Mont d’an endalc’had

Revolver

Eus Wikipedia
Ur pennad Revolver (albom) zo ivez.
Revolver
weapon functional class
Iskevrennad eushandgun Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet1597 Kemmañ
Kod MCN9305.10.00 Kemmañ
Roll elfennoùlist of revolvers Kemmañ

Ur revolver[1], anvet a-wezhioù ur bistolenn-dro[2], zo un arm-tan tennata maneet gant an dorn, dezhañ ur c'hanol d'an nebeutañ. Un daboulin en deus ivez, anezhi ur granenn hag a dro, enni meur a gambr, pep a gartouchenn (pe a boultr hag a voled evit ar re goshañ) enne pa vezont karget. Armañ ar c'hi a-raok leuskel un tenn a laka ar granenn da dreiñ un tamm, ar pezh a gas unan eus ar c'hambroù war ar memes linenn hag ar c'hanol hag ar skoer. Prest eo neuze ar revolver da dennañ ur bolod. Gant ur revolver e c'haller tennañ meur a wezh a-raok kaout ezhomm da gargañ e arm en-dro, er c'hontrol d'an armoù-tan koshoc'h a un tenn o doa ezhomm da vezañ adkarget goude pep tenn.

Daoust ma 'z eo gwelloc'h ar pistolennoù damaotomatek e-keñver o niver a dennoù hag o aested, ar revolverioù a vez implijet stank atav e-giz arm difenn, arm sport, pe da chaseal.

Daoust ma 'z a an armoù dorn d'ober ar pep brasañ eus an armoù a ra gant gwikefre ur revolver, armoù-tan arall a c'hell kaout un hevelep mont en-dro. En o zouez ez eus fuzuilhoù pe bannerezed-greunadennoù zo, ha kanolioù evel ar re a gaver war girri-nij zo. Disheñvel eo ar revolverioù diouzh armoù evel ar Gatling abalamour ma ne dro nemet ar c'hambroù en ur revolver, e-skoaz en un arm-tro ez eus meur a ganol, gante pep a daboulin, a dro en-dro d'ur bourvezerez kartouchennoù boutin dezhe hag a denn.

Ur bistolenn gant meur a ganol, mirdi Lara

Un elfenn a-bouez en istor an armoù-tan e oa an amzer lakaet da gargañ anezhañ en-dro goude bezañ tennet gantañ. E-keit ha ma oa an tenner oc'h adkargañ e oa didalvez an arm, hag e c'halled bezañ taget gant an enebourien. Klasket e voe meur a zoare da dennañ buanoc'h. Da gentañ e voe ijinet armoù dezhe meur a ganol hag a roe tu da dennañ daou denn pe muioc'h a-raok adkargañ[3]. Diwezhatoc'h e voe ijinet armoù gant meur a ganol hag a droe en-dro d'un ahel.

Ar xun lei chong.

Ur bistolenn a bevar c'hanol a voe savet e Venezia e 1548 d'an nebeutañ[4]. E Sina, e diwezh ar XVIvet kantved, Zhao Shi-zhen a ijinas ar Xun Lei Chong, ur goaf a bemp kanol. War-dro ar memes mare e voe savet skouerennoù kentañ eus ar pezh a anver ur revolver hiziv, en Alamagn. Ur c'hanol hepken o doa gant ur granenn hag a droe, enni ar poultr hag ar bolodoù. Fardet e voe armoù a seurt-se en Europa, dezhe meur a batrom[5]. Koulskoude e oant diaes da implijout ha ker-kenañ, hag abalamour da se ne oant ket niverus.

E deroù an XIXvet kantved e veze implijet kalz armoù dorn dezhe meur a ganol anvet "pepper-box" abalamour ma tennent d'ur pebrouer.

Samuel Colt hag ar revolver modern kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

In 1836, Samuel Colt a ijinas ur revolver nevez hag a zigoras an hent da implij ar revolverioù gant ar brasañ niver[6]. Hervez Colt e teuas soñj ar revolver dezhañ pa oa war vor. Awenet e oa gant mont en-dro ar windask, he doa ur wikefre kliked warni. Implijet e oa diwezhatoc'h un hevelep gwikefre da lakaat kranenn e armoù da dreiñ pa armed ar c'hi. A-drugarez d'an ijinadenn-se ne oa ket ezhomm ken d'en ober gant an dorn. Evel ma oa Colt ur gwerzher eus an dibab e voe gwerzhet revolverioù diouzh an druilh(Daveoù a vank) met abegoù all a oa ivez. Dont a reas kalite armoù e embregerezh da vezañ brudet, ha stummet e oa bet en e armerezhioù en Amerika hag e Bro-Saoz meur a rummad micherourien, o doa bet ul levezon vras goude war strivoù embregerezhioù all e diwezh ar c'hantved[7].

