Pevar Levr ha Pemp Klaselour
Ar Pevar Levr ha Pemp Klaselour, sinaeg 四書五經, pinyin sì shū wŭ jīng “pevar levr pemp klaselour”[1], a reer e Sina eus levrioù hengounel bet skrivet da vare an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù (~772-~475 KJK) hag ar Stadoù Brezelour (475-221 KJK).
An andon d'ar Gonfusianegezh eo ar Pemp Klaselour, ha war ar Pevar Levr e voe savet an Nevez-Konfusianegezh[2].
Ur genreizhiad gempouez zo anezho hervez red ar studioù konfusian : ne c’haller ket studiañ an danvez-mañ-danvez en ur lezel ar re all a-gostez, rak mar greer e c’hwiter war ar pal – hollret eo neuze bezañ gouiziek a-zivout ar Pevar Levr hag ar Pemp Klaselour a-benn bezañ ur junzi, un den a enor[3].
Adalek ar 6vet kantved GJK, e-kerzh ren ar remziad Sui (581-618), e voe lod skridoù konfusian lakaet e korf Arnodennoù an Impalaeriezh, a ranked tremen a-benn bezañ kargad e Melestradur an impalaeriezh.
Ar Pevar Levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar Pevar Levr (四書, sì shū) zo skridoù klasel sinaek a voe dibabet gant ar prederour nevez-konfusian ZHU Xi (1130-1200) e-kerzh ren ar remziad Song (960-1279), evit staliañ live kentañ ar Gonfusianegezh ha, war an dro, ersaviñ a-dal d’an Daoegezh ha d’ar Vouddhaegezh.
A-hed ren ar remziadoù Ming (1368-1644) ha Qing (1644-1912) e voe Ar Pevar Levr kalon an deskadurezh rekis evit tremen an arnodennoù a zigore an nor war-du kargoù e melestradur an impalaeriezh[4].
Ar Ouiziegezh Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus pennadoù Klaselour al Lidoù (gwelit izeloc’h) e oa 大學, dà xué, Ar Ouiziegezh Veur er penn kentañ. Ez-hengounel e vez lakaet dindan anv Konfusius (551-479 KJK) hag e studier ZENG Shen (505-436 KJK), a vo lesanvet Zeng Zi ("Mestr Zeng") diwezhatoc'h.
Brud vras a c'hounezas Ar Ouiziegezh Veur adal ma voe embannet gant Zhu Xi en un doare distag diouzh Klaselour al Lidoù hag e korf ar Pevar Levr.
E deroù ar skrid berr-se ez eus ur raklavar gant Zhu Xi ma laka an Dà Xué da bazenn gentañ war-du ar ouiziegezh ; ur pennad berr a vije bet skrivet gant Konfusius e-unan eo kalon ar skrid ; d’e heul ez eus nav displeg gant Zeng Zi.
Petra bennak ma oa bet savet goude marv Konfusius ez eo an dastumad skridoù-se feal da vennozhioù ar Mestr, ha pouezus eo dre ma tispleg meur a zodenn brederouriezhel ha politikel o devo ul levezon vras war buhez Sina, koulz en amzer hen hag en amzer-vremañ.
Galloud ar skrid berr-se, evel hini an holl skridoù klasel sinaek, eo ar jubennadur liesdoare a c’haller ober anezhañ hervez mare ha mennozhioù al lennerien.
Dre e zibab e klaskas Zhu Xi lakaat Ar Ouiziegezh Veur da dalvezout er bed a-bezh, pa bouez war dever ar renerien da “adlakaat ar bobl da greiz ar Stad” ha da “imbourc’hiñ an traoù” (ge wù)[5].
- En e raklavar ez embann Zhu Xi pal al levr :
Ar pezh a zo kelennet er Ouiziegezh Veur eo diskouez ar vertuz hollvrudet, adsevel ar bobl ha chom en uhelañ dreistelezh.
- E kalon ar skrid emañ diogelet pennaennoù kelennadurezh Konfusius a-zivout emzalc’h ar renerien :
- kent skignañ o vertuz dre ar bed e rankont merañ mat o Stad, kent merañ mat o Stad e rankont merañ mat o ziegezh, kent-se e rankont em seveniñ, a-benn em seveniñ e rankont reizhañ o spered, a-benn reizhañ o spered e rankont bezañ gwirion en o soñjoù, a-benn bezañ gwirion en o soñjoù e rankont bezañ desket-bras, ha dre imbourc'h an traoù e teuer da vezañ desket-bras ;
- ur wezh imbourc'het an traoù e vo peurglok o deskadurezh, alese e vo gwirion o soñjoù, alese e vo reizhet o spered, alese e vint sevenet, alese e vo o ziegezh meret-mat, alese e vo o Stad meret-mat hag alese e vo peoc'h er bed a-bezh ;
- forzh pe zen er Stad, gant ma vo gouest da ober evel a-us, a c’hall ren war ar Stad – dre e zalvoudegezh e vo e karg, ha n’eo ket dre e lignez[6] ;
Kelennadurezh ar C'hreiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez an hengoun e vije 中庸, zhōng yōng, “ar c’hreiz reizh” [kelennadurezh Konfusius] bet skrivet gant mab-bihan nemetañ Konfusius, KONG Ji, lesanvet ZI Si (481-402 KJK), met ur pennad all eus Klaselour al Lidoù eo e gwirionez.
