Mont d’an endalc’had

Tenn-gezeg

Eus Wikipedia
Karr peder rod, sachet gant ur gazeg hepken el limon.
Tenn pevar a gezeg. Kartennoù-post a Vro-Saoz, Eured e Gretna Green

Un denn-gezeg a reer eus mirc'hed staget ouzh ur c'harr pe un alar, da sachañ warnañ.

Graet e vez limon eus pep hini eus div vrec'h ur c'harr ma vez staget ul loen-kezeg etrezo. Eus ar wrizienn c'halianek *lem- "treuzell" e teufe ar ger, a gaver e galleg ivez (limon, 1160 ; limonière, 1798, eo an daou limon). Kleur a lavarer ivez e brezhoneg.

Pa vez graet gant meur a loen e vez graet an diforc'h etre ar marc'h-limon a zoug pouez ar c'harrad hag ar marc'h-blein pe marc'h-ambilh hag a denn en e raok.

Pa vez disternet al loened e vez harpet limon ur c'harr, pa vez karget, war ur vatezh-karr ha harpet revr ar c'harr war ur vatezh-karr all.

  • Gwalenn-garr, gwal-garr a reer eus ar vrec'h pa vez unan hepken e-kreiz ar c'harr gant ul loen a bep tu ; peler eo ar ger pa stager ur marc'h ouzh un arar er mod-se.