Mont d’an endalc’had

Isabel de Borbón-Parma

Eus Wikipedia
Maria Isabella di Borbone-Parma, poltredet gant Jean-Marc Nattier.

Isabella di Borbone-Parma, pe Isabella Maria Luisa Antonietta Ferdinanda Giuseppina Saveria Domenica Giovanna (en italianeg), pe Isabel de Borbón-Parma (e spagnoleg), ganet e Madrid e 1741, e palez ar Buen Retiro, ha marvet e Vienna e 1763, da 22 vloaz, a oa un infantez spagnol.

Maria Isabella en bugel, gant Jean-Marc Nattier.
Maria Isabella di Borbone-Parma hag he mamm, gant Nattier

Merc'h e oa d'an Infant spagnol Felipe (1720-1765), hag a zeuas da vezañ Dug Parma, ha d'e bried Elesbed Bro-C'hall (1727-1759). He zad a oa mab da Felipe V, roue Spagn, ha da Elisabetta Farnese. He mamm a oa merc'h henañ ar roue gall Loeiz XV hag e bried Maria Leszcyniska, ha dimezet e oa bet d'he 12 vloaz gant un eontr dezhi, dre abegoù politikel, ha ne oa ket plijet-kaer e lez Spagn, ma oa strishoc'h ar reolennoù ha spered an dud eget e lez he zad e Versailhez, ha ponner e kave yev he zad-kaer hag he mamm-gaer. Pevarzek vloaz e oa ar vamm yaouank pa c'hanas Maria Isabella. Biken ne deujont a-benn d'en em glevout ervat. Kement-se a levezonas tro-spered ar plac'hig a oa test d'an darempredoù fall etre he zud.

E 1742 ez eas kuit he zad da vrezeliñ da Italia. Hag e-pad dek vloaz e voe ar bugel nemetañ. E 1748, goude feur-emglev Aachen, eo e teuas he zad da vezañ Dug Parma evel Filippo Iañ Parma, ha da Barma neuze ez eas an dug nevez da chom, e-touez e dri c'hant mil a sujidi. Seizh vloaz e oa e verc'h chomet e Spagn.

E miz Genver ha Here 1749 ez eas da-heul he mamm, an dugez nevez, da lez ar roue gall, he zad-kozh Loeiz XV, e Versailhez, da drugarekaat anezhañ eus e skoazell hag eus e arc'hant, ha d'ober div chomadenn a verkas anezhi don. Brav e voe an degemer d'ar plac'hig 7 vloaz, a blijo kenañ d'ar roue ha d'e diegezh koulz ha d'e lez. Klask a reas an Dugez, lesanvet neuze « Madame Infante », chom e Versailhez pellañ ma c'hallas, da lakaat poltrediñ he merc'h gant al livour Nattier. N'erruas e Parma nemet e dibenn 1749.

E Parma eo e kejas gant he zad evit ar wech kentañ. Eno eo e krogas Isabella da seniñ violoñs, ha da lenn levrioù doueoniezh evel re Jacques Bénigne Bossuet ha John Law.

Hir e kave an Dugez hec'h amzer e Parma gant he fried. Goude roet daou vugel dezhañ e klevas en C'hwevrer 1752 e oa marvet he c'hoar gevell Madame Henriette. Ha hi lakaat en he fenn mont da Versailhez en Gwengolo, evit pediñ war bez he c'hoar, emezi. En taol-mañ e chomas tost da vloaz e Versailhez, ha darempredoù mat a skoulmas gant serc'h he zad, Markizez Pompadour, evit brasañ dipit he breur daofin, he mamm hag he c'hoarezed de ses sœurs.

Distreiñ a reas da Barma e dibenn 1753. Ur veaj all a reas c'hoazh da Versailhez en 1757, da goulz ar Brezel Seizh Vloaz. Ur briñselezh welloc'h he dije karet evit he fried, ha tostoc'h da Versailhez, evel Dugelezh Luxemburg.


E 1758 e oa 17 vloaz pa voe prometet d'an Arc'hdug Joseph Aostria, an danvez Impalaer Santel, mab d'an impalaerez Maria Theresia. Dre hanterouriezh e voe lidet an dimeziñ d'ar 7 a viz Gwengolo e Padova.

Mervel a reas he mamm, Dugez Parma, gant ar vrec'h e 1759, da 32 vloaz. Beziet e voe gant he c'hoar en Abati Saint-Denis.

Diwar neuze e kavas da Isabella e varvje yaouank ivez.

E 1760 e voe dimezet Maria Isabella da vat, ha hi 18 vloaz, d'an Arc'hdug Joseph Aostria, an danvez Impalaer Santel. Prestik goude e voe kaset da Aostria. D'ar 6 a viz Here 1760, e voe lidet an eured. E barr al levenez e oa Joseph, ha sot e oa gant e wreg. Hi avat a gouezhas ar velkoni warni.

E lez Vienna

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Donedigezh Maria Isabella di Borbone-Parma e Kastell Schönbrunn, gant Martin van Meytens.
Joseph II (1741–1790).

E lez Vienna e taremprede he c'hoar-gaer Maria Christina, Dugez Sachsen-Teschen, muioc'h eget he fried. Krediñ a reer e voe un darempred lesbian romantel etre an div vaouez yaouank. Ken alies e vezent a-gevret ma oant bet lesanvet Orfeüs hag Euridike : troet e oant gant ar sonerezh o-div met karantez wirion a oa etreze ivez. Bemdez e skrivent lizheroù hir an eil d'eben ma tisplegent o santadoù. En he lizheroù e tiskulie Maria Christina he natur sichant, Isabella avat ne oa ket douget d'al levenez, ha sorc'hennet e oa gant ar marv.

N'eus bet miret nemet lizheroù Isabella, re Maria Christina zo bet distrujet goude he marv.

Evel gwreg ar priñs pennhêr e ouie Isabella e oa he dlead genel ur mab yac'h. Daoust da se he devoa rukun ouzh he fried, ouzh an embarañ, hag ouzh bezañ dougerez. Joseph, rok ha dizesk, ne oa ket evit teurel evezh ouzh enkrez e wreg na kompren enni (lakaomp en dije taolet evezh). D'an 20 a viz Meurzh 20 1762, goude nav miz er gwashañ anken, prest da goll he spered, e c'hanas Isabella ur verc'h hag a voe anvet Maria Theresia, evel mamm-gaer Maria Isabella. E-pad c'hwec'h sizhun e chomas war he gwele goude ar gwilioud. E miz Eost 1762 e reas ur golladenn, hag e miz Genver 1763 adarre, ma voe gwashaet d'he foan-spered. Krog e oa he spered da dreiñ ha kollet he devoa ar c'hoant da vevañ.

Div verc'h he doe:

  • Maria Theresia (1762-1770), marvet da 8 vloaz.
  • Christine (22 a viz Du 1763, e Vienna), ne vevas ket.

E 1763 e klañvas Isabella gant ar vrec'h hag e c'hanas ur verc'h, Christina, tri miz douget, d'an 22 a viz Du 1763, met mervel a reas ar c'hrouadur un nebeud eurioù goude bout ganet. Eizhtez goude e varvas Isabella e kastell Schönbrunn.