Mont d’an endalc’had

Tabgha

Eus Wikipedia
Santual ar bara kresket

Tabgha zo ul lec'h war ribl lenn Jenezared e Israel. Seizh eienenn a zour eus traoñ menez an Eurustedoù hag a ya d’en em deurel el lenn. Alese eo e teu ar ger Heptapegon[1] en deus roet Tabgha.

Hervez an hengoun kristen, Tabgha zo ul lec'h ma reas Jezuz burzud ar bara kresket, hag al lec'h ma tisklerias sant Pêr e feiz da Jezuz savet da vev. Ar birc'hirinez Eteria, genidik moarvat a vro-C'halisia eo a ro testeni a gement-se er bloavezh 393, en ur lavaret ouzhpenn eo eno ivez emañ menez an Eürustedoù.

Bez ez eus div iliz katolik : Iliz ar Premidi Sant Pêr, hag a zo perc'hennet gant ar Frañsiskaned, hag tostik-tost, iliz ar bara kresket, miret gant ar Veneadiz Alamaned.

Santual ar bara kresket

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An iliz kentañ a voe savet er 4e kantvet. E 419 e oe distrujet gant ur c'hren-douar.

Un iliz vizantat a voe savet neuze, brasoc'h ; he leurenn a oa graet gant marelligoù kaer. Met e 614 e voe diskaret gant ar Bersed hag e chomas en he foull betek 1932. An iliz a weler hiziv a zo bet graet ar muiañ posubl hervez patrom an iliz-se. Ar marelligoù a weler war al leurenn a zo ar re gaerrañ a c'hellfed gwelet er Palestin[2].

  1. A lavaret eo Seizh-Eienenn e gresianeg
  2. Job an Irien, Douar Santel. Terre Sainte, Ti embann Minihi Levenez, nn 51-52, 1998, p. 36.