Pennaennoù Rochdale
Neuz
Pennaennoù Rochdale zo un teskad uhelvennadoù evit korvoiñ kevelourioù. Savet int bet da gentañ gant Kevarzhe Difraosterien Reizh Rochdale e Rochdale, Bro-Saoz, e 1844 ha talvezet o deus da ziazez evit ar pennaennoù ma korvoer kevelourioù dre ar bed-holl betek hiziv.
Ar Pennaennoù Rochdale a-orin a voe degemeret ent-ofisiel gant an International Co-operative Alliance (Emglev Kevelourel Etrebroadel) e 1937 evel "Pennaennoù Rochdale ar Gevelliñ". Aozerezhioù hizivaet ar pennaennoù zo bet degemeret gant an International Co-operative Alliance (ICA) e 1966 evel ar "Pennaennoù Kevelourel", hag e 1995 evel ul lodenn eus an Disklêriadur war Hevelebiezh ar Gevelliñ.
Aozerezh orin (1844)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ezelañ digor.
- Reoliañ demokratel (un den, ur vouezh).
- Dasparzh ar reñverioù diouzh an eskemmoù.
- Paeañ ur c'hampi bevennet war ar c'hevala.
- Neptuegezh politikel ha relijiel.
- Paeañ diouzhtu (kred grataet ebet).
- Kas ar c'helenn war-raok.
Adaoz ICA (1966)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ezelañ digor, youlek.
- Mererezh demokratel.
- Amplet bevennet diwar ar fontoù piaouel.
- Ar reñverioù a aparchant d'an izili.
- Kelenn an izili hag an dud voutin hervez ar pennaennoù keveliñ .
- Keveliñ etre kevelourioù.
Adaoz ICA (1995)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ezelañ digor ha youlek.
- Reoliañ demokratel an izili.
- Perzhiadur armerzhel an izili.
- Emrenerezh ha dizalc'hiezh.
- Deskiñ, stummañ, ha kelaouiñ.
- Keveliñ etre kevelourioù.
- Damant evit ar gumuniezh.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rochdale College (un arnodenn Kanadian war pennaennoù Rochdale)