Mont d’an endalc’had

O-Zone

Eus Wikipedia
O-Zone
Bro orin Moldavia
Doare(où) pop, dance
Bloavezhioù oberiant 1997 - 2005
Label(ioù) Universal Music (Bed)

Avex Trax (Japan)

Lec'hienn ofisiel Lec'hien ofisiel en Alamaneg

Izili Dan Bălan

Radu Sârbu

Arsenie Toderaş

Izili bet er strollad Petru Jelihovschi († 2012)

O-Zone a zo ur strollad sonerezh pop dance eus Moldavia, tri Roumanad a zo ennañ (Dan Bălan, Radu Sârbu hag Arsenie Toderaş). Abaoe 2004 eo brudet dre ar bed, en arbenn d'ar ganaouenn Dragostea Din Tei (Karantez dindan ur wezenn-dilh). Brudet eo bet an ton-se gant videoioù lakaet war internet, en o zouez hini Gary Brolsma, ur c'hrenard amerikan a 19 bloaz. Dragostea din tei a zo ur ganaouenn gant leun a yezhoù disheñvel enni.Berzh e ra e Amerika ar Su, er c'humuniezhioù gay dreist-holl, hag e Sina ar c'hôrnog.

Ar strollad O-Zone a gemeras perzh en Nouvelle Star eus Romania e 2004, met kollet o deus pa oant er c'hardgourfenn. Dispartiañ a ra ar strollad e fin 2004.

Arsenie Toderaş a gendalc'h e unan dindan an anv-pluenn Arsenium, dileuriet en deus Moldavia e kenstivadeg Eurovision e 2006 gant Natalia Gordienko ha Connect-R, o kanañ Loca. Erruout a ra en 20vet plas gant 22 poent, dirak Bro-Sagn gant ar strollad Las Ketchup hag ar Rouantelezh Unanet gant Daz Sampson.

Kenderc'hel a ra ivez Radu Sarbu da ganañ e unan (gant an anv RadU). Dan Balan a gendalc'h eñ gant ur raktres rock gant ar strollad Balan, ha goude gant ur raktres pop Crazy Loop. E 2008 e vez adkanet Dragostea Din Tei gant ar c'haner amerikan T.I. ha Rihanna, dindan ur stumm Hip Hop, anvet eo ar ganaouenn nevez "Live your life", En eil plas ar singles e voe e SUA.

Perzhidi ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Petru Jelihovschi a zo bet ivez er strollad.

Pladennrolladur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]