Týr
Neuz
Týr
Rann eus | Æsir |
---|---|
Reizh pe jener | paotr |
Tad | Odin, Hymir |
Azeulet gant | mitologiezh norsek |
Tachenn ar sant pe doue | brezel, justis |
Er wengelouriezh lec'hlennat ez eo Týr (un anv boutin evit doue e norseg[1]) doue an oabl, ar reizhded, an trec'h hag ar gadoniezh[2].
Týr a veze keñveriet ouzh an doue henroman Meurzh hervez un enskrivadur latin eus an IIIe kantved ouzh Moger Hadrian ; da skouer, Mars Thingsus a c'hall bout meizet evel Mars eus an Thing ("an emvod", anv an ti-kêr er broioù german). An nested etre Mars ha Tyr a c'hall bout gwelet en anv an deizioù : Tuesday, Meurzh e saozneg, a zeu eus Týr evel kendalvoud Mars.
Hervez an andonioù norsek ez eo Týr mab ar ramz (jötunn) Hymir, pe mab Odin er Skáldskaparmál.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Boyer, Régis. Les Vikings. Hachette, 2003(ISBN 2-01-235690-7)
- (en) Simek, Rudolf & Hall, Angela. A Dictionary of Northern Mythology. Boye6, 2008 (ISBN 0-85991-513-1)