Mont d’an endalc’had

Mishnah

Eus Wikipedia

Ar Mishnah ((he) מִשְׁנָה, "studiañ dre adober", diwar ar verb shanah שנה, pe "studiañ hag adwelet", pe c'hoazh "eil") eo an dastumadeg pennañ kentañ a skridoù diwar-benn hengoun dre gomz ar Yuzevien, anvet ivez an Torah dre gomz. Al labour pennañ kentañ a-fet lennegezh rabinek eo ivez. Lakaet e oa dre skrid gant Yehudah HaNasi e penn-kentañ an IIIe kantved, d'ur mare, hervez an Talmud, ma oa kreñv heskinerezh ar Yuzevien hag e oa dañjer da goll hengoun dre gomz ar Farizianed. Skrivet eo dre vras en hebraeg michnaek, gant lodennoù en aramaeg.