Mont d’an endalc’had

New York

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Nevez-York)
Evit Stad New York, gwelet amañ.

New York (distagadur saozneg amerikanek: [nuːˈjɔːɹk]) pe Kêr New York (evit lakaat kemm gant Stad New York), New York City e saozneg (City of New York ent-ofisiel, berradur NYC) eo kêr vrasañ Stadoù-Unanet Amerika. Lesanvet eo The Big Apple (ar Mell Aval) pe Ar gêr na gousk morse. A-wezhioù e vez graet Evrog Nevez anezhi e brezhoneg gant Mark Kerrain[1].

Pemp rann velestradurel ("borough") a ya d'ober kêr: Manhattan, Brooklyn, ar Queens, ar Bronx, ha Staten Island.

Unan eus brasañ kêrioù ar bed eo New York gant 8 336 817 a dud, hag e-kreiz ur vegalopolenn divent a 19 milion a dud dindan teir Stad (New York, New Jersey, ha Connecticut). Abaoe 1990 eo aet ar minorelezhioù d'ober al lodenn vrasañ eus kêriz. Ouzhpenn bezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed ez eo ivez unan eus ar re bouezusañ. Eno emañ sez Aozadur ar Broadoù Unanet, hag ul lec'h ekonomikel hep e bar gant Wall Street hag an New York Stock Exchange, yalc'h vrasañ ar bed.

Manhattan Izelañ e 1660, pa oa ul lodenn eus New Amsterdam (Nieuw Amsterdam)

War-dro 5000[2] a henvroiz Lenape (pe "Delaware") a oa o chom er c'hornad pa voe dizoloet e 1524 gant Giovanni da Verrazzano, ur moraer italian gopret gant ar roue gall Frañsez I, a anvas anezhañ "Nouvelle Angoulême" (Angoulême Nevez) pa oa bet Frañsez I dug Angoulême.[3].

E 1614 e voe savet un toullad tier, er c'hreisteiz d'ar stêr, gant Hollandiz a glaske diazezañ kenwerzh ar foulinennoù, hag anvet e voe "Nieuw Amsterdam" (Amsterdam Nevez), er c'hreisteiz da v-Manhattan. Gant an Izelvroad Peter Minuit e voe prenet enez Manhattan digant al Lenape e 1626, hag hervez ur vojenn (distaolet a-benn bremañ), e vije koustet dezhañ $24 e gweraj[4]. E 1664 e voe aloubet ar gêrig gant ar Saozon, hag anvet "New York" gante abalamour da zug York, e Bro-Saoz (a oa da vezañ James II)[5].

Pa voe echu an eil brezel etre Saozon hag Izelvroiz e oa mestr tud an Izelvroioù war enez Run, hag e rojont New Amsterdam (New York) d'ar Saozon en eskemm. A-benn 1700 ne chome nemet 200 Lenape ken[6].

Bez Grant, Manhattan
Ar Pemp ranngêr e New York City: 1: Manhattan, 2: Brooklyn, 3: Queens, 4: The Bronx, ha 5: Staten Island (Emañ an aerborzhioù e Queens).

An darn vrasañ eus kêr New York a zo lec'hiet war deir enezenn, hag un darn war an douar bras. Bez' emañ Enez Manhattan ha Staten Island en o fezh, penn lodenn gornôk Long Island, ha meur a enezenn vihanoc’h.

Rannet eo kêr e pemp lodenn vras, anvet "borough". Pep hini anezho a zo ur gontelezh (county). Bez' emañ:

Rannet eo kêr gant stêrioù. Dispartiet eo Manhattan diouzh ar Bronx gant ar stêr Hudson diouzh un tu ha stad New Jersey eus an tu all. Gant an East River eo dispartiet Manhattan diouzh un tu gant Brooklyn ha Queens diouzh an tu all. Dispartiet eo Manhattan diouzh ar Bronx gant ar stêr Harlem. Gant strizh-mor Long Island eo dispartiet ar Bronx diouzh Queens, ha gant un toullad gwazhioù all aeo treuzet-didreuzet kêr.



Mulberry Street, el Lower East Side, war-dro 1900.
Midtown Manhattan, New York City, gwelet eus ar Rockefeller Center, e 1932.
Ur gwel eus New York City gant an arouezioù meur, Delwenn ar frankiz, Ellis Island, an Empire State Building, hag ar World Trade Center, e 2001.

Liammoù diabarzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Mark Kerrain, Etre bourd ha fars, Sav-Heol.
  2. "Gotham Center for New York City History" Timeline 1500 - 1700
  3. Rankin, Rebecca B., Cleveland Rodgers (1948). New York: the World's Capital City, Its Development and Contributions to Progress. Harper. 
  4. Miller, Christopher L., George R. Hamell (September 1986). "A New Perspective on Indian-White Contact: Cultural Symbols and Colonial Trade". The Journal of American History 73 (2). Kavet 2007-03-21
  5. Homberger, Eric (2005). The Historical Atlas of New York City: A Visual Celebration of 400 Years of New York City's History. Owl Books. p. 34 p. ISBN 0805078428. 
  6. "Gotham Center for New York City History" Timeline 1700-1800