Da vare ar remziad Qing (1644-1911) ez embannas ar gouizieg CUI Shu (1740-1816) ne c'halle ket ar Zhongyong bezañ bet skrivet gant Zi Si, evit abegoù yezhoniel anat (evitañ). A-du e sav ar ouizieien a-vremañ, ha hervezo e vije ar skrid – lodennoù anezhañ da nebeutañ – bet kendastumet e-kerzh ar marevezh Han kentañ (206 KJK-9 GJK)[9].
Kelennadurezh ar C'hreiz a reer peurliesañ eus ar skrid-se, pe c'hoazh Ar stad a gempouez ha kendoniezh e Sina, ar ger kendoniezh o tont eus geriaoueg ar sonerezh[10].
En tu all d’unan eus skridoù-diazez an Nevez-Konfusianegezh ez eus ur meizad eus Ar C’hreiz Reizh, a zo tennet eus Kendivizoù Konfusius (Lun Yu, gwelit izeloc’h) :
Ar Mestr a lavaras : “Dreist eo efedusted ar c’hreiz reizh, met pell zo ez eo bet kollet ar c’heal anezhañ gant an darn vrasañ eus an dud.”
– Kendivizoù Konfusius, VI-29, ha Zhongyong, 3
Pelloc'h, er sturienn XIII.21, e kaver : Anez heulierien ar c'hreiz reizh e ranker ober gant an dud fourradus hag ar re abaf. Herr zo gant an dud fourradus da nebeutañ, ha distrander gant ar re abaf.
Siwazh, neblec’h all er C’hendivizoù ne gaver ster resis “ar c’hreiz reizh” hervez Konfusius. Tu zo da soñjal n'en displegas ket peogwir e c'houlenne digant e heulierien studiañ ar skridoù kozh, hag ar Zhongyong en o zouez dres a-walc'h.
Klask e zisplegañ a reas Zi Si neuze war a hañval, met gwall levezonet e voe gant an Daoegezh pa reas dave d’ar meizad a Yin ha Yang[11], a zo pell diouzh preder ar Gonfusianed kentañ.
Tost da hini an Nevez-Konfusian Zhu Xi eo an doare daoad-se avat, ha setu perak marteze e lakaas ar Zhongyong e korf ar Pevar Levr. Bezet pe vezet emañ Ar c'hreiz reizh e kalon ar Gonfusianegezh.
Hiroc'h a-galz eo Kelennadurezh ar C'hreiz eget Ar Ouiziegezh Veur, pa ya 33 fennad d'e ober[10].
Gwall ledan eo ar meizad zhōng yōng, pa sell ouzh kement darempred ha kement ober e buhez mab-den. A-douez traoù all e talvez kement ha kempouez, dereadegezh, diouer a ragvarn, eeunded, gwirionded, gwiriegezh, habaskter, hag onestiz.
Da skouer, ur mignon a rankje bezañ na re dost na re bell ; ar boan hag al levenez a rankje bezañ habask, rak levenez diroll a c'hall bezañ ken noazus hag ar glac'har. Ret e vije d'an den chom divrall er c'hreiz bepred, daoust ha pe zarvoud a c'hoarvezje. Reizh eo hevelep emzalc'h e-keñver lezennoù an hollved – a ro an notenn-greiz e rankje pep den chom kendoniet ganti, natur wirion ar reizhkelenn eo, ha merk an den uhel – ar junzi konfusian[12].
D'ar stad a junzi e kasje Kelennadurezh ar C'hreiz neuze ; kendoniezh a vije en oberennoù an den, ha dre-se e teuje kendoniezh er gevredigezh, ar pezh a zo damheñvel ouzh dà xué, "Ar Ouiziegezh Veur".
Denelezh (仁, rén), furnez (智, zhì) ha kalonegezh (勇气, yŏng qì) eo vertuzioù ar C'hreiz, ha drezo e chomo stabil an darempredoù kevredigezhel gant ma chomo pep den, hag uhel pe izel e vije e zere, divrall er C'hreiz.
Ar wirionded (精诚, jīng chéng) zo e kreiz ar Zhongyong, pa'z eo natur wirion an hollved e pep den. Gwrizienn emzalc'h mab-den eo, ha hep gwirionded n'eus mab-den ebet en hollved. Klask chom divrall er c'hreiz zo adkavout ar wrizienn-se ivez[13].
Kendivizoù Konfusius
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peogwir eo Kendivizoù Konfusius (论语, lùn yŭ, "kelennadurezh komzet") diazez ar Gonfusianegezh e ranker o lenn da gentañ pa venner ober anaoudegezh gant ar brederouriezh sinaat.
N'eus skrid ebet diwar dorn Konfusius e-unan ; goude e varv e 479 KJK e voe boulc'het al Lun Yu, ha peuzechuet da vare ar Stadoù Brezelour (475-221 KJK), war ur pennad-amzer a 30 betek 50 vloaz.
Ur c'hendastumad bet savet gant heulierien ar Mestr, ha gant heulierien an heulierien war daou rumm tud da nebeutañ, eo ar skrid-se e gwirionez. Den ne oar resis pegoulz e voe embannet en e stumm kentañ. Teir c'hentel eus ar skrid a voe kendeuzet da vare ar remziad Han (202 KJK-220 GJK). Diwar ar skrid-se e voe staliet ar c'hentelioù war-lerc'h. E-kerzh ren ar remziad Song (960-1279), er bloavezh 999, e voe un embannadur stadel a-benn diazezañ Arnodennoù an Impalaeriezh.
