Naer-zour Lerna
Naer-zour Lerna (henc'hresianeg : Λερναία Ὕδρα / Lernaía Húdra) a oa un euzhvil hag a rae freuz ha reuz e Lerna, ur c'heun er su da gêr Argos e Peloponnesos, hervez mojennoù Henc'hres.
Meur a benn he devoa, hag unan anezho a oa divarvel, hag adkreskiñ a rae daou all outi kerkent ha ma vezent troc'het unan. Ken flaerius e oa hec'h alan, a deue eus he lies genaouioù eta, ma veze kontammet an dud ha pa veze kousket al loen. Den ne zeue a-benn anezhi, ha lazhañ anezhi a voe an eil eus Daouzek trevell Herakles.
Merc'h e oa an naer da Difon hag Ec'hidna, ha savet e voe gant an doueez Hera dindan ur wezenn e-tal feunteun Aminone ha lenn Lerna, en Argolis. Ur penn hepken he devoa pa oa bet ganet, met re all a greskas outi, betek meur a gantad hervez lod skrivagnerien.
-
Herakles o lazhañ naer-zour Lerna
Antonio del Pollaiolo (c. 1460).
Gwisket eo Heraklez gant kroc'hen leon Nemea