Maddalena di Pierfrancesco de' Medici
Neuz
Maddalena di Piefrancesco de' Medici (Firenze, war-dro 1523 – Roma, 14 a viz Ebrel 1583) a oa merc'h da Pierfrancesco de' Medici ha Maria Soderini.
Mervel a reas he zad e 1525, pa ne oa nemet 2 vloaz, ha savet e voe gant he mamm ha kerent all er villa del Trebbio. C'hoar e oa da Lorenzino de' Medici ha Giuliano, da Laudomia (war-dro 1510 - 1558), Lorenzino (1514-1548), lesanvet Lorenzaccio ha muntrer an dug Alessandro de' Medici, ha da Giuliano (1520 - 1588), holl koshoc'h egeti.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- da gentañ da Alamanno Salviati, met intañveziñ a reas buan, ha repu a gavas gant he c'hoar e kouent Santa Maria degli Angeli e Firenze. Goude d'he breurLorenzaccio muntrañ an dug Alessandro de' Medici e tec'has da gêr Bolognaha goude da Venezia.
- Addimeziñ a reas da Roberto Strozzi, mab da Filippo Strozzi, ha mont a rejont da gentañ da Vro-C'hall da chom, ha da Roma goude .
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eizh bugel he doe, seizh anezho merc'hed:
- Clarice (m. 1581), a zimezas da Cristoforo Savelli
- Luigia (m. 1548).
- Alfonsina, plac'h a enor gant Caterina de' Medici, dimezet da Scipione
- Caterina, a zimezas da Carlo Fausto Orsini e 1571
- Giulia, a zimezas da Muzio Frangipani
- Innocenza, leanez
- Cornelia, leanez
- ur breur, Leone, a zimezas da Sofonisba Savelli.
He marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a eure d'ar 14 a viz Ebrel 1583 ha beziet e voe en iliz Santa Maria Maggiore.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marcello Vannucci, Le donne di casa Medici, Newton Compton Editori, Roma 1999, ristampato nel 2006 ISBN 8854105260