Gant ar prederour ZHU Xi (1130-1200) e voe staliet da vat ar skrid a zo deuet betek ennomp, gant an displegadennoù ofisiel, diwar un dastumad displegadennoù a-berzh prederourien veur Sina a-bezh.
Adal ren ar remziad Qing (1644-1912) e voe mui-ouzh-mui a ouizieien o treiñ kein da gelennadurezh prederouriezhel al Lun Yu hag oc'h ober enklaskoù lizheregouriezhel diwar-benn ar skrid[14].
Diframm eo testenn al Lun Yu. Ugent pennad a ya d'e sevel, renket tamm-pe-damm dre zodenn hep na vije ur red didroc'h a gasje a geal da geal. N'eus keñver ebet etre daou bennad amezek.
Ez-hengounel e vezer boas da envel pep pennad dre e c'herioù kentañ. Setu amañ, da skouer, deroù pennad kentañ Kendivizoù Konfusius, a anver 學而, Xué ér :
Kentañ ger al Lun Yu : 學, xué, "deskiñ" eo alc'hwez kelennadurezh Konfusius. A-hed ar skrid e vo pouezet war deskadurezh mab-den, a rank studiañ ar skridoù kozh hag al lidoù a-benn dont da vezañ ur junzi, un den a enor, ha degas kendoniezh en e vuhez, en hini ar Stad ha, pelloc'h, en hini ar bed dre adkavout ar gendoniezh gant an hollved.
Konfusius e-unan en em ginnig evel "un treuzkaser na ijinas netra" (Kendivizoù, VII.1). Evit gwir ez adkaver el Lun Yu kealioù eus an Dàxué hag ar Zhōngyōng a-douez skridoù hengounel all : dre zeskiñ e teuer habask hag ez eer war-raok war hent ar vertuz. Petra bennak ma oa bet Konfusius lakaet da virour e komprener dre lenn e gelennadurezh e poueze er c'hontrol war ar pleustriñ goude ar studiañ, a-benn mont war-raok ha bezañ gouest da gemmañ politikerezh ar Stad.
"Kemerit tri den dre zegouezh er straed : dre ret o devo un dra bennak da gelenn din. Ur skouer evidon e vo perzhioù mat unan anezho, hag ur rebech perzhioù fall unan all." (Kendivizoù, VII.22) : dre al lavarenn-se ez embanne Konfusius e fiziañs e natur wirion mab-den, hag e galloud pep den da dizhout ar stad a junzi e-kerzh e vuhez. Ster emreizhel ar ger "denjentil" eo a ranker kompren e kelennadurezh al Lun Yu, evel m'en diskouez sturiennoù ar pennad XV el Lun Yu.
A-hed ar C'hendivizoù sinaek ez eus ur c'henc'hoari etre 人 rén, "den" ha 仁 rén, "denelezh" ha "madelezh". Niverus eo ar sturiennoù a bouez war emzalc'h denel an den : alies e kav Konfusius perzhioù mat pe fall e den pe zen er c'heñver-se – hag ar Mestr e-unan a lavare e chome-eñ ur 人 rén pell c'hoazh eus 仁 rén (Kendivizoù, VII.33).
Na lakait biken war an dud all ur redi n'ho pije ket dibabet evidoc'h-c'hwi eo ar sturienn (XV.24) a c'hallje diverrañ kelennadurezh ar C'hendivizoù, kevret marteze gant ar sturienn IX.17 :
Ar Mengzi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar anv ar prededour MENG Zi (372-289 KJK), "Mestr Meng", e teu talbenn ar Mengzi (孟子, Mèng Zĭ). Ur skrid eus marevezh ar Stadoù Brezelour (475-221 KJK) eo ivez neuze.
Ha Meng Zi eo aozer al levr a zoug e anv ? Ya, gant harp lod eus e studierien mar kreder an istorour meur SIMA Qian (~145-~86 KJK). War-lerc'h Sima Qian e voe gouizieien oc'h embann ez eo ar studierien o-unan a skrivas al levr war-lerc'h marv o mestr ; lod all c'hoazh a zalc'has start d'ar Mestr hepken evel aozer ar skrid.
Hervez ar ouizieien a-vremañ ez eus eus ar Mengzi evel eus al Lun Yu : ur c'hendastumad graet gant diskibled ar Mestr.
Kelennadurezh Konfusius hervez Meng Zi zo dastumet el levr diouzh patrom ar C'hendivizoù, en un doare hiroc'h ha fraesoc'h avat.
Kendivizoù Meng zi gant renerien Stadoù, pennvilourien ha prederourien all eo danvez ar skrid.
Displeget eo kredenn Meng Zi e natur vat mab-den, a rank tennañ splet anezhi ha bevañ en un doare madelezhus ha reizh a-benn em gavout kendoniet gant an hollved. Evel Konfusius e pouez Meng Zi war deverioù ar renerien da-geñver ar bobl, war deverioù ar bobl da-geñver ar renerien, ha war perzhioù fall ar brezel.
Resis, berr, buhezek ha taer eo yezh ar skrid. Keñveriadennoù, skeudennoù ha litoriennoù a zeu da nerzhaat an arguzennoù. Alies e teu Meng Zi a benn da drec'hiñ e gendivizerien dre o lakaat da gouezhañ en trapoù o deus stegnet o-unan dre o emzalc'h hag o c'homzoù. A-fed lennegezh e seller ouzh ar Mengzi evel ouzh ur skouer eus ar c'homz-plaen sinaek.
