan Lenin, war an diwezhadoù.
- Make love not war — enep brezel Viet Nam, ha pep brezel all.
- One man, one vote (un den, ur vouezh), lugan implijet er SUA, e Norzhiwerzhon hag a nevesoc'h zo e Suafrika a-enep an Apartheid hag evit ingalded etre an dud wenn hag an dud du.
Luganoù relijiel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel luganoù e oa ar c'hatekiz desket dre an eñvor, e stumm goulennoù ha respontoù, evel ma vez desket ar C'horan e skolioù islamek Pakistan pe Londrez, pe ar varksouriezh e skolioù Kuba.
E Breizh e veze distreset ar c'hatekiz dre fent: -C'hwi zo kristen? -Ya peogwir n'on ket ur c'hi bihan. Ar respont mat a oa, evel-just, peogwir on bet badezet.
Desket e vez, hiriv c'hoazh, an taolennoù lieskementiñ er skolioù war don goulennoù ha respontoù ar c'hatekiz kozh.
Setu un nebeud luganoù relijiel:
- Doue ha Breizh.
- Meur eo Allah.
- In God We Trust, ger-stur SUA.
Luganoù kenwerzhel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Coca-Cola refresca mejor. Luganoù Coca-Cola zo bet lakaet en holl yezhoù, ma c'haller krediñ ne eve ket an dud a-raok an ijinadenn-se.
- Guinness is good for you.
- Du pain, du vin, et du Boursin. Evit gwerzhañ fourmaj, met efedusoc'h e oa marteze evit gwerzhañ gwin.
- More Doctors Smoke Camels than any other Cigarette (muioc'h a vedisined a vutun C... eget n'eus forzh pe tore sigaretennoù all).
- Omo est là la saleté s'en va (Omo zo en ti, ha kuit al loustoni). Da werzhañ ur soavon da gannañ.
Peurvuiañ e vezont disoñjet pa baouezont da vorodiñ ar pennoù, met garanet int en empennoù, evel al luganoù all, ha seul yaouankoc'h an empenn seul donoc'h ar merk.
Luganoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e vez binvioù ar propaganda, hag al luganoù en o zouez, da levezoniñ emzalc'h an dud, ha dreist-holl evit ar yec'hed, pe enep ar vezventi, evel gant al luganioù-mañ:
- Boire ou conduire, il faut choisir (Evañ pe bleniañ, ret eo dibab an eil pe egile)
- An apple a day keeps the doctor away (Un aval bemdez a zalc'h ar medisin a-bell)
- Drink a pint of milk a day (Evit ur pintad laezh bemdez)
- An tamm hag al lomm / a zalc'h an den en e blom