Rummenn yezhadurel
Ur rummenn ger, ur rummenn yezhadurel pe ur rummenn c'hramadegel zo ur rummad gerioù heñvel o natur, ma c'haller lakaat an eil e-lec'h egile.
Rummennoù yezhadurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da skouer
- an anv-kadarn
- ar raganv
- an anv-gwan
- ar ger-mell
- ar verb
- an adverb
- an araogenn
- ar stagelloù
- an estlammadell
Ur skouer : an anv-kadarn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemeromp ar skouer « Harzhal a ra ar c'hi », ha lakaomp gerioù all e-lec'h an anv « ki» .
- Harzhal a ra ar c'hazh. Harzhal a ra ar c'hangouroued. Harzhal a ra ar skubellenn. Harzhal a ra Napoleon XIV. Harzhal a ra ar C'hallaoued. Harzhal a ra ar stered.
Ar « c'hi », ar « c'hazh », ar « c'hangouroued », hag ar re all, a zo gerioù eus ar memes rummenn yezhadurel — an anv-kadarn, amañ —, ne vern pe gwirheñvel pe nann eo ar frazenn.
Dre vras e lavarer ec'h aparchant gerioù zo ouzh ar memes rummenn yezhadurel ma c'haller lakaat an eil e-lec'h egile en ur frazenn. Treuzkemmadur a vez graet eus se peurvuiañ.
Anavezout ar rummenn yezhadurel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur geriadur e vez merket e pe rummenn, pe rummennoù, yezhadurel emañ ar gerioù : gerioù zo a c'hall bezañ lakaet e meur a rummenn. E gwirionez eo an implij a ra natur ar ger hag a lavar e pe rummenn emañ. Kemeromp ar skouerioù-mañ :
- gwall a zo
- un anv-kadarn : ar gwall
- un adverb : n'eo ket gwall vat
- mat/mad a zo
- un anv-gwan : tud vat int
- un anv-kadarn : ar madoù
- un adverb : Labourit mat !
- un estlammadell : Mat !
- kaoc'h zo
- un anv-kadarn : un tamm kaoc'h
- un estlammadell : Kaoc'h !
- debriñ zo
- ur verb
- un anv-kadarn : an debriñ hag an evañ. Se zo kaoz e komzer eus anv-verb e brezhoneg.
- arabat zo
- un anv-gwan : Arabat eo mont er-maez!
- lakaet adverb e geriadurioù zo (Geriadur Hemon-Huon) ha yezhadurioù zoken.
Rummennoù digor pe serr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar rummennoù a vez lâret int digor pe serr. Ur rummenn zo digor ma tegemer gerioù nevez, serr ma ne ra ket, pe ral a wech. Ar rummennoù digor a zo niverus ar gerioù enne, ar rummennoù serr zo kalz bihanoc'h.
- Er rummennoù digor e lakaer an anvioù-kadarn hag ar verboù (war-bouez ar verboù-skoazell, mar o lakaer en ur rummenn a-ziforc'h), anvioù-gwan, adverboù, hag estlammadelloù.
- Er rummennoù serr e lakaer an araogennoù, gerioù spisaat, stagelloù, raganvioù.