Mont d’an endalc’had

Mary Mallon

Eus Wikipedia
Mary Mallon
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Stadoù-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMary Mallon Kemmañ
Anv-bihanMary Kemmañ
Anv-familhMallon Kemmañ
Deiziad ganedigezh23 Gwe 1869 Kemmañ
Lec'h ganedigezhCookstown Kemmañ
Deiziad ar marv11 Du 1938 Kemmañ
Lec'h ar marvNorth Brother Island Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvTanijenn skevent Kemmañ
Lec'h douaridigezhSaint Raymond's Cemetery Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micherkeginer Kemmañ
Subject has rolebacteria carrier Kemmañ

Arabat eo droukveskañ gant Molly Malone.


Mary Mallon (kleiz) en un ospital (1907)

Mary Mallon (An Chorr Chríochach, 23 a viz Gwengolo 1869New York, 11 a viz Du 1938), anavet dindan al lesanv Typhoid Mary, a oa ur geginerez stadunanat a orin iwerzhonat a zo bet an den kentañ bet kavet en SUA o tougen ar vakterienn Salmonella typhi hep bout klañv gant an derzhienn difoid.

Soñjal a reer e kontammas etre 51 ha 122 zen, tri anezho o vervel diwar ar c'hleñved ; 50 den zo marvet hep na c'hellfed prouiñ e oa Mary Mallon e oa ar pennabeg d'o zremenvan[1].

Div wezh e voe lakaet en dispell gant ar pennadurezhioù, an eil gwezh betek diwezh he buhez peogwir e talc'he da labourat evel keginerez ha da lakaat tud en arvar. Tost da 30 vloaz a dremenas en dispell kent mervel[2],[3]

Mary Mallon a oa bet ganet e 1869 e An Chorr Chríochach, e Kontelezh Tír Eoghain, Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon. Marteze e voe ganet gant an tifoid, pa oa klañv he mamm gant an derzhienn-se p'edo o tougen[4],[5].

E 1884 pa oa oadet a 15 vloaz, e tivroas da SUA[4], ma vevas gant he moereb hag he eontr e-pad ur pennad en ur labourat evel servijourez kent mont da geginerez evit pinvidien.

Adalek 1900, pa oa oadet a 21 bloaz, betek 1907 e labouras Mary Mallon evel keginerez e New York evit eizh tiegezh ; seizh anezo a bakas an tifoid[6]. N'he devoa ket labouret e-pad pemzektez e 1900 ma klañvaas tud. E 1901, e Manhattan, e klañvaas an dud a zebre meuzioù bet fardet ganti. Goude-se ec'h eas Mary Mallon da geginañ evit ur gwiraour ; seizh den diwar an eizh a oa en tiegezh a glañvaas[7].

E miz Mezheven 1904 e labouras evit ur gwiraour all, ma klañvaas peder matezh diwar seizh, a veve en un ti a oa distag diouzh hini o implijer. Diouzhtu pa voe anat e oa klañv an dud ec'h eas Mary Mallon kuit hag e kavas labour e ti ur pinvidig all, an enporzhier gwinoù George A. Kessler ; div sizhun diwezhatoc'h e klañvaas ar gannerez, a voe kaset d'un ospital ma voe kavet he devoa tapet an tifoid, an degouezh kentañ goude gwerso – ar mezeg a reas war he zro a zisklêrias e oa ar gannerez orin d'an derzhienn, hep degas nep prouenn ; berramzer goude e varvas ar vaouez[8].

E miz Eost 1906 e stagas Mary Mallon da labourat e ti ur banker[9] ; pa feurmas an tiegezh un ti war an aod ec'h eas Mary da heul : etre ar 27 a viz Eost hag an 3 a viz Gwengolo, 6 ezel eus an tiegezh diwar 11 a glañvaas gant an derzhienn difoidel. Perc'henn an ti, o c'houzout e vefe diaes e feurmiñ en-dro mard oa an tifoid ennañ, a c'hopras meur a zen, dizalc'h an eil re diouzh ar re all, evit furchal al lec'h ha kavout mammenn ar c'hontammadur ; dielfennet e voe an dour en tuellennoù, er c'hogoù, er prevezioù hag er veol-vrutug, hogen ne gavjont roud ebet eus Salmonella typhi.

