Mont d’an endalc’had

Pieve

Eus Wikipedia
Pieve San Marino e Rive d'Arcano

Ur pieve (italianeg evit "iliz-parrez", eus al latin plebs "pobl") a oa en Italia ur bastell-vro relijiel ha keodedel renet gant un iliz ploueziat ma oa ur maen-badez ; chiesa matrice "iliz-vamm" ha pievana a raed anezhi.

Er Grennamzer uhelañ (~400 – ~1066) e talc'he ar pieve ar c'hefridioù liderezhel uhelañ ; dindan he beli e veze an ilizoù hag ar chapelioù ma ne oa maen-badez ebet. E dibenn ar Grennamzer e voe treuzkaset ar c'hefridioù lik d'ar barrez tra ma chome ar re relijiel hepken gant ar pieve.

Tamm-ha-tamm e voe graet pieve eus tiriad ar barrez kozh a oa gwechall dindan beli an iliz-parrez. E Korsika hepken ez eo chomet ar pieve ar bastell-vro velestradurel bennañ betek 1790, goude deroù ar melestradur gall eta. Ar c'hantonioù a erlerc'hias ouzh an ilizoù-parrez.

Eus an anv latin plebs e teu ivez ar gerioù ploue e brezhoneg ha plwyf e kembraeg.

Stankik eo an anv el lec'hanvadurezh.