Chomet eo ar Mengzi unan eus skridoù pennañ ar Gonfusianegezh, ha digemm eo e levezon war prederouriezh ha lennegezh Sina betek hiziv an deiz.
Ar Pemp Klaselour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar studiañ, adstudiañ ha studiañ c'hoazh ar skridoù-se (a-douez reoù all) e savas Konfusius ar brederouriezh en devo al levezon donañ war Sina hag Azia ar Reter betek hiziv an deiz.
Er bloavezh 213 KJK, pa oa al Lezennourien o ren e voe berzet al levrioù konfusian, ha devet lod anezho. Eñvoriet e oa bet al levrioù klasel gant un nebeud gouizieien konfusian o zreuzkasas d'o studierien, hag ar re-se o skrivas a-benn adsevel ar Glaselourien.
Ur c'hwec'hvet Klaselour a oa, anvet 樂經, yuè jīng, "Klaselour ar Sonerezh" ; devet e voe an darn vuiañ anezhañ ivez, met siwazh ne voe ket ar ouizieien gouest da resteurel an holl ganaouennoù (305 anezho) a oa bet dibabet gant Konfusius. E Klaselour al Lidoù e kaver ul levrenn anvet 樂記 Yuè Jì, "eñvor ar sonerezh"a zo o tont eus ar Yue Jing.
Klaselour ar C’hemmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez levrioù koshañ Sina emañ ar 易經, yì jīng, Klaselour ar C'hemmoù.
A-unvan e tiogel ar ouizieien e voe skrivet war-dro 800 KJK, da vare ar remziad Zhou ar C'hornôg (1050-771 KJK)[16].
Studiet-pizh e voe gant Konfusius er 6vet kantved KJK, evel ma lavar er C'hendivizoù (VII.17) ; ul levr anvet 十翼 shí yì, "Dek askell", a skrivas a-benn displegañ ar "Yijing".
Eus deroù an 3de kantved KJK e teu an dornskrid koshañ eus ar Yi Jing a zo deuet betek ennomp, skrivet war korzennoù bambouz, a c'haller gwelet e mirdi Shanghai.
Dindan an talbenn 古文經, gŭ wén jīng, "henglaselour" e voe testenn ar Yi Jing embannet gant an Daoad FEI Zhi (~50 KJK-~10 GJK). Ar gentel-se eo a c'haller lenn hiziv, ha honnezh eo gwele ar brederouriezh e Sina.
Un dastumad arouezioù arveret gant an divinourien eo diazez ar Yi Jing ; un tres eeun (—) a dalveze "ya" evel respont, un tres astalus (– –) a dalveze nann. Buan e voe klasket resisaat ar respontoù dre genstrollañ an arouezioù daou-ha-daou hag an eil a-us egile ; pevar daoulun a voe neuze. Diwezhatoc'h e voe ouzhpennet un trede gwiskad arouezioù a roas eizh trilun anvet 八卦 bā guà, "trilun" :
- ☰ 乾 qián, "ar c'hrouer", kreñv, aroueziet gant an oabl hag an tad ;[17]
- ☷ 坤 kūn, "an degemerour", sujet ha dilezet, aroueziet gant an douar hag ar vamm ;
- ☳ 震 zhèn, "an dihuner", fiñvus, aroueziet gant ar c'hurun hag ar mab kentañ ;
- ☵ 坎 kǎn, "an islonk", risklus, aroueziet gant an dour hag an eil mab ;
- ☶ 艮 gèn, "ar c'hlaviadur", o tiskuizhañ, aroueziet gant ar menez hag an trede mab ;
- ☴ 巽 xùn, "an hini flour", treantus, aroueziet gant an avel hag ar verc'h kentañ ;
- ☲ 離 lí, "ar stager", skedus, aroueziet gant an tan hag an eil merc'h ;
- ☱ 兌 duì, "an hini seder", drant, aroueziet gant al lenn hag an trede merc'h.
Dre genstrollañ daou bā guà e saver ur c'hwec'hlun, ha 26 = 64 c'hwec'hlun a gaver er Yi Jing neuze, eus 01- 乾 qián, "ar c'hrouer" betek 64- 未濟 wèi jì, "kent ar sevenidigezh".
Deskrivadur ar 64 c'hwec'hlun unan-hag-unan eo testenn ar Yi Jing. A c'hwec'hlun da c'hwec'hlun e kemm stad (eeun pe astalus) an tresoù e-keñver ar c'hwec'hlun kent, ar pezh a ziskouez ar c'hemmadennoù a c'hoarvez dibaouez en hollved dre genc'hoari ar yin hag ar yang evel deskrivet gant an Daoidi, alese anv Klaselour ar C'hemmoù. Peogwir e talvez 易 yì kement hag "eeun, aes", "kemmañ" ha "lakaat e-lec'h" war-an-dro e c'haller staliañ pennaennoù ar Yi Jing.
- An eeunded eo orin kement tra, fetis pe zifetis, a zo en hollved. Aes hag eeun eo lezenn-diazez an hollved, daoust pegen luziet e c'hall an traoù hañvalout bezañ. An eeunded-se a zo aroueziet gant an daou dres — ha – – eo ar Yi Jing savet warno.
- Ar c'hemm eo an implij a reer eus kement tra, fetis pe zifetis, a zo en hollved. Atav e vez kemmadennoù e kement elfenn eus an hollved. Dre gompren ha tennañ splet eus ar fed-se e c'hall an den em azasaat ouzh ar c'hemmoù a c'hoarvez dibaouez en e vuhez.