Enklask

Unan eus an enklaskerien, George Soper e anv (1870-1948), a gendalc'has da furchal, c'hoant gantañ da c'houzout perak e veze barradoù tifoid e tiegezhioù pinvidik er c'horn-bro, padal e c'hoarvez pa vez lous an endro peurliesañ. Kavout a reas e oa bet ur geginerez a Iwerzhon e kement lec'h ma oa tarzhet an derzhienn. Deskrivet e oa bet ar vaouez dezhañ, hogen dic'houest e voe d'he c'havout rak kuitaat al lec'h a rae-hi bewezh ma klañvae tud, hep lezel chomlec'h nevez ebet[10]. Pan erruas an tifoid en un tiegezh ma varvas ur plac'h ha ma voe degemeret div vatezh en un ospital e kavas G. Soper edo Mary Mallon o labourat en ti-se.

Atersiñ ar geginerez a eure ar mezeg, ha hervezañ e c'hellje ar barradoù tifoid dont eus ar meuzioù a veze fardet ganti. Fuloret-ruz e voe Mary Mallon : kunujenniñ an doktor Soper a reas, ha pa c'houlennas ar mezeg ur standilhon eus ar boued e voe gourdrouzet gant ur gontell-zrailhañ[10]. E-tal ker kreñv un nac'hadenn e tivizas ar mezeg dastum kement ditour a gavfe a-zivout labourioù ar geginerez, ken e kavas e oa bet an tifoid e seizh tiegezh diwar an eizh ma oa bet an Iwerzhonadez o keginañ[11].

A-gevret gant ur mezeg all e tistroas George Soper da c'houlenn digant Mary Mallon fiziout ennañ standilhonoù eus he zroazh hag eus he c'haoc'h evit ma vefent dielfennet. Nac'h arre a eure ar geginerez, war zigarez m'edo an tifoid e pep lec'h ha ma oa an dour hag ar boued pennabeg d'ar barradoù. Ne lavare ket gaou penn-da-benn, pa ne ouie ket ar vezeien e vefe eus dougerien yac'h[8],[12].

Dispell kentañ (1907-1910)
Skritell diwar-benn "Typhoid Mary" (1909)

Kas keloù d'an New York City Health Department (NYCHD ; Servij ar Yec'hed e kêr New York) a reas an doktor Soper ; pa verzas skiantourien eno e veze Mary Mallon o tougen an tifoid e lakajont al lezenn e pleustr : harzet e voe ar geginerez peogwir e oa ur gourdrouz da yec'hed annezidi kêr. Dre nerzh e voe kaset d'un ospital gant pemp poliser hag an doktor Sara Josephine Baker (1873-1945), a oa e karg da yec'hed foran kêr New York, hini an enbroidi pergen. En ospital e voe rediet Mary Mallon da reiñ standilhonoù. E-pad pevar devezh e voe berzet dezhi sevel a-ziwar he gwele da vont e-unan d'ar prevezioù[13] ; an niver bras-kenañ a vakteri en he c'haoc'h a ziskouezas e oa kontammet he c'hellenn vestl. Pa voe aterset adarre ec'h anzavas ar geginerez gwalc'hiñ he daouarn nemet dibaot a wezh, ar pezh a oa boutin d'ar mare ; bez' e oa kalz skiantourien ha ne grede ket dezho e teufe kleñvedoù diwar bakteri[14],[10].

D'an 19 a viz Meurzh 1907 e voe lakaet Mary Mallon en dispell e New York. Standilhonoù a roe teir gwezh ar sizhun, kontammet an holl ; pa ginnigas ar pennadurezhioù ma vefe lamet he c'hellenn vestl e nac'has ar geginerez, na grede ket e vefe o tougen an tifoid, pa oa yac'h-pesk — hag arvarus e oa an oberatadenn d'ar mare-se, marvet e oa tud. Ouzhpenn se, mennet e oa da genderc'hel da geginañ evit pinvidien rak gopret mat e veze, ha n'he devoa annez ebet dezhi, atav e veze en arvar da gouezhañ er baourentez.

Goude ur pennad gant G. Soper diwar he fenn embannet er Journal of the American Medical Association d'ar 15 a viz Mezheven 1907 e voe brudet Mary Mallon dindan al lesanv Typhoid Mary, bet goveliet gant ar c'hazetenner George Francis O'Neill en New York American ; Mary Mallon a skrivas dezhañ evit displegañ he savboent[15] Pegañ a eure al lesanv, betek bout moullet en ur sturlevr a-zivout an tifoid[16].