Ur Smith & Wesson Model 1

Ar c'hentañ revolverioù a veze hir da gargañ. Skuilhañ a raed poultr du e pep kambr, sankañ ur bolod war-c'horre hag ur stouf. Neuze e lakaed un emors e penn adreñv pep kambr, el lec'h ma kouezhe ar skoer. Heñvel a-walc'h e oa ouzh an doare da gargañ ur bistolenn a-c'hiz-kozh a un tenn, nemet e c'halled kargañ ar poultr hag ar bolod war-eeun e beg ar granenn e-lec'h kaout ezhomm da sankañ anezhañ war hed ar c'hanol. A-drugarez d'an dra-se ivez e c'halled aozañ rizennoù er c'hanol e-unan, dre ma ne oad ket rediet da sankañ ar boledoù ennañ dre nerzh. Ar pistolennoù a-c'hiz-kozh karget dre o c'hanol o doa kanolioù flour ha boledoù na glote ket kenkoulz o ment ouzh hini ar c'hanol. Abalamour da se e vezent karget aesoc'h met tennañ a raent gwashoc'h.

Lod eus ar revolverioù brudetañ a seurt-se e oa ar Colt 1851 Navy, ar Colt 1860 Army, hag ar revolverioù Colt Pocket, a voe holl implijet stank e-pad ar Brezel diabarzh . Daoust ma veze implijet revolverioù amerikan dreist-holl, armerien Europa a farde revolverioù niverus d'ar c'houlz-se ivez, ha kalz anezhe a voe implijet. En o zouez emañ ar revolver Lefaucheux, ar revolver LeMat, ar revolver Beaumont–Adams hag an Tranter.

Ar revolverioù kentañ enne kartouchennoù metal

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar C'holt Single Action Army a oa armet ar 7vet Marc'hegerezh gantañ e-pad prantad ar brezelioù indian

E 1854, Eugène Lefaucheux a ijinas al Lefaucheux 1854, ar c'hentañ revolver a implije kartouchennoù metal kentoc'h evit poultr, bolodoù, hag emorsoù. Ur bistolenn un-ober e oa, c'hwec'h tenn ennañ[8].

Ar armeurer amerikan Rollin White en doa ijinet ur sistem e-lec'h ma veze karget kartouchennoù paper dre a-dreñv an daboulin. D'ar 17 a viz Du 1856 e sinas Daniel B. Wesson hag Horace Smith un emglev evit implijout ar breved Rollin White gant ur feur a 25 cents evit pep revolver. Kregiñ a reas Smith & Wesson da broduiñ e diwezh 1857, hag e-pad bloavezhioù e voent ar re nemeto a bourchase kartouchennoù revolver karget dre dreñv er Stadoù-Unanet a-drugarez d'o emglev gant Rollin White[9]. Hemañ a zifenne mort e vreved a-enep ar saverien armoù all, evel m'en doa graet Colt gant e vreved revolver. Daoust ma oa perc'henn White war ar breved e voe gouest saverien armoù all da implijout an ijinadenn, gant ma oant prest da baeañ gwirioù[10][11].

Goude fin breved White e miz Ebrel 1869 e voe nac'het outañ astenn padelezh ar breved un teirvet gwezh. Aotreet e oa saverien armoù all da broduiñ o armoù dezhe o-unan oc'h ober gant kartouchennoù karget dre penn a-dreñv an daboulin. Ar patromoù kentañ a voe alies patromoù kozh revolverioù karget gant poultr hag emorsoù, kemmet da zegemer kartouchennoù metal karget dre dreñv. Goude-se e voe savet patromoù revolverioù a implije kartouchennoù adalek an deroù, evel ar Colt 1872 "open top" hag ar Smith & Wesson Model 3 [10].

Ur skouer a daboulin gwint-diwint ouzh ur revolver
Ur revolver Nagant M1895, a ziskouez digor kargañ ar granenn digoret
Ur revolver Webley Mk VI gobari .455 a zigorer d'e gargañ

E 1873 e krogas Samuel Colt da werzhañ ar Colt Single Action Army, anvet ivez Colt Peacemaker, kambret e .45, unan eus ar revolverioù brudetañ savet biskoazh[12]. Kavout a raed er patrom-se an araokadennoù niverus degaset en armoù savet abretoc'h. Tennañ a rae c'hwec'h kartouchenn vetal ha kinniget e oa en ouzhpenn 30 gobari hag hirderioù kanol disheñvel. Produet e vez c'hoazh, gant un niver a glonoù hag a batromoù damheñvel, ha chomet eo heñvel e neuz abaoe 1873. Daoust ma oa bet savet evit arme ar Stadoù-Unanet da gentañ, ar patrom 1873 a voe gwerzhet stank hag a blije kalz d'ar siviled, d'ar rancherien, d'an dud a lezenn, koulz ha d'ar forbaned(Daveoù a vank). Levezonet en deus un niver a revolverioù all. Paouezet en doa Colt da broduiñ anezhañ dre ziv wezh, met kregiñ a reas en-dro abalamour d'ar goulenn.