- Arn hollbadusted eo natur wirion kement tra, fetis pe zifetis, a zo en hollved. Petra bennak ma hañval pep tra o kemmañ dibaouez e chom an natur-se divrall en amzer hag en egor. Tost-tre emañ ar Yi Jing d'an Dao De Jing er c'henver-se[18].
Meur a zoare zo da ober gant ar Yi Jing, peogwir ez eus anezhañ ur skrid rinek ha pleustrek war-an-dro, unan buhezegel ha prederouriezhel war-an-dro ivez, unan barzhoniel hag unan karget a furnez deuet betek ennomp a-dreuz tremen daou vilved.
An diouganer hag ar prederour eo an daou du pennañ a glasker er Yi Jing peurliesañ.
- Peogwir eo diazezet war un hengoun divinourien o deus lemmet o binvioù a-benn ma vijent resisoc'h-resisañ e c'haller atersiñ ar Yi Jing da gaout un diougan.
Gant 50 garenn avron-marc'h[19] a raed gwezhall, gant tri fezh-moneiz e vez graet hiziv : bannet e vezont un un taol ; hervez pil pe groaz pep pezh e saver tres kentañ ar c'hwec'hlun ; goude ar c'hwec'hvet bannadenn e seller er Yi Jing ouzh ar c'hwec'hlun a zo bet savet.
Dindan tres pep c'hwec'hlun emañ ar varn hag ar skeudenn, a zo an diougan. Mard eus tresoù kemmus en dennadenn e ranker sellet ouzh o zalvoudegezh ivez.
- Ul levr a furnez eo ar Yi Jing, ar pezh a zo pouezusoc'h eget e berzh evel benveg-divinout. Evel un andon a furnez e voe studiet gant Konfusius ha kar eo d'an Dao De Jing, skrid-diazez an Daoegezh.
Anat eo e voe ar Yi Jing poellet evel ur c'harskeudenn eus an hollved ; hep mar emañ e-touez al levrioù pouezusañ bet skrivet biskoazh er bed.
Klaselour an Teulioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un dastumad eus darvoudoù a c'hoarvezas en Istor Sina adalek an amzerioù hen (ha mojennel evit un darn vat anezho) betek dibenn ar remziad Zhou (1045-221 KJK) eo Klaselour an Teulioù ( 書經, shū jīng, "klaselour an teulioù").
Unan eus koshañ skridoù klasel Sina eo, gant ar Yi Jing (gwelit amañ a-us) hag ar Shi Jing (gwelit amañ dindan).
Gant grefierien al lezoù e voe skrivet komzoù ar rouaned hag an impalaered. Hervez an hengoun e vije bet dibabet ur c'hant bennak eus ar skridoù-se gant Konfusius, o bodas en un doare rak-Shu Jing. Berzet e vije bet al levr-se er bloavezh 213 KJK gant ar maodiern LI Si, ha devet a-gevret gant levraoueg an Impalaeriezh gant diazezer ar remziad Han, Han Gaozu (ren 206-195)[20]. E-kerzh ren ar remziad Han, a echuas e 220 KJK, e voe adkavet un tamm eus ar Shu Jing, a voe anvet Shang Shu ; klask a rejod neuze adsevel ar peurrest eus ar skrid orin, ar pezh a roas daou skourr hengounel da-geñver ar Shu Jing : ur "skrid arnevez" (今文, jīn wén) 29 fennad ennañ, hag ur "skrid hen" (故文, gù wén) a 58 pennad. Brezel speredel zo bet etre an daou hengoun betek deroù an 20vet kantved.
E deroù ar 4vet kantved, e dibenn ren ar remziad Jin ar C'hornôg (265-316), e voe kollet ar Shang Shu. E deroù ren ar remziad Jin ar Reter (317-419) e voe adsavet ar skrid ur wezh c'hoazh, ha profet d'an impalaer war-dro ar bloavezh 320. Ar gentel-se eo a anver Klaselour an Istor – pe Klaselour an teulioù hervez an anv a oa bet roet dezhañ da vare ar remziad Song ar Su (1126-1279) – hiziv an deiz.
Pemp rann zo el levr, unan dre remziad. E pep rann emañ an teuliadoù a denn d'ar remziad a rene pa oant bet skrivet gant ar c'hrefierien. N'eus nemet an teulioù a denn d'ar remziad Zhou a gement a zo brudet gwirion ; goude ar marevezh Zhou ez eo bet skrivet an teulioù all e gwirionez, ha da ziwezhañ-holl (en 3de kantved KJK) eo bet skrivet ar re a denn d'ar mareoù koshañ.
Prezegennoù ar rieion pe o c'hendivizoù gant o ofiserien eo danvez an darn vrasañ eus an teuliadoù.
Hen eo ar skridoù evelkent. Diaes int da lenn rak disheñvel-bras eo ar yezh diouzh hini kement skrid a zo deuet war-lerc'h. Dre geñveriañ yezh ar Shu Jing gant ensdkrivadur war arem eus ar marevezh Zhou e c'haller testeniañ eus gwirionded lod teulioù[21].
Pa lenner ar Shu Jing e weler ganedigezh ar brederouriezh sinaat diwar ar relijionoù hen. Ennañ e komz ar renerien eus de, "nerzh" an Daoegezh, hag eus tianming, "kefridi an Neñv", e stourmo Konfusius a-benn he skarzhañ ha lakaat e veizad a junzi en he lec'h[22]. Er sturienn VII.18 eus ar C'hendivizoù e ra Konfusius meneg eus Klaselour an Teulioù.
