Mont d’an endalc’had

Microsoft Windows

Eus Wikipedia
Microsoft Windows
reizhiad korvoiñ
Iskevrennad eusreizhiad korvoiñ, computing platform Kemmañ
Deiziad krouiñ20 Du 1985 Kemmañ
Anv berrWindows Kemmañ
Anvet diwarwindow Kemmañ
Raklec'hiet gantMS-DOS Kemmañ
Deiziad embann20 Du 1985 Kemmañ
Awenet gantUnix Kemmañ
DiorroerMicrosoft Kemmañ
Package management systemWindows Installer, Microsoft Store, Windows Package Manager Kemmañ
Lavar programiñC, C++, assembly language Kemmañ
Software version identifier10.0.22000.556, 10.0.22567.200 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://windows.com Kemmañ
Blog ofisielhttps://blogs.windows.com/ Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.thecollectionbook.info/windows/all Kemmañ
IstorMicrosoft Windows version history Kemmañ
Aotre-implijoutproprietary license Kemmañ
Statud ar gwirioù-oberourcopyrighted Kemmañ
Update methodWindows Update Kemmañ
Logo Windows 10

Ar reizhiad korvoiñ kenwerzhelaet gant ar c'hevredad Microsoft diazezet e Seattle (SUA) eo Windows.

Istor Windows

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

"Traf-O-Data" e oa anv kentañ ar c'hevredad e 1972 a-raok bezañ bet adanvet "Micro-Soft" e 1975 ha "Microsoft" d'ar 26 a viz du 1976.

E-penn kentañ en doa deraouet Microsoft da zanzen ar reizhiad MS-DOS ; kenwerzhelaet e oa bet hendelv kentañ (1.0) MS-DOS e miz eost 1981, ur reizhiad korvoiñ 16 bit a linennad arc'had.

Handelv kentañ ar reizhiad korvoiñ Windows (Microsoft Windows 1.0) a oa bet lakaet er-maez e miz du 1985. Ur c'hetal arveriad kevregañ e oa anezhañ awenet gant ketal an urzhiataerioù Apple a veze kavet er c'houlz-se. N'en doa ket graet berzh Microsoft gant Windows 1.0 e-touez arveriaded ar stlenneg evel Microsoft 2.0 kenwerzhelaet d'an 9 a viz kerzu 1987.

D'an 22 a viz mae 1990 en doa graet berzh an dro-mañ Microsoft gant Windows 3.0 ha war-lerc'h Windows 3.1 e 1992. Deut e oa er-maez da c'houde Microsoft Windows for WorkGroup anvet ivez Windows 3.11 a oa bet ergrafet d'arc'hwelañ war rouedadoù stlennegel o kevanaat (kenstagañ) ennañ arc'hwelioù spesadel. Hogen ne oa evit gwir Windows 3.1 ur reizhiad korvoiñ pa oa kentoc'h ur c'hetal arveriad oc'h arc'hwelañ a-us da MS-DOS.

D'ar 24 a viz eost 1995 e oa bet roet lañs d'ar reizhiad korvoiñ Windows 95 gant Microsoft. Gant ar reizhiad-mañ e oa bet merket gant Microsoft ar youl da genstagañ arc'hwelioù MS-DOS e-barzh Windows. Hogen e veze skoret kalz c'hoazh an handelv-se war MS-DOS 16 bit hag e chom ennañ bevennadur ar reizhiad restroù FAT 16. Daskemmadoù e oa bet diwezhatoc'h gant Windows 95 anvet Windows 95A OSR1, Windows 95B OSR2, Windows 95B OSR2.1 ha Windows 95C OSR2.5.

D'ar 25 a viz mezheven 1998 e oa bet roet lañs d'an handelv da heul : Windows 98. Kevanaet e oa bet arc'hwelioù ouzhpenn eus MS-DOS hogen e skor bepred ar reizhiad-se warnañ. Deut e oa ur gudenn c'hrevus a-walc'h gant ar reizhiad Windows 98 a oa e veze ardeet fall ar memor gantañ (dasparzhañ ar memor etre an argerzhioù) pezh a c'helle mont betek ober teukadoù gantañ. D'ar 17 a viz c'hwevrer 2000 e oa bet lakaet er-maez Windows SE (Second Edition).

D'ar 14 a viz gwengolo 2000 e oa bet lakaet er-maez Windows Me (Windows Millenium edition). Skorañ a ra ent-lark ar reizhiad nevez-se war Windows 98 (ha war MS-DOS neuze war an dro) hogen e veze kaset gantañ arc'hwelioù liesvedia ha rouedad ouzhpenn. Gant ar reizhiad-se ivez e oa bet kenstaget ur wikefre reneveziñ ar reizhiad a gevaraeze da zistreiñ d'ur stad diaraok bete-gouzout e vije un teukad bennak gantañ.

En hevelep mare e oa bet danzeet gant Microsoft adalek 1992 ur reizhiad korvoiñ 32 bit penn-da-benn (hep skorañ war MS-DOS neuze) a oa da vezañ kenwerzhelaet er metoù micherel d'ar c'houlz ma oa an embregerezhioù oc'h arverañ dafariaded "mainframe". Windows NT (Windows New Technology) 'ni e oa. N'eo ket Windows NT un daskemmadur eus Windows 98 hogen eo ur reizhiad disheñvel.

D'ar 24 a viz mae 1993 eo e oa bet roet lañs da handelv kentañ Windows NT. Windows NT 3.1 e oa. Da heuilh e oa bet Windows NT 3.5 o tont er-maez e miz gwengolo 1994 ha Windows NT 3.51 e miz mezheven 1995. Hogen, gant Windows NT 4.0 eo e oa bet graet berzh gant Win NT (24 a viz eost 1996).

E miz gouere 1998 e oa bet kenwerzhelaet Windows NT 4.0 TSE (Terminal Server Emulation) ar reizhiad korvoiñ Windows kentañ e oa gallus kennaskañ ouzh un dafariad termenelloù dre-benn dezhañ eleze arverañ arvalien skañv da haeziñ d'un estez digoret war an dafariad.

D'ar 17 a viz c'hwevrer 2000, handelv da heuilh Windows NT 4.0 a oa bet anvet Windows 2000 e-lec'h Windows NT 5.0 da ziskouez kengreizennadur ar reizhiadoù NT gant ar reizhiadoù 9.x. Ur reizhiad 32 bit eo Windows 2000 o kaout ennañ dezverkoù ar reizhiad NT gant ouzhpenn un ardeiñ d'an argerzhioù hag a zo bet arwellet hag ur c'hemer e karg a-bezh d'an trobarzhelloù USB ha FireWire.

D'ar 25 a viz here 2001 e oa deut er-maez kengreizennadur ar reizhiadoù diaraok : Windows XP. Un tammig diwezhatoc'h e oa deut er-maez handelv SP2 (Service Pack 2) Windows XP.

D'ar 24 a viz 2003 e oa bet roet lañs d'ur reizhiad dafariad nevez, Windows 2003 Server.

E deroù 2007 eo bet lakaet da vont er-maez reizhiad nevez Microsoft : Vista.