Menno Simons
Menno Simons, Minne Simens e frizeg, (1496–31 a viz Genver 1561) a oa ul levier relijiel advadezour a Vro-Friz. Diazezet e voe al luskad mennonat gant e ziskibled.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet oa bet Menno Simons e 1496 e Witmarsum e Bro-Friz. Dleout a rae e gerent bezañ labourerien-douar. Skoliataet e vefe bet en ur manati tost eus e di. Desket oa un tamm war Tadoù an Iliz ha gouzout a ouie gresianeg ha latin. Beleget e voe e 1524 en Utrecht. Anvet e voe da gure Pingjum e Friz.
Seblantout a ra bezañ bet levezonet gant mennozhioù an adreizherien gentañ a-zivout ar sakramantoù hag e lenn eus an Testamant Nevez war dro 1526. Adalek ar mare-se e krogas da diskouez douetañs a-zivout kelennadurezh an treuzsolwezadur. Daoust dezhañ chom en Iliz katolik e ouzer en em wele e-unan evel ur prezegenner avielour etre 1526 ha 1531. Anvet e voe person Witmarsum e 1531.
Pa grogas diskibled Melkior Hoffman (Melkioridi) da vadeziñ tud deuet war-dro 1530-1531 e voe prederiet Menno ha ne gavas diazez biblek ebet da vadeziant ar vugale. Daoust ma ne yeas ket davet ar velkioridi c'hoazh e c'heller merzout en e skridoù kentañ (An Dasorc'hidigezh Speredel, 1534) e tostae e vennozhioù ouzh o re.
E miz Ebrel 1535 kantadoù a advadezourien awenet gant ar c'heleier deuet eus kêr Münster a oa d'ar mare-se e dalc'h advadezourien zo, a gemeras manati Oldeklooster e Friz. Goude ur seziz berr e voent pe lazhet pe toull-bac'het. En em santout a reas Menno kiriek eus ar gwallreuz ha skrivañ a reas ur flemmskrid enep levierien Emsavadeg Münster anvet Torfed disakr Jan van Leyden. Daoust dehañ asantiñ ez eo ret en emzifenn e degouezhioù zo, e oa ur peoc'hgarour gredus. Sevel a reas enep raktres re Vünster da staliañ rouantelezh Doue dre ar c'hleze. Kemeret e voe Münster daou viz war lerc'h. Ne voe ket embannet ar flemmskrid eta.
E miz Genver 1536 e kuitaas Menno e gargoù en Iliz katolik evit leviañ an advadezourien war un hent nann-feuls. Badezet e voe d'ar mare-se moarvat.
Ur bloaz goude e voe urzhiet "henañ"gant al levier melkiorad Obbe Philips. Adalek ar c'houlz-se e voe klask warnañ bepred. Bevañ a reas e-pad ur mare e Groningen, e Köln, hag e-pad trizek bloavezh diwezhañ e vuhez er Schleswig-Holstein.
Mont a reas da Anaon e miz Genver 1561.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr)Essai sur la vie et les écrits de Menno Simons tezenn difennet d'ar 5 a viz Eost 1857 dirak Skol-veur teologiezh protestant Staßburg gant Frédéric Bastian
- (fr)Publications mennonites en français
- (en) Ménnonite historical society of Canada
- (en) Menno Simons.net
- (en) e-menno.org