Mont d’an endalc’had

Nestorianiezh

Eus Wikipedia
Nestorianiezh
religious denomination
Iskevrennad euskristeniezh Kemmañ
Anvet diwarNestorius Kemmañ
DiazezerNestorius Kemmañ

An Nestorianiezh zo ur c'helennadur kristen war meur a sujed e preder plas ar ar C'hrist hag hini Mari e-keñver Doue. Kelenn a ra e oa liammet daou natur Jezuz Krist (an natur denel hag an natur doueel) gant e volontez kentoc'h eget gant e berson. Diwar Nestorius (386-450), Patriarch Kêrgustentin (428-431), eo bet anvet al c'helennadur-se, levezonet gant preder Theodoros Mopsuestia.

Tabut a savas en Iliz kristen diwar ar c'helennadur-se, kondaonet gant Kiril Aleksandria da skouer, a dagas anezhañ abalamour ma nac'he reiñ da Vari he zitl a dTheodokos ("Mamm Doue"). Sujed Sened-Iliz Efesos e voe e 431 ha kondaonet e oa bet eno evel heretik, kadarnaet e Sened-Iliz C'halkedon e 451 ar pezh a gasas d'an disivoud nestorian pa droc'has an ilizoù nestorian o liammoù diouzh ar peurrest eus ar gristeniezh. Diwar neuze e oa aet heulidi Nestorius d'ar Reter war-zu an Impalaeriezh Sasanid ma kendeuzjont gant an ilizoù kristen eno.