George Soper a yeas da welet Mary Mallon e-kerzh m'edo en dispell, da lavaret dezhi e skrivfe ul levr diwar he degouezh hag e rofe dezhi ul lodenn eus ar gounidoù[17]. Nac'hañ krenn a eure ar geginerez, na oa ket evit gouzañ al lesanv.

Lod mezeien a savas a-enep he dispell, o lavaret e veze kastizet ar paourkaezh maouez padal e vije bet trawalc'h he c'henteliañ a-zivout he stad hag he gounit da walc'hiñ he daouarn evit na gontammiñ an dud all[18]

Un diwaskadenn nervel a skoas Mary Mallon goude bout bet harzet ha kaset d'an ospital. E 1909 e savas klemm enep New York Health Department, hogen diarbennet e voe gant Lez-varn Uhelañ New York d'an 30 a viz Mezheven[19].

Klemm a rae ivez a-zivout bout "lakaet da razh-Indez", rak rediet e veze da reiñ standilhonoù, berzet e veze dezhi gwelet ur mezeg a rafe war-dro he daoulagad, ha roet e veze dezhi louzeier a oa dañjerus evit he lounezhi[15],[20],[21].

Biskoazh ne anzavas Mary Mallon e oa un dougerez yac'h anezhi. Dont a reas a-benn da lakaat kas standilhonoù d'ul labourva a oa dizalc'h diouzh NYCHD, ha ne voe kavet tifoid ebet enno[22] ; etre miz Meurzh 1907 ha miz Mezheven 1909, tost da 25% eus an dielfennoù en ospital ma oa dalc'het a voe hep ar bakteri[23]. Goude bout bet en dispell e-pad daou vloaz hag unnek miz e voe divizet lezel Mary Mallon en he frankiz — gant ma paouezfe da labourat evel keginerez ha ma strivfe evit na kontammiñ den pe zen. D'an 19 a viz C'hwevrer 1910 ec'h asantas ar geginerez [24]. Divac'het e voe neuze[25].

Terriñ he ger a eure Mary Mallon avat. Tost da bemp bloaz a voe ret da George Soper evit he c'havout en-dro[26].

Eil dispell (1915-1938)

Pa voe lakaet en he frankiz e 1909 e kavas Mary Mallon labour evel kannerez, a veze gopret 50% nebeutoc'h eget evit keginañ. C'hoarvezout a reas ma voe gloazet ur vrec'h dezhi ha binimet e voe ar gouli, pezh a viras outi a labourat e-pad c'hwec'h miz[27]. Goude bloavezhioù diaes ec'h adstagas gant ar c'heginañ dindan anvioù faos evel "Breshof" pe "Brown". Dre ma veze anavet e metoù pinvidien New York ne c'helle keginañ nemet e pretioù, letioù ha tinelloù. Hogos e pep lec'h ma labouras e voe tud klañv gant an derzhienn difoidel[28] Dre ma kave alies ar geginerez ul labour nevez ne c'helle ket G. Soper he c'havout[10].

Er bloaz 1915 e krogas Mary Mallon da labourat en un un ospital evit ar maouezed e New York. Dizale e voe kontammet 25 den, ha 2 a varvas gant an tifoid. Ur mezeg a c'halvas George Soper evit sikour gant an enklask ; hennezh a anavas Mary Mallon diwar an deskrivadur graet gant ar servijourien, ha dre he skritur ivez[29],[27].

Kemer an tec'h a eure ar geginerez, hogen harzet e voe gant ar polis e-kerzh m'edo o tegas boued d'un den[10][26] hag adlakaet e voe en dispell d'ar 27 a viz Meurzh 1915[26][27].

Nebeut a dra a ouzer a-zivout an eil dispell, ma chomas Mary Mallon e-pad tremen 23 bloaz en un ti bihan bet prestet dezhi gant NYCHD. E 1918, pa oa oadet a 49 bloaz, e voe aotreet da dremen un devezh e kêr a vare da vare. Er bloaz 1925, ar vezegez a orin rus Alexandra Plavska (1897-1974) a zeuas da labourat en ospital, ma savas ul labourva ha ma kinnigas labour d'ar geginerez : gwalc'hiñ boutailhoù, prientiñ dafar evit ar vezeien, enrollañ ditouroù[30],[31].

Betek he zremenvan e chomas Mary Mallon en dispell ar wezh-mañ. En tiig e chomas betek ma c'houzañvas un taol-kalon e 1932, d'an oad a 63 bloaz. Goude-se e voe miret en ospital hep gallout mont er-maez[1]. Biken ne beurbareas diwar an taol-kalon, pa chomas seizet an hanter eus he c'horf[32], met diwar skeventfo e varvas c'hwec'h vloaz war-lerc'h, d'an 11 a viz Du 1938, d'an oad a 69 bloaz.

Devet e voe he c'horf, hag al ludu a voe douaret e bered kozh Saint-Raymond e karter ar Bronx[33][34].

Pa redas ar brud ma vije bet ur c'horfskejadur kent an obidoù ha ma vije bet kavet Salmonella typhi e kellenn vestl "Typhoid Mary"[1],[10] e skrivas G. Soper ne oa bet korfskejadur ebet ; lod klaskerien a lavaras e oa un irienn evit sioulaat tud New York goude marv an Iwerzhonadez[35],[1].

Ur skritell o c'houzaviñ enep emzalc'h "Typhoid Mary"

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Degouezh Mary Malllon e voe an hini kentañ ma voe kavet un den o tougen abeg ur c'hleñved hep bout klañv. Emeur c'hoazh o tabutal a-zivout reizhded an dispell[36],[37]. Pa varvas e 1938 e oa bet kavet tremen 400 den all e New York o tougen an tifoid hep bout klañv, hogen hini ebet anezho ne voe lakaet en dispell dre nerzh, ar pezh a savas goulennoù a-zivout emzalc'h NCYHD e-keñver Mary Mallon[1]. Dougerien yac'h an tifoid all a oa bet kavet er-maez eus New York a-raok 1925 : un Italian hag en devije kontammet tremen 100 den (5 anezho marvet), un den all lesanvet Typhoid John hag en devije kontammet 36 den (2 anezho marvet), hag ur pober hag a zalc'he ur preti.[38].

Ne oa ket gwall efedus c'hoazh ar vezegiezh a-fed yec'hedouriezh da vare Mary Mallon : ne oa bevastaler ebet enep ar c'hontamm, hag arvarus e oa lemel ur gellenn vestl. Lod arbennigourien a lavar hiziv e c'hall Salmonella typhi paotaat er bouzelloù pe er felc'h[39],[40].

Ha reizh ha ret e oa herzel Mary Mallon hag he lakaat en dispell e-pad bloavezhioù ?

  • Ya, rak dre ma klañvae kalz tud el lec'hioù ma laboure e ouie ervat Mary Mallon e oa-hi ar pennabeg d'ar c'hontammadur, ha dre ma ne oa bevastaler ebet e varve un 10% bennak eus ar glañvidi ; neuze e c'heller he lakaat da vuntrerez an dud-se, ha reizh e oa he herzel hag he bac'hañ[41].
  • Ne oa ket, pa ne ouie ket Mary Mallon e touge ar bakteri Salmonella typhi ; ne veze ket klañv, yac'h e oa he neuz. Den ne ouie diwar-benn dougerien yac'h d'ar mare-se, hag ar geginerez a gontamme tud hep gouzout dezhi, arabat e oa neuze he herzel hag he bac'hañ betek he marv[41].