Klaselour ar Barzhonegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Koshañ barzhaz Sina eo 詩經, Shī Jīng, Klaselour ar Barzhonegoù ; 305 barzhoneg zo ennañ, ar re goshañ anezho o tont eus ar marevezh Zhou kornogel (1046-771) hag ar re nevesañ eus marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù.
Gant Konfusius e vije bet strobet, hervez an hengoun, hogen kozh hep mar e oa ar Shi Jing dija da amzer ar prederour meur.
Hiziv an deiz e kred ar ouizieien sinaat e teu ar Shi Jing eus "Dastumad barzhonegoù kefridiourien ar roue" (王官采詩 wáng guān cǎi shī), a zo meneget e Levr ar remziad Han : gant ar rouaned Zhou e oa bet kaset kefridiourien da zastum barzhonegoù dre ar Stad a-bezh da vare an eostoù a-benn ma vijent lennet ha studiet gant ar roue, e felle dezhañ kompren ene ha spered an dud vihan.
Meneget eo ar Shi Jing a-hed ar C'hendivizoù, ken abred hag ar 15vet sturienn (I.15), ha kreñv e pouez Konfusius war ar studi anezho er sturienn XVII.10 pa lavar ne c'hall ket un den bevañ evel un den mar ne studi ket daou damm kentañ ar Barzhonegoù.
Lusk zo er Barzhonegoù, hag aes eo o deskiñ dre eñvor, ar pezh a laka da grediñ ez eo ar Shi Jing a zo deuet betek ennomp tost-tre d'an hini a veze studiet gant Konfusius[23].
Peder rann zo e Klaselour ar Barzhonegoù.
- 國 風 guó fēng, "Avelioù digant ar Stadoù" (anvet ivez "Kentelioù digant ar Stadoù")
- Poblel dre o orin pe o stumm eo ar 160 barzhoneg a gaver er rann gentañ. Amsakr eo an darn vuiañ anezho, ha renket int dre vro.
- Ar re neveshañ eo ar barzhonegoù-se. Dre 15 levrenn int dasparzhet, an daou gentañ o vezañ bet dastumet er Stad Zhou. Buhez ha stuzioù ar bobl zo deskrivet enno, ha levezon ar renerien war spered ar bobl a verzer p'o studier.
- 小 雅 xiăo yă, "Barzhonegoùigoù kran" (anvet ivez "Meulganoùigoù eus ar rouantelezh")
- Barzhonegoù al lezioù eo ar 74 pezh-se, a veze kanet e gouelioù ha lidoù boutin.
- 大 雅 dà yă , "Barzhonegoù meur ha kran" (anvet ivez "Meulganoù meur eus ar rouantelezh")
- Da-geñver darvoudennoù pouezusoc'h, al lidoù roueel da skouer, e veze kanet ar 31 varzhoneg-se.
- Koshoc'h eo ar "Barzhonegoù kran" (yă), ha fichetoc'h ivez. Danevelliñ darvoudoù al lezioù a reont, meuleudiñ ar briñsed, reiñ pour ha triñchin d'al lezioù, klemm diwar-benn reuzioù ar brezelioù...
- 頌 sòng, "Meulganoù" (anvet ivez "Meulganoù eus an azeuldi hag an Aoter")
- Meulganoù relijiel evit ar rouaned kentañ eo an 40 pezh-se, a veze kanet e-pad an aberzhioù evit an hendadoù.
- Ar skridoù koshañ eo ar Meulganoù. Kentidik eo o stumm, amreol pe ezvezant eo ar c'hlotennoù enno, n'int ket rannet a-bozioù c'hoazh. Hollbouezus eo ar relijion enno, troet war-du ar rouaned veur pe war-du doueed an Natur.
Klaselour ar Barzhonegoù eo ar skrid lennegel koshañ e Sina. Levezonet eo bet an daou vilved war e lerc'h gant stumm e werzennoù hag e glotennoù.
En tu all d'an enklaskoù lennegel e ro ar Shi Jing un alberzh eus ar sevenadur Han war glannoù ar Stêr Velen (黄河, Huáng Hé), a yeas diwezhatoc'h da aloubiñ Sina evel m'he anavezomp.
Klaselour al Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel ar Shi Jing e teu Klaselour al Lidoù ( 禮記, lǐ jì, “roll al lidoù”) eus ar marevezh Zhou kornogel (1046-771). Konfusius e-unan en devije strobet skridoù ar stumm kentañ, a oa bet devet e 213 KJK, hogen gant Dai Han ha gouzieien all e deroù ar 1añ kantved KJK e voe staliet an embannadur a zo deuet betek ennomp[24].
Trede klaselour al lidoù eo al Li Ji e red an amzer, goude ar Zhou Li (周禮, zhōu lǐ, "lidoù Zhou") hag ar Yi Li (儀禮, yí lǐ, "lidadur al lidoù").
- Ar Zhou Li
- Ul listennad kargoù ofisiel rannet e 6 rummad a voe an diazez da 6 maodierniezh an impalaeriezh eo ar Zhou Li. Eus ar rann 1 d'ar rann 6 e ro displegadenoù a-zivout ar gouarnamant dre vras ; ar c'helennerezh ; an aozadurioù kevredigezhel ha relijiel ; an armeoù ; ar justis ; ar bobl, al labour-douar hag an diriegezh.
- Ar Yi Li
- E 17 pennad, gant meur ag adlavar ha munudoù diezhomm, e tispleg ar Yi Li penaos e rank an dud eus an noblañs izel em zerc'hel en o buhez foran ha prevez e Sina tost da 3000 bloaz zo[25].
