Robert De Niro
Neuz
Robert De Niro | |
De Niro e Festival Cannes e 2006
| |
Ganedigezh | 17 a viz Eost 1943 Manhattan, New York |
---|---|
Broadelezh | Stadoù-Unanet, Italia |
Micher(ioù) | aktour produour filmaozer |
Filmoù brudet | The Godfather Part II Taxi Driver The Deer Hunter Raging Bull Once Upon a Time in America The Untouchables Goodfellas Casino Heat |
Pried(où) | Diahnne Abbott etre 1976 ha 1988 Grace Hightower etre 1997 ha 2018 |
IMDB |
Robert Anthony De Niro ganet d'ar 17 a viz Eost 1943 e New York, zo un aktour stadunanat hag italian ; rener ha produour filmoù eo ivez.
Bez' e voe dibabet evit roll Vito Corleone yaouank e 1974 er film The Godfather Lodenn II, ha gounezet en devoe priz an Academy Award evit ar gwellañ eil rol.
Labouret en deus abaoe pell amzer gant ar sevener filmoù Martin Scorsese ; gant unan eus e filmoù e voe enoret gant an Academy Award for Best Actor evit e daolennadur eus Jake La Motta e 1980 er film Raging Bull.
C'hoariet en deus e kalz filmoù all evel Brazil e 1985 ha Machete e 2010.