Mont d’an endalc’had

Mu'ammar al-Qaddafi

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Mu'ammar al-Qaddafi
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKingdom of Libya, Libyan Arab Republic, Great Socialist People's Libyan Arab Jamahiriya Kemmañ
LealdedLibyan Arab Republic, Great Socialist People's Libyan Arab Jamahiriya Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denمعمر القذافي‎ Kemmañ
Anv ganedigezhمعمر محمد أبو منيار القذافي Kemmañ
Anv-bihanMuammar Kemmañ
MoranvLíder hermano y guía de la revolución Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Mez 1942 Kemmañ
Lec'h ganedigezhQasr Abu Hadi Kemmañ
Deiziad ar marv20 Her 2011 Kemmañ
Lec'h ar marvSirte Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvgloaz dre arm-tan Kemmañ
Killed byNorth Atlantic Treaty organisation Kemmañ
Lec'h douaridigezhLibyan Desert Kemmañ
TadMohammed Abdus-Salam Kemmañ
MammAisha Ben Niran Kemmañ
PriedFathia Nuri Khalid, Safia Farkash Kemmañ
FamilhQadhadhfa Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetarabeg Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner, ofiser Kemmañ
KargBrotherly Leader and Guide of the Revolution, Chairperson of the African Union, Kentañ Ministr Libia Kemmañ
Bet war ar studi eBenghazi Military University Academy, University of Libya, Joint Services Command and Staff College, Fu Hsing Kang College, National Defense University Kemmañ
Diplom skol-veurDoctor of Sciences Kemmañ
Lec'h annezBab al-Azizia Kemmañ
Deroù ar prantad labour1961 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour20 Her 2011 Kemmañ
Strollad politikelArab Socialist Union, Libyan Arab Socialist Union Kemmañ
RelijionQuranism, Islam sunnit Kemmañ
Perzhiad e1969 Libyan coup d'état Kemmañ
Grad milourelKoronal Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Armed Forces of the Libyan Arab Jamahiriya Kemmañ
Skour luLibyan Army Kemmañ
Oberenn heverkLevr Glas, Third International Theory Kemmañ
LuskadPan-Arabism, anticolonialism, Arab nationalism, Third International Theory, Nasserism Kemmañ
Roll elfennoùlist of awards and honours bestowed upon Muammar Gaddafi Kemmañ
Mu'amar Al-Qadhafi

Mu'ammar Abu Minyar al Qadhafi pe Mouamar al-Kadafi (arabeg: معمر القذافي , treuzlizherennadur: Mu‘ammar al-Qaḏḏāfī ; treuskrivadur brezhonekaet: Mouamar al-Kadafi), anvet da gustum ar c'horonal Kadafi, a oa un den a Stad libian, bet ganet e-tro 1942 e Sirt, ha lazhet er gêr-se d'an 20 a viz Here 2011 e-skeud an emgannoù kaset war-raok gant ar gouarnamant da c'hortoz hag an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel evit tapout kêr.

Ofiser eus an arme e oa pa zeuas da vezañ de facto rener Libia goude un taol Stad, e 1969, a ziskaras ar vonarkiezh a oa an tiegezh al-Sanussi en he fenn neuze. Chom a reas e penn ar Stad e-pad 42 vloaz, ha sevel a reas e-doug an amzer-se un diktatouriezh a seller outi evel unan eus ar re galetañ er bed.

E 1977 e adaozas ensavadurioù politikel Libia oc'h ober eus ar vro ur Jamahiriya, renet en un doare teorikel gant ur reizhiad demokratiezh eeun. Daoust ma tilezas e garg ofisiel a benn ar Stad libian, e 1979, e chomas e penn Libia gant an titl a « Heñcher dispac'h ar Jamahiriya bras arab libian poblek ha sokialour » (pe en un doare eeunoc'h « Heñcher an dispac'h » pe « « Breur heñcher »). Skrivet eo bet gantañ e oberenn al Levr Glas ma tispleg e gelennadurezh. Ingal e savas a-enep ar berbereg, ha lavaret a rae e oa ar Verbered ur vojenn bet degaset gant trevadennourien Europa. Berz a lakas war ar berbereg en e vro.

War an dachenn etrebroadel e tifenne an hollarabouriezh hag an hollafrikanouriezh. Ne derme ket da arc'hantañ aozadurioù spontour ha luskadoù emsavidi er bed a-drugarez d'ar gounidoù degaset d'e vro gant an eoul-maen. Peurliesañ e seller outañ evel an hini a oa kiriek eus gwalldaol Lockerbie e 1988 hag eus ar gwalldaol a-enep an nij 772 UTA e 1989, ma oa lazhet 440 den. Da c'houde e reas strivoù kuit ma vefe re zigenvez e vro war an dachenn diplomatek etrebroadel, kuit da vezañ taget gant ar Stadoù-Unanet.

Adalek miz C'hwevrer 2011 e oa hejet Libia gant un emsavadeg en e enep a droas buan e brezel sivil e 2011. Goude ma oa kemeret Tripoli gant an emsavidi e miz Eost 2011 ec'h erruas ar c'huzul broadel tremen er galloud, ha Mouammar Kadafi a dec'has. Ne zeued ket a-benn da c'houzout e pelec'h edo betek an 20 a viz Here 2011 ma voe dizoloet o kuzhat e Sirt, e gêr c'henidik, hag e-lec'h ma kavas e varv. Savet e oa bet ur c'hemenn herzel etrebroadel evit torfed a-enep an denelezh a-enep dezhañ. Tud a afer libian o doa prometet un arc'hopr d'an neb a ziskuilhfe anezhañ.