Mont d’an endalc’had

Silo Asturiez

Eus Wikipedia
Ur pennad Silo zo ivez.

Silo Asturiez (marvet e Pravia e 783) a voe roue Asturiez entre 774 ha 783. Ren a reas war-lerc'h marv ar roue Aurelio dre ma oa dimezet da Adosinda, merc'h d'ar roue Alfonso Iañ Asturiez el Católico.

Delwenn d'ar roue Silo. Pravia (Asturiez).

Sioul a-walc'h e voe e ren, ne glaskas ket ar vuzulmaned ober brezel dezhañ dre ma oant o tifenn o douaroù dirak armeoù Karl Veur erruet e Spagn e 778, pa deujont a-benn da rediañ an impalaer da dec'hel dre Roncesvalles, ma voe trec'het gant ar Vaskoned,[1]. Goude-se, e 781, e kasas Abd-al-Rahman e soudarded a-hed ar stêr Ebro da gas an dorzh d'ar gêr d'ar re o devoa galvet ar Franked da zont da Spagn.

Kas a reas al lez da gêr Pravia ha kempred e voe e ren gant hini Abd-al-Rahman Iañ, emir Cordoba, hag an impalaer frank Karl Veur.

Ne oa ket un ezel eus ar familhoù Peláyez pe Perez a zeue ar rouaned gentañ eus ar vro met gwaz Adosinda, merc'h Alfonso Iañ Asturiez e oa. Abalamour da se e soñj istorourien'zo e c'helle bezañ treuzkaset an tron dre ar maouezed d'ar mare-se e bro-Spagn pe e oa un doare jus uxoris d'an nebeutañ er vro.

Diblasañ a reas ar gêr-benn eus Cangas de Onís da bPravia a oa tostoc'h ouzh kreiz ar rouantelezh. Unan eus pennoù bras eus ar rannvro-se e oa war a seblant ivez.

Stagañ a reas Silo Galiza ouzh e zomani en desped d'un emsavadeg e Monte Cubeiro e proviñs Lugo

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En e raok 
Aurelio
Roue Asturiez

774–783
War e lerc'h
Mauregatus
  1. Indro Montanelli, Roberto Gervaso (2002) Historia de la Edad Media. Ed. Random House Mondadori. ISBN 84-9759-121-6. Cap. XXXII, p.276