Un-ober pe daou-ober : hengounioù disheñvel er bed e fin an XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Stadoù-Unanet e oa tad ar revolverioù un-ober hengounel betek fin an XIXvet kantved. En Europa koulskoude e savas an armeurerien revolverioù daou-ober abretoc'h. Pa veze c'hoazh produet armoù evel ar Colt Model 1873 er Stadoù-Unanet e veze dija savet armoù daou-ober evel ar MAS Modèle 1873 e Frañs hag an Enfield e Breizh-Veur. Samuel Colt a reas esaeoù revolverioù daou-ober hag e savas ar Colt Model 1877 Double Action, met brudet-fall e teuas an arm da vezañ abalamour d'e wikefre luziet, bresk ha techet da zegas darvoudoù-tennañ.

E 1889, Colt a lakaas e gwerzh ar C'holt Model 1889, ar c'hentañ revolver daou-ober modern gwirion. Disheñvel e oa diouzh an armoù daou-ober a oa a-raok abalamour m'en doa ur granenn a c'halled lakaat da wintañ evit kargañ an arm, ha n'eo ket ur granenn a zigored. Degemeret-mat e oa buan ar c'hranennoù gwint-diwint abalamour ma vodent gwellañ perzhioù ar patromoù koshoc'h. Ar revolverioù a c'halled digeriñ a roe tu da dennañ an holl douilhezoù war un dro, hag a ziskoueze an holl gambroù d'o c'hargañ en un doare aes. Plegañ ar framm e div hanterenn avat a wanae an arm hag a washae e resisted, abalamour ma ne oa ket ken reut. Revolverioù all a veze karget dre un tu evel ar C'holt 1871 pe 1873, hag o doa ur framm reut a-walc'h, met ret e oa d'an tenner lemel ar c'hartouchennoù hag o c'hargañ unan-hag-unan a-vuzul ma lakaed ar granenn da dreiñ da lakaat pep kambr da dremen dirak an digor kargañ[13]. Smith & Wesson a heulias ar skouer-se seizh bloaz diwezhatoc'h gant un distrinker dre zorn, war ar Model 1896, heuliet gant ar Model 1899 (anavezet diwezhatoc'h evel ar Model 10), hag ar c'hartouchennoù .38 Special nevez. Dont a reas ar Model 10 da vezañ unan eus an armoù-tan dorn gwerzhet ar gwellañ en XXvet kantved hag ar gobari .38 Special zo atav an hini implijet ar muiañ er bed er pistolennoù.

Revolverioù brudet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo ar revolverioù er sevenadur pobl dre ar filmoù western evel The Good, the Bad and the Ugly (1966). Er Stadoù-Unanet int arouezius eus darvoudoù istorel an XIXvet kantved o deus frammet ar vro a-vremañ, evel astenn ar vro war-zu ar C'hornôg pe ar Brezel Diabarzh etre 1861 ha 1865. Ikonoù eo ar revolverioù, ha lod anezhe a c'hall bezañ gwerzhet ker pa 'z int stag ouzh darvoudoù istorel resis[14]. Lucky Luke a implij revolverioù evit tennañ buanoc'h evit e skeud e albomoù Morris.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez geriadurioù Favereau, Ménard, TermOfis, Geriadur Brezhoneg an Here.
  2. Hervez Geriadur Brezhoneg an Here.
  3. Morgan, Michael (2014). Handbook of Modern Percussion Revolvers. Iola, Wisconsin : Krause Publications. 75 p. ISBN 978-1-4402-3898-7. 
  4. (1965) Guns and Rifles of the World. Chancellor Press. 80 p. 
  5. Merrill Lindsay. SIX SHOOTERS SINCE SIXTEEN HUNDRED (PDF).
  6. US patent X9430I1
  7. (2011) The Civil War Naval Encyclopedia. ABC-CLIO. 122–123 p. ISBN 978-1-59884-338-5. 
  8. (2006) Samuel Colt: Arms, Art, and Invention. Yale University Press. 118 p. ISBN 0-300-11133-9. 
  9. US patent 12648
  10. 10,0 ha10,1 Flayderman, Norm (2001). Flayderman's Guide to Antique American Firearms ... and their values. Iola, WI : Krause Publications. 213 p. ISBN 0-87349-313-3. 
  11. Jinks, Roy G. (2006). Smith & Wesson Images of America. Arcadia Publishing. 8 p. ISBN 978-0-7385-4510-3. 
  12. Sapp, Rick (2007). Standard Catalog of Colt Firearms. Iola, WI : Gun Digest Books. 79 p. ISBN 978-0896895348. 
  13. Kinard, Jeff (2004). Pistols: An Illustrated History of Their Impact. ABC-CLIO. 163 p. ISBN 978-1-85109-470-7. 
  14. États-Unis. Le revolver qui tua Billy the Kid vendu 6 millions de dollars, e Ouest-France, 28/08/2021 (galleg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan