Mont d’an endalc’had

Rostock

Eus Wikipedia
An Neuer Markt (Marc’had Nevez) e Rostock.

Rostock zo ur gêr e hanternoz Alamagn. Kêr vrasañ stad Mecklenburg-Vorpommern eo. E 2006 e oa 200 414 den o chom enni.

En em astenn a ra Rostock war ribl ar stêr Warnow, a-hed un 20 km bennak, betek genoù ar stêr-se ; Warnemünde, ur c’harter eus Rostock, zo ur porzh bras war aod ar Mor Baltel. Rostock eo eil porzh brasañ Alamagn war ar Mor Baltel hiziv, goude Lübeck.

Savet e voe en XIvet kantved, gant Slaved, dindan an anv polabek Roztoc, a dalveze "lec’h ma’z eo ledan ar stêr". Diwezhatoc’h e teuas da vezañ unan eus kêrioù an Hansa, ar c’hevre kenwerzhel galloudus a unane kêrioù bras war aodoù hanternoz Europa evel Bremen pe Hamburg. Skol-veur Rostock a voe savet e 1419.

Rostock

E Rostock eo ganet



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.