Savelleg glas
Neuz
| |||
---|---|---|---|
Ur savelleg glas (ur par).
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Muscicapidae | ||
Genad : | Monticola | ||
Anv skiantel | |||
Monticola solitarius (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar savelleg glas[1] (liester : savelleged glas)[2] a zo ur spesad golvaneged, Monticola solitarius an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Turdus solitarius da gentañ-penn (e 1758)[3] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Evn broadel Malta eo abaoe 1971[4].
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hollzebrer eo ar spesad daoust ma vev diwar amprevaned ha divellkeineged dreist-holl ; ne zisplij nag ar frouezh nag an hugennoù dezhañ ivez.
Annez hag isspesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spesad a gaver ar pemp isspesad anezhañ[5] :
- Monticola solitarius longirostris, o neizhañ eus hanternoz Irak hag Iran da bPakistan ; o c'hoañviñ e hanternoz India ha biz Afrika,
- Monticola solitarius madoci, e Malezia ha Sumatera,
- Monticola solitarius pandoo, o neizhañ en Azia ar C'hreiz ha menezioù Himalaya ; o c'hoañviñ eus Malaysia da Indonezia,
- Monticola solitarius philippensis, o neizhañ eus gevred Siberia da Sina, Japan hag enezenn Lanyu ; o c'hoañviñ en Indonezia,
- Monticola solitarius solitarius, o neizhañ en Europa ar Su, gwalarn Afrika ha Reter-Kreiz ; o c'hoañviñ en Afrika ar C'hreiz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Monticola solitarius war al lec'hienn BirdLife International.
- Monticola solitarius war lec'hienn an International Union for Conservation of Nature (IUCN).
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 856a.
- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ AnimalBase.
- ↑ Maltese History & Heritage.
- ↑ Monticola solitarius war al lec'hienn Avibase.