Ar c'hentañ den anavet o tougen an tifoid hep gouzout dezhi e oa Mary Mallon, neuze ne ouie ket gwall vat ar pennadurezhioù petra ober ganti. A-drugarez dezhi avat e c'hallas ar skiantourien kavout degouezhioù all. A-hent-all e krogjod da glask gouzout termeniñ ur vevenn etre dizalc'hiezh an den-mañ-den er gevredigezh hag e atebegezh e-keñver an hentez er gevredigezh-se[42].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Adler, Richard & Mara, Elise. Typhoid Fever: A History. Jedferson (North Carolina) : McFarland, 2016 (ISBN 978-1-4766-2209-5)
  • (en) Alexander, Caitlind L.. Typhoid Mary: The Story of Mary Mallon. Broken Arrow (Oklahoma) : Smashword, 2011 (ISBN 978-1-4661-3050-0)
  • (en) Campbell Bartoletti, Susan. Terrible Typhoid Mary: A True Story of the Deadliest Cook in America. Boston : Houghton Mifflin Harcourt, 2015 [[ISBN|978-0-544-31367-5}}
  • (en) Hoppe, Trevor. Punishing Disease – HIV and the Criminalization of Sickness. Berkeley : University of California Press, 2017 [[ISBN|978-0-520-96530-0}}
  • (en) Kenny, Kevin. The American Irish: A History. London : Routledge, 2014 (ISBN 978-1-317-88916-8)
  • (en) Leavitt, Judith. 'Typhoid Mary: Villain or Victim?, 12/10/2004 @ Public Broadcasting Service. Kavet : 07 Mae 24.
  • (en) Marineli, Filia & al. : Mary Mallon (1869-1938) and the history of typhoid fever. In : Annals of Gastroenterology, levrenn 26, niv. 2, 2013 pp. 132-134;. Kavet : 07 Mae 24.
  • (en) Satin, Morton. Death in the Pot – The Impact of Food Poisoning on History. New York : Prometheus Books, 2007 (ISBN 978-1-61592-224-6)
  • (en) Soper, George A.. The Curious Career of Typhoid Mary. In : Bulletin of the New York Academy of Medicine, levrenn 15, niv. 10, Here 1939, pp. 698-712. Kavet : 07 Mae 24.
  • (en) Walzer Leavitt, Judith. Typhoid Mary – Captive to the Public's Health. New York : Putnam Publishing, 1996 (ISBN 978-0-8070-2102-6)
  • (en) Walzer Leavitt, Judith & Numbers, Ronald L.. Sickness and Health in America – Readings in the History of Medicine and Public Health. Madison : University of Wisconsin Press, 1997 (ISBN 978-0-299-15320-5)
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 Marineli & al., 2013.
  2. (en) Tomes, Nancy. The Gospel of Germs – Men, Women, and the Microbe in American Life. Cambridge : Harvard University Press, 1999 (ISBN 978-0-674-35708-2)
  3. (en) Bourdain, Anthony. Typhoid Mary – An Urban Historical. New York : Bloomsbury, 2010 (ISBN 978-1-60819-518-3)
  4. 4,0 ha4,1 Waltzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 14.
  5. Adler & Mara, 2016, pp. 137-145.
  6. Waltzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 16.
  7. Alder & Maria, 2016, pp. 140-141.
  8. 8,0 ha8,1 Alder & Maria, 2016, p. 137.
  9. Campbell Bartoletti, 2015, p. 180.
  10. 10,0 10,1 10,2 10,3 10,4 ha10,5 (en) 'Who was Typhoid Mary? @ The Straight Dope. Kavet : 07 Mae 24.
  11. Satin, 2007, p. 169.
  12. Soper, 1939, pp. 704-705.
  13. Alexander, 2011.
  14. Adler & Mara, 2016, p. 143.
  15. 15,0 ha15,1 (en) 'The Most Dangerous Woman in America / In Her Own Words'. Kavet : 07 Mae 24.
  16. Satin, 2007, p. 171.
  17. Soper, 1939, p. 709.
  18. Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 560.
  19. (en) 'Topics in Chronicling America - Typhoid Mary'. Kavet : 07 Mae 24.
  20. Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 561.
  21. Adler & Mara, 2016, pp. 143–145.
  22. Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 560.
  23. Alewander, 2004.
  24. Soper, 1939, pp. 708-710.
  25. Adler & Mara, 2016, pp. 143–145.
  26. 26,0 26,1 ha26,2 (en) 'The Case of the Unsuspected Murderer @ Illinois State Board of Education. Kavet : 07 Mae 24.
  27. 27,0 27,1 ha27,2 Leavitt, 2004.
  28. Soper, 1939, pp. 708–710.
  29. Soper, 1939, pp. 708–710.
  30. Walzer Leavitt, 1996, p. 195.
  31. Campbell Bartoletti, 2015, p. 141.
  32. Campbell Bartoletti, 2015, p. 143.
  33. Satin, 2009, p. 174.
  34. (en) 'Find A Grave'. Kavet : 07 Mae 24.
  35. Soper, 1939, p. 712.
  36. Walzer Leavitt, 1996, p. 14.
  37. Walzer Leavitt & Numbers, 1997, p. 559.
  38. (en) 'Epidemiology, Meurzh 2001. Kavet : 07 Mae 24.
  39. (en) Singer, Emily. 'The Strange Case of Typhoid Mary @ QuantaMagazine, 31/08/2016. Kavet : 07 Mae 24.
  40. (en) Goldman, Bruce. 'Scientists get a handle on what made Typhoid Mary's infectious microbes tick @ Stanford Medicine, 14/08/2013. Kavet : 07 Mae 24.
  41. 41,0 ha41,1 Hoppe, 2017.
  42. (en) Wald, Priscilla. Cultures and Carriers: "Typhoid Mary" and the Science of Social Control. In : 'Social Text, niv. 52/53, 1997, pp. 181–214 @ JSTOR. Kavet : 07 Mae 24.