Un astenn eus ar Yi Li e vije al Li Ji , hervez ar Gonfusianed. Ledanoc'h eget lidoù e oa ster lǐ e spered Konfusius war a hañval : kement ha "reolennoù buhezegezh" e talveze kentoc'h, anezho un doare da zeskrivañ emzalc'h ur junzi, un den a enor, da geñver darvoudoù ar vuhez pemdez. Dre heuliañ ar reolennoù hengounel-se, hervezañ, e teuje an dud da vezañ habaskoc'h, ar pezh a oa rekis un tamm da vare ar Stadoù Brezelour.
Gant red an amzer e teuas ar mennozh-se ha Klaselour al Lidoù da vezañ un dave evit buhezegezh an dud, hag evit natur mab-den zoken. Hep mar e voe al Li Jing ur mad evit kevredigezh Sina pa lakaas an dud da vezañ emskiant eus o deverioù kevredigezhel.
Un hir a levr eo Klaselour al Lidoù pa'z eus 49 levrenn ennañ, a denn d'an dereadegezh e pep keñver er vuhez foran.
Heverk eo al levrenn 19 (un aspadenn eus ar Yue Jing, "Klaselour ar Sonerezh"), al levrenn 31 (Zhongyong, "Kelennadur ar C'hreiz") hag al levrenn 42 (Da Xue, "Ar Ouiziegezh Veur").
Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levr bloazdanevelloù Lu, bro Konfusius, eo 春秋 chūn qiū, "nevezamzerioù diskar-amzerioù", anezhañ ar C'hlaselour anvet Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù.
En urzh red an amzer (renoù, bloavezhioù, rannamzerioù, mizioù) e kinnig, e komzoù berr-berr, an darvoudoù politikel ha soudardel a zo c'hoarvezet e Lu hag er Stadoù amezek Chu, Jin, Qi ha Qin etre ar bloavezhioù ~722 ha ~481 KJK. Darvoudennoù evel fallaennoù, krenoù-douar ha liñvadennoù zo enskrivet ivez.
Disoc'h labour meur a rummad grefierien eo ar marilh-se. En abeg ma heuilh rannamzerioù al labour-douar e reer Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù eus ar skrid-se e Sina hag e peurrest eus ar bed.
Hervez an hengoun ez eo Konfusius en devije strobet ha staliet kentel ziwezhañ ar Bloazdanevelloù, en ur "reizhañ an anvioù" (正名, zhēng míng, "reizhañ an anv") a-benn pouezañ war ster an darvoudoù – ha lezel e varnadennoù-eñ da vezañ komprenet gant e lennerien, da skouer pa skriv anv personel ur roue e-lec'h menegiñ e ditl, ar pezh a ziskouez ne oa ket ar roue dellezek eus e garg hervez soñjoù ar Mestr kozh[26].
Ken noazh ha krenn eo ar Chun Qiu ma vije bet kollet paneve an displegadennoù a zo deuet war e lerc'h, hag a zo pouezusoc'h koulz war tachenn an Istor ha war hini al lennegezh sinaek.
Ar skrid-displegañ klokañ ha koshañ eo ar Zuozhuan ("skrid Zuo") a voe savet gant ZUO Qiuming er 4re kantved KJK hag adkavet e deroù ar 1añ kantved GJK.
Lennegel eo doare ar Zuozhuan, hag un astenn d'ar Chun Qiu eo koulz dre e zisplegadennoù ha dre ma komz eus darvoudoù a c'hoarvezas betek 18 vloaz goude dibenn ar skrid-orin. A-wezhioù e ra ar Zuozhuan meneg eus darvoudoù a zo disheñvel diouzh a re a gaver er Chun Qiu, ar pezh a laka da soñjal ez eus bet eus ur strober all estreget Konfusius.
Un eil adskrid d'ar Chun Qiu eo ar Gongyangzhuan , a voe peursavet gant GONG Yang dindan ren an impalaer Han Jing (157-141) diwar ur skrid koshoc'h bet savet, hervez an hengoun, gant ZI Xia, unan eus heulierien Konfusius.
Jubennadennoù konfusian eus darvoudoù ar Chun Qiu eo danvez an destenn-mañ.
Un trede skrid-displegañ eo ar Guliangzhuan , a vije bet savet war-dro ar 1añ kantved KJK. Ur jubennadur konfusian all eus ar Chun Qiu eo.
Div destenn-displegañ all zo bet kollet, Zouzhuan ha Jiazhuan eo o anv.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dictionnaire de la Civilisation chinoise, Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
Ar skridoù klasel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar Ouiziegezh Veur
- La Grande Étude , troet gant Martine Hasse, Éditions du Cerf, Paris, 1984, ISBN 978-2-204-02281-1
- Daxue – La Grande Étude, http://wengu.tartarie.com/wg/wengu.php?lang=fr&l=Daxue&s=1
- Ul lec'hienn dispar ma kaver ar skridoù klasel sinaek e saozneg hag e galleg.
- Kelennadurezh ar C'hreiz
- Zhong Yong, la Régulation à usage ordinaire, traduction, introduction et commentaire par François Jullien, Imprimerie Nationale, Paris, 1995, ISBN 978-2-11-081259-9
- Zhongyong – The Doctrine of the Mean, http://wengu.tartarie.com/wg/wengu.php?l=Zhongyong
- Kendivizoù Konfusius
- CONFUCIUS (KONG Fu Zi), Les Entretiens de Confucius, troet gant Pierre Ryckmans, Gallimard, Paris, 1987, ISBN 978-2-07-030531-5
- CONFUCIUS (KONG Fu Zi), The Confucian Analects, The Greay Learning & The Doctrine of the Mean, troet gant James Legge (1815-1897), 1893, Cosimo, New York, SUA, 2009, ISBN 978-1-60520-643-1
- Lunyu – The Analects of Confucius, http://wengu.tartarie.com/wg/wengu.php?l=Lunyu&no=0
- Ar Mengzi
- Mencius, Penguin Books, London, R-U, 2004, ISBN 978-0-1419-0268-5
- Klaselour ar C'hemmoù
- Yi King – Le livre des transformations, Librairie de Médicis, Paris, 1994, ISBN 978-2-85327-003-8
- Yi King – Le livre des mutations, http://wengu.tartarie.com/wg/wengu.php?l=Yijing&lang=fr&no=0
- D'an hevelp skrid e kas an div zaveenn-mañ : troidigezh c'hallek gant Étienne Perrot eus troidigezh alamanek Richard Wilhelm (1873-1930), a anzaver ar gwellañ troour eus ar Yijing er C'hornôg.
- Book of Changes, troet gant James Legge (1815-1897), http://ctext.org/book-of-changes
- Klaselour an Teulioù
- Shang Shu, http://ctext.org/shang-shu
- "Chou King, Les Annales de la Chine (1897), http://classiques.uqac.ca/classiques/chine_ancienne/B_livres_canoniques_Grands_Kings/B_03_Chou_king/Chou_king.html/
- Lec'hienn an UQAC, Université du Québec à Chicoutimi.
- Klaselour ar Barzhonegoù
- Shi Jing– The Book of Odes, http://wengu.tartarie.com/wg/wengu.php?l=Shijing
- Klaselour al Lidoù
- Liji, http://ctext.org/liji
- STEELE John Clendinning (troour), The I-li, or Book of Etiquette and Ceremonial (Volume 1), Probsthain, London, R-U, 1917 – adembannet gant General Books, Memphis, Tennessee, SUA, 2010, ISBN 978-1-152-96537-9
- Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù hag an Diskar-amzerioù
- Chunqiu Zuozhuan – La Chronique de la principauté de Lòu, troet gant Séraphin Couvreur (1835-1919), Université du Québec à Chicoutimi (UQAC), 2004, ISBN 1554429811, http://classiques.uqac.ca/classiques/chine_ancienne/B_livres_canoniques_Grands_Kings/B_06_Tchouen_Tsiou_t1/Tchouen_Tsiou_t1.html
Diwar-benn ar skridoù klasel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- GARDNER Daniel K., The Four Books – The Teachings of the Later Confucian Tradition, Hackett Publishing, Indianapolis, Indiana, SUA, 2007, ISBN 978-0-87220-826-5
- POUND Ezra, Confucius, New Directions, New-York, SUA, 1969, ISBN 978-0-8112-0154-4
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html (diwar ar geriadur-se e teu kement kealarouez a gaver er pennad-mañ)
- ↑ http://ctext.org/confucianism
- ↑ "Junzi" : gwelit Konfusianegezh.
- ↑ ÉTIEMBLE, Confucius & Confucianisme, en Dictionnaire de la Civilisation chinoise
- ↑ War divoud “Imbourc’hiñ an traoù”, gwelit ar pennad Zhu Xi.
- ↑ Gwelit Konfusius.
- ↑ http://en.wikisource.org/wiki/The_Great_Learning
- ↑ HASSE, Martine, 1984
- ↑ http://www.chinaknowledge.de/Literature/Classics/zhongyong.html
- ↑ 10,0 ha10,1 http://ctext.org/liji/zhong-yong
- ↑ Gwelit Daoegezh.
- ↑ http://www.britannica.com/EBchecked/topic/117001/Zhongyong
- ↑ PĀN Fùēn, Zhongyong, 1987, meneget en http://www.chinaknowledge.de/Literature/Classics/zhongyong.html
- ↑ MARSONE Pierre, Lunyu (Entretiens de Confucius), en Dictionnaire de la Civilisation chinoise
- ↑ Skrid sinaek ha pinyin war http://wengu.tartarie.com/wg/wengu.php?l=Lunyu&no=1
- ↑ Les Zhou occidentaux, en Encyclopædia Universalis
- ↑ Yi King, 1994, p. 6
- ↑ Gwelit ar pennad Daoegezh.
- ↑ Achillea millefolium ; "avron-ki", "mildelienn", "skouarn-azen", "skouarn-Valkus", "skouarn-Yuzas" pe c'hoazh "skouarn-an-ozhac'h-kozh" a reer eus ar plant-se e brezhoneg.
- ↑ Gwelit ar pennad Konfusianegezh
- ↑ HOLZMAN Donald, Shu Jing, en Encyclopædia Universalis
- ↑ Gwelit ar pennad Konfusius
- ↑ KALTENMARK Odile, Shi Jing, en Encyclopædia Universalis
- ↑ Fonds chinois de la Bibliothèque municipale de Lyon, forum "Guichet du savoir" @ http://www.guichetdusavoir.org/ipb/index.php?act=ST&f=2&t=14723&st=0 (12/02/2006)
- ↑ STEELE John C., pennad 1, pp vii-viii
- ↑ SCHIPPER Kristofer, Chunqiu, en Encyclopædia Universalis
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |