Naram-Sin (Akkad)
Naram-Sin (« Kaet gant Sîn »), mab Manishtusu, mab-bihan Sargon, a zeuas da vezañ roue Impalaeriezh Akkad e -2254 (pe -2202)[1],[2]. Unan eus rouaned vras istor Mezopotamia eo ivez met lezet en deus un eñvor teñvaloc'h evit hini e dad-kozh.
Ranket en deus talañ goude e gurunidigezh ouzh un emsavadeg vras e Mezopotamia-Izel renet gant Iphur-Kich e Kich, a vode ar c'hoededoù nesañ (Sippar, Erech, Kazallu), hag Amar-girid eus Uruk, heuliet gant keodedoù all eus ar Su (Ur, Lagach, Adab, Churuppak, etc.)[3]. Hervez an hengoun a denn d'an emsavadeg-se e voe mouget en un doare spontus. Un alouber bras e voe Naram-Sin ivez, daoust ma'z eo diaes adsevel kronologiezh e aloubadegoù. Kas a reas ergerzhadegoù e Mezopotamia uhel hag e Siria an Norzh e-pad e ren, evel e dad-kozh moarvat, daoust ma chom posupl e vije bet kentañ roue Akkad da sujañ ar vro-se. Evel evit Sargon e laka hengounioù diwezhatoc'h trec'hioù war rouaned eus Anatolia war e gont (re Kanesh hag Hatti peurgetket) met n'eo ket sur ez eo gwir[4]. Naram-Sin en deus trec'het ivez Elam ha Marhachi, ha sujet en dije Magan d'e dro[5]. Dindan e ren eo e voa sevenet adreizhadennoù ha savadurioù bras .
Hervez an hengoun n'en dijje ket azeulet Enlil evel ma oa dleet, anezhañ brasañ doue Mezopotamia izel. Kondaonet eo bet an emzalc'h-se, gant ar remziadoù deuet e c'houde, en dije taolet ur mallozh war roue Akkad hag e warlerc'hidi, abalamour m'en doa lakaet droug da sevel en doueed. Koulskoude ez eo ar roue-mañ a lakaas sevel en-dro templ bras an doue. Da dra e teuas diwezh impalaeriezh Akkad nebeut goude bloavezhioù diwezhañ e ren.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ B. Lafont et B. Lion, « Akkad », e Joannès (dir.) 2001, p. 25 evit an deiziadoù eus ar gronologiezh etre, implijet peurvuiañ. Glassner 2002, p. 46 evit kinnigoù izeloc'h
- ↑ Westenholz 1999, p. 46–55. B. Lafont, « Narâm-Sîn (d'Akkad) », dans Joannès (dir.) 2001, p. 557–560. P. Michalowski dans Sumer 1999-2002, col. 116 ; M.-J. Seux dans Sumer 1999-2002, col. 347-348
- ↑ T. Jacobsen, « Iphur-Lish and Its Times », dans Archiv für Orientforschung 26, 1978-79, p. 1–14 ; S. Tinney, « A new look at Naram-Sin and the ‘great rebellion' », dans Journal of Cuneiform Studies 47, 1995, p. 1–14 ; C. Wilcke, « Amar-girids Revolt gegen Naram-Su'en », dans Zeitschrift für Assyriologie 87, 1997, p. 11–32
- ↑ H. Klengel, Geschichte des Hethetischen Reiches, Leyde 1999, p. 19–20 ; (en) A. Westenholz, « Relations between Mesopotamia and Anatolia in the Age of the Sargonic Kings », dans H. Erkanal et al. (dir.), XXXIV Uluslararasÿ Assiriyoloji Kongresi, CRRAI 34 (Istanbul, 1987), Ankara, 1998, p. 5–22 ; (en) G. Beckman, « Sargon and Naram-Sin in Hatti: Reflections of Mesopotamian Antiquity among the Hittites », dans D. Kuhn and H. Stahl (dir.), Die Gegenwart des Altertums, Heidelberg, 2001, p. 85–91
- ↑ D. T. Potts, op. cit